Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 9

PARE AN DEN SEIZET

1 Jezuz a bignas er vag, a dreuzas en-dro al lenn, hag a zeuas d’ar gêr [15]. 2 Digaset e oe dezañ eun dén seizet astennet war eur gwele. O weled o ’feiz e lavaras Jezuz d’an dén seizet :

— « Bez fiziañs, va mab, pardonet eo dit da behejou ».

3 Lod euz ar skribed a lavaras enno o-unan :

— « Blasfemi a ra an dén-se ! »

4 — « Jezuz hag a ouie ar pez a zoñjent a lavaras :

— « Perag ar zoñjou fall-se en ho kalonou ? 5 Petra eo an êsa : Lavared : Pardonet eo dit da behejou, pe lavared : sav ha kerz ! Mad ! evid ma ouezoh e-neus Mab an Dén, war an douar, galloud da bardoni ar pehejou : 6 Sav ! emezañ neuze d’an dén seizet, kemer da wele, ha kee d’ar gêr ».

7 An dén a zavas hag a yeas d’ar gêr. 8 O weled kemend-all, an dud a grogas spont enno hag a rentas gloar da Zoue e-neus roet eur seurt galloud d’an dud.

JEZUZ A HALV MAZE

9 Hag ahano, en eur dremen, e welas Jezuz eun dén anvet Maze, azezet ouz bureo, ar maltoutéréz [16], hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

An dén a zavas hag a yeas d’e heul.

10 E-pad m’edo ouz taol, en ti, e teuas kalz publikaned ha peherien da gemered plas gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se e lavaras ar Farizianed d’an diskibien :

— « Penaoz eta e hell ho Mestr debri gand Publikaned ha peherien ? »

12 Jezuz a glevas hag a respontas :

« N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm medisin, med ar re glañv. 13 It da zeski petra ’dalv ar homzou-mañ : « N’eo ket provou eo a glaskan, med karantez ». N’on ket deuet da helver an dud just [17] med ar beherien ».

DIWAR-BENN AR YUN

14 Neuze e teuas diskibien Yann d’e gavoud ha da lavared dezañ :

— « Perag ’ta, en-dra ma yunom, ni hag ar Farizianed, ne yun ket da ziskibien-te ?

15 — « Ha Jezuz respont dezo :

— « Daoust hag an dud pedet d’an eured a hell beza e kañv e-keid ha m’ema ganto an dén-nevez ? Med dond a ray eur mare hag e vo lamet diganto ar pried, ha neuze eo e yunint.

16 « Dén e-béd ne gemer eur peñsel nevez da lakad war eur pez dillad koz ; rag an tamm nevez a zach war an tamm dillad koz ha ne vo nemed brasoh a ze ar rogadenn.

17 « Ne vez ket laket gwin nevez e sehier-lèr koz, a-hend-all e tarz ar zehier-lèr hag e vez skuillet ar gwin ha kollet ar zehier-lèr. Er hontrol, laket e vez ar gwin nevez e sehier-lèr nevez [18], hag e vez mired evel-se an eil hag egile ».

DASORH MERH JAIR

18 P’edo Jezuz o komz evel-se, e tosteas outañ eun dén a renk uhel, hag en eur stoui dirazañ e lavaras dezañ :

— « Va merh a zo o paouez mervel, med deus da astenn da zorn warni hag e vevo ».

19 Jezuz a zavas hag a yeas d’e heul gand e ziskibien. 20 Ha setu eur vaouez, klañv gand ar holl-gwad abaoe daouzeg vloaz, a dosteas a-drenv dezañ, hag a douchas ouz bevenn e vantell. 21 Lavared a ree enni he-unan : Ma teuan a-benn, netra nemed da douch ouz e vantell, e vezin saveteet.

22 Med Jezuz o tistrei hag ouz he gweled a lavaras.

— « Bez fiziañs, va merh, da feiz he-deus da zaveteet ».

Ha kerkent e oe saveteet ar vaouez.

23 Pa zigouezas Jezuz e ti an dén a reñk uhel, o weled ar ’fleüterien hag an dud, difred ganto [19], e lavaras dezo :

24— « It er-mêz ! N’eo ket maro ar plahig ; kousket eo ».

Hag e reent goap anezañ. 25 Pa oe laket an dud er-mêz, eh antreas. Kregi a reas e dorn ar plahig hag houmañ a zihunas.

26 Dre ar vro a-béz e redas ar vrud a gement-se

PARE DAOU ZEN DALL

27 O veza m’edo Jezuz o vond gand e hent, e teuas war e lerh daou zen dall en eur grial :

— « Bez truez ouzom, Mab David ! »

28 Pa oe eet Jezuz en ti, e tosteas an daou zen dall outañ hag e lavaras Jezuz dezo :

— « Ha kredi a rit e hellan ober kement-se ? »

— « Ya, Aotrou, emezo ».

29 Neuze e touchas ouz o daoulagad en eur lavared :

— « Ra vo greet deoh hervez ho feiz ».

30 Hag e tigoras raktal o daoulagad. Med Jezuz, rust dezo :

— « Diwallit na ve gouezet kement-se gand dén e-béd ! »

31 Med ar re-mañ, a-veh er-mêz, a gomzas diwar e benn dre ar vro a-béz.

PARE AN DEN MUD

32 P’edont o vond er-mêz e oe digaset dezañ eun dén mud dalhet gand an droug-spered. 33 Eur wech argaset an droug-spered e komzas an hini mud. Estlammet e oe an dud, hag e lavarent :

— « Biskoaz n’eus bet gwelet kemend-all en Israël ».

34 Med ar Farizianed a lavare :

— « Dre briñs an droug-sperejou eo e kas kuit an droug-sperejou ».

JEZUZ DIRAG AR BOBL HEP PASTOR

35 Jezuz a yee dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur .gelenn er zinagogou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz [20]. Parea ’ree pep kleñved ha pep langis.

36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel deñved hep pastor.

37 Neuze e lavaras d’e ziskibien :

— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».


10/30