C’hwehved sizunvez war ar bloaz

C’hwehved sizunvez war ar bloaz

Euz an 17 d’an 23 a viz C’hwevrer 2019

C’hwehved sul war ar bloaz

Lk 6, 17.20-26 (C)

17 Chomet e oa Jezuz a-zav en eur gompezenn, gand e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

Chomet e oa Jezuz a-zav er gompezenn, hag e oa e-leiz a dud en-dro dezañ.

20 Neuze, o sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras :

— « Eüruz oh, c’hwi ar re baour, rag deoh eo Rouantèlèz Doue.

21 « Eüruz oh, c’hwi hag ho-peus naon bremañ, rag ho kwalh a vo roet deoh.

« Eüruz oh, c’hwi hag a ouel bremañ, rag c’hoarzin a reot.

22 « Eüruz e vezit, p’o-devez an dud kas ouzoh, pa lakeont ahanoh er-mêz, pa ’z eo dismegañset ha distaolet hoh ano evel disprizuz, abalamour da Vab an Dén.

23 « Bezit laouen en deiz-se, ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en Neñv.

« Evel-se ive, e ree o zadou-koz d’ar brofeted ».

24 « Med gwaz-a-ze deoh, tud pinvidig, rag bez’ ho-peus dija ho frealzidigez !

25 « Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag bez’ ho-po naon ! Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag a zo o c’hoarzin bremañ, rag doan ha daelou a vo ho lod !

26 « Gwaz-a-ze deoh, pa vez an oll dud o komz brao diwar ho penn ! Rag evel-se e ree o zadou-koz d’ar falz-profeted ».

Lun

Mk 8, 11-13

11 En em gaoud a reas ar Farizianed, hag e krogas an tabut etrezo ha Jezuz. Klask a rejont, evid lakaad anezañ diêz, kaoud digantañ eur zîn euz an neñv.

12 Goude beza tennet e alan e-pad hir amzer, e lavaras Jezuz :

— « Perag ema ar rummad tud-mañ o klask kaoud eur zîn ? Lavared a ran deoh e gwirionez : ne vo roet sîn e-béd d’ar rummad-mañ ».

13 Kuitaad a reas anezo, sevel er vag en-dro, ha treiza da vond en tu all d’ar mor.

Meurz

Mk 8, 14-21

14 Ankounaheet e oa bet gand an diskibien kas bara ganto, ha ne oa nemed eur varaenn hepkén er vag ganto. 15 Rei a reas Jezuz an ali-mañ dezo :

— « Bezit war evez ! Diwallit ouz goell ar Farizianed hag ouz goell Herodez ».

16 Med ar gaoz a oa etrezo diwar-benn an defot a vara. 17 O houzoud kement-se, e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag e chomit keid-all da gaozeal etrezoh dre ma n’ho-peus ket a vara ? Ne intentit ket ? N’ema ket o skiant vad ganeoh c’hoaz ? Daoust ha kaledet e vefe ho kalon ? 18 Daoulagad ho-peus, ha ne welit ket ? Diskouarn ho-peus, ha ne glevit ket ? Ha n’ho-peus ket soñj ken ? 19 Pa ’m-eus torret ar pemp baraenn evid pemp mil dén, péd panerad a vara chomet en dilerh ez eus bet dastumet ganeoh ? »

— « Daouzeg, emezo.

20— « Ha pa ’m-eus torret ar zeiz baraenn evid ar pevar mil dén, péd panerad ez eus bet dastumet ganeoh ? »

— « Seiz », emezo.

21 Hag e lavaras dezo :

— « Ha ne intentit ket c’hoaz ? »

Merher

Mk 8, 22-26

22 Digouezoud a reas Jezuz hag e ziskibien e Betsaid. Digaset e oe dezañ eun dén dall, hag e oe pedet da douch outañ.

23 Kregi a reas Jezuz e dorn an dén dall, ha mond gantañ er-mêz euz ar gêriadenn. Halo a lakeas war e zaoulagad, hag astenn a reas e zaouarn warnañ. Goulenn a ree outañ :

— « Ha gweled a rez eun dra bennag ? »

24 O sevel e zaoulagad, e lavaras an dén :

— « Gweled a ran an dud : heñvel int ouz gwéz o vale ».

25 Neuze e lakeas Jezuz e zaouarn, en-dro, war daoulagad an dén, hag hemañ a wélas sklêr. Pareet e oa, hag e wele frêz pep tra.

26 Kas a reas Jezuz anezañ war hent e di, en eur lavared dezañ :

— « Kee en da di, hep mond tre er vourhadenn, hag hep lavared grik da zén ».

Yaou

Mk 8, 27-33

27 Mond a reas Jezuz, e ziskibien asamblez gantañ, etrezeg ar hêriadennou tostig-tost da Zezare-Filip. En hent, e reas ar goulenn-mañ ouz e ziskibien :

— « Hervez an dud, piou on-me ? »

28 Respont a rejont dezañ :

— « Yann-Vadezour ; evid lod all, Eliaz ; evid lod all c’hoaz, unan euz ar brofeted ».

29 Hag e houlennas outo :

–- « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh-c’hwi, piou ez on-me ? »

Lavared a reas Pèr dezañ :

— « Ar Hrist ez out-te ! »

30 Neuze e roas urz dezo chom hep komz da zén diwar e benn.

31 Neuze e stagas da gelenn dezo e rañke Mab an Dén gouzañv kalz, beza dianzavet gand ar Re-Goz, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha tri devez goude, adsevel da veo.

32 Ha frêz e lavare kement-se dezo. Neuze, e tennas Pèr anezañ a-gostez, hag e stagas da ober rebechou taer dezañ.

33 Med distrei a reas Jezuz, hag o weled e ziskibien, e hourdrouzas Pèr, en eur lavared :

— « Kee a-dreñv-din, Satan, rag n’ema ket skiant Doue ganit, skiant an dud ne lavaran ket ».

Gwener 22 a viz C’hwevrer
Gouel Kador Sant Pèr

Mz 16, 13-19

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15 Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».

Sadorn

Mk 9, 2-13

2 Kemer a reas Jezuz gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e kasas anezo, int-i nemetkén, a-gostez war eur menez uhel. Hag e oe treuzfurmet dirazo.

3 Dond a reas e zillad da veza gwenn-kann, ken gwenn ma ne hell kanner e-béd war an douar kanna evel-se.

4 Dirazo e weljont Eliaz ha Moizez o komz gand Jezuz. Neuze, e lavaras Pèr da Jezuz :

–- 5 « Mestr, eun dra gaer eo deom beza amañ ! Savom eta teir deltenn : unan evidout, unan evid Moizez hag unan evid Eliaz ».

6 Evid gwir, ne ouie ket Pèr petra a lavare, ken spontet ma oant. 7 Dond a reas eur goabrenn da ober skeud warno, hag euz ar goabrenn e teuas eur vouez o lavared :

— « Hemañ eo va Mab muia-karet, selaouit anezañ ».

8 Kerkent, en eur zelled en-dro dezo, ne weljont dén all e-béd, nemed Jezuz e-unan penn ganto.

9 En eur ziskenn diwar ar menez, e tifennas Jezuz outo ranna gér da zén euz ar péz o-doa gwelet, nemed pa vefe bet savet Mab an Dén a-douez ar re varo.

10 Senti a rejont ouz an urz-se, en eur houlenn kenetrezo petra e-noa c’hoant da lavared gand : « Sevel a-douez ar re varo ».

11 Neuze e houlennjont outañ :

— « Perag e lavar ar Skribed e rañk Eliaz dond da genta ? »

12 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ya, red eo da Eliaz dond da genta evid lakaad pep tra en e stad en dro. Med perag neuze ez eus bet skrivet diwar-benn Mab an Dén, e rañko gouzañv garo ha beza disprijet ? 13 « Ahanta ! Lavared a ran deoh : deuet eo dija Eliaz, hag o-deus greet dezañ kement a garent, hervez m’eo skrivet diwar e benn ».