Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

 

Notennou war aviel Sant Vaze

1  An avieler e-neus rannet lignez Jezuz e teir lodenn a bevarzeg strollad, dre ma talvez pevarzcg teir lizerenn ano David skrivet en hebreeg. Ha Jezuz a zo Mab da Zavid.

2  Herodez, anvet ar « Meur », a zo bet Impalaer, euz ar bloaz 37 beteg ar bloaz 4 a-raog Jezuz-Krist. Kontet eo bet fall ar bloaveziou kenta euz on doare da niveri ar bloaveziou. Ar Vajed ne oant ket rouaned, med tud desket braz.

3  Amañ eo e krog da vad Aviel or Zal ver Jezuz-Krist, (Mark 1,1), gand e Vadeziant hag embannidigez ar Helou Mad : « Rouantèlèz Doue a zo tost ». Aviel ha Kelou Mad a lavar ar memez tra.

4  Ar Farizianed, gand lorh, a ziskoueze e heulient penn-da-benn al Lezenn. Ar Saduseaned a oa, dreist-oll, tud e karg, muioh darbaret gand o interest o-unan, eged gand ar bedenn.

5 Ar « justis » en daou Destamañt eo kemend a zo a-du gand bolontez Doue. Beza « just » a zo beza santel.

6  A-veh eet kuit euz traonienn ar Jôrdan, e vezer en eul leh gouezanvet « Goueleh Bro-Juda ».

7  An avieler e-neus dastumet er pennadou 5, 6 ha 7 hag a zo enno, evel ma lavarfed, al Lezenn Nevez, ar gelennadurez dre vraz roet gand Jezuz en e brezegennou. Ar « Menez » amañ a zigas da zoñj euz « Menez Sinai ».

8 Houmañ eo an « Eürusted » dreist pep hini : ar re a zo izel-a-galon eo ar re a zo prest da vond e Rouantèlèz Doue.

9 Al « Lezenn hag ar Brofeted », da lavared eo an Testament-koz en e béz.

10 Serh : « concubine » e galleg.

11 « En deiz-se » : deiz ar varn.

12 An dud-lor a veze dispartiet diouz an dud all. Evid distrei en o-zouez en-dro, e veze réd dezo kaoud eun testeni digand ar veleien hag ober da Zoue eun donezon.

13 « Mab an Dén » : an ano-ze a veze roet gand ar Juzevien d’an hini a hortozent hag a vefe kaset gand Doue da varn ar béd, ha da ziazeza da vad e Rouantèlèz da fin an amzeriou.

14 Lenn Jenezared (21 km war 12) a zigouez warni a-wechou gwall daoliou avel, dreist-oll pa c’hwéz euz an hanter-noz.

15 « E gêr », da lavared eo « Kafarnaom », el leh m’edo o chom (4, 13).

16 « Maze » : eur publikan eta (anvet Levi gand Sant Lukaz). Ar bublikaned a oa karget da zastum an taillou. Alïez e vezent digoustians ha gwelet fall gand ar bobl.

17 An dud « just » : ya, war o meno.

18 Evel-se, kelennadurez nevez Jezuz a houlenn kalonou nevezet.

19 Neuze edo ar hiz, evel m’ema atao e broiou ’zo euz an Afrik, evid dougenn kañv, da zeni ha d’ober trouz.

20 « Kelou Mad ar Rouantèlèz » : setti petra eo an Aviel. « Rouantèlèz Doue a zo tost », n’eus netra all en Aviel. Dre Jezuz eo e teu « Rouantèlèz Doue ».

21 « Ar Greduz » : da lavared eo e oa unan euz ar Juzevien-ze hag a glaske rei ar frankiz d’o Bro.

22 « Sodom ha Gomor » : diou gêr goz e kreisteiz ar Mor-Maro, hag a oa bet kaset da goll gand Doue en abeg d’ar vuez fall a rened enno.

23 War doenn blad an liez (terrasse) en em vode an dud alïez evid marvalllad.

24 Ar re-ze eo ar merkou roet gand ar Profet Izaiaz (35,5) (61,1) euz donedigez Rouantèlèz Doue.

25 Yann-Vadezour eo ar « spég » etre an amzeriou koz hag an amzeriou nevez, a zo digoret gand Mab an Dén d’ar fe oll a Iaka o ’foan da vond e-barz.

26 Korozain, Betsaida, Kafarnaom : kêriou war lez lenn Jenezared. Tir ha Sidon, daou borz-mor war ar Mor-Kreizdouar, er vro bayan, en hanter-noz d’ar Palestin.

27  Difennet e oa labourad deiz ar zabat ; war an disterra labouriou zokén, hervez ar Farizianed ; ne helle digarez e-béd terri al Lezenn-se.

28  Pehi a-eneb ar Spered-Santel a zo serri an ene da zonezon Doue, hag ouz Doue e-unan, da viken.

29  « E vreudeur » : da lavared eo e gendirvi, evel m’ema ar hiz gand ar Juzevien. Ha gand an Arabed, hirio c’hoaz, ema kont evel-se.

30  E-doug ar wech, e broiou ar Zao-Heol, ne veze greet ar gelennadurez nemed dre ar pez a zache an evez : krenn-lavariou, divinadennou, parabo-lennou... Jezuz a ra evel-se ive evid displega Mister Rouantèlèz Doue. Amañ, e-neus an avieler dastumet a-nevez en eur brezegenn ar re bouezusa euz parabolennou Jezuz.

31 Doue, evel-just, ne zigas ket dallentez d’an dud. Anaoud a ra pep tra, ha dizelei a ra ar pez a zo da zigouezoud... Sklêr a-walh eo ar parabolennou d’an neb a glask o hompren.

32 Kalz a gréd ema amañ sinatur an avieler deuet e-unan da veza « diskibl Rouantèlèz Doue ».

33 « Herodez an Tetrark », mab da Herodez ar Meur hag a zigemeras ar Vajed. Pep Tetrark a oa mestr, en ano Rom, war ar bederved lodenn euz ar Palestin. Hemañ a oa mestr war Vro-Halilea. An tad a oa eun dén kriz. Ar mab eun dén hag a gare ar plijadureziou.

34  Amañ e santer dija ez eus merieg gand an avieler euz Sakramañt an Aoter.

35  « D’ar bederved beilladenn » : Ar Juzevien a ranne an deiz e daouzeg eur, hag an noz e peder beilladenn. Emaom amañ, eta, e fin an nozvez.

36  Bro Tir ha Sidon, en Hanter-noz d’ar Palestin, a oa eur vro bayan, hag an Aviel ne dlee beza roet da anaoud d’ar bayaned, nemed goude Pask.

37 Bez e heller anaoud an amzer a raio. Êz e vez ive gouzoud peur e vez an nevez-amzer o tond dre an natur. Evel-se ive, merkou a zo hag a ziskouez eo tost Rouantèlèz Doue.

38 Diwar neuze, tonkadur Jezuz a gemer eur plég. Nahet gand Pennou-Braz ar bobl ha gand ar bobl he-unan, e tro Jezuz ouz e ziskibien hag e ro da anaoud e Basion.

39  « Ar hig hag ar gwad », da lavared eo kemend a zell ouz ar béd-mañ, laket keñver-ha-keñver gand ar pez a zell ouz ar pez a zeu euz Doue.

40 Azaleg an Dasorhidigez ha beteg fin an amzeriou e vo gwelet o sevel a nebeudou Rouantèlèz Doue. « Ho Rouantèlèz deuet deom » a lavarom er Bâter.

41  « Moizez hag Eliaz » : al Lezenn hag ar Brofeted.

42  Géd a oa da Eliaz e-touez ar Juzevien evid renka pep tra a-raog ma teufe Mab an dén. Jezuz a ziskouez amañ penaoz eo deuet Yann Vadezour evel eun eil Eliaz.

43 « Loarieg » da lavaredeo « epileptique ». Kalz a glenvejou misteriuz evel-se a veze laket war gont an droug-spered.

44 Mab Doue, evel-just, n’e-neus ket a dalllou da baea d’e Dad.

45 Amañ eur werzenn ha n’ema ket er gwella skridou. An dra-mañ a hoarvez beb an amzer.

46 Deg mil talant a dale war-dro tri-ugent milion a luriou aour. Kant diner a-veh kant lur aour.

47 « D’an drede eur » : Daouzeg eur a oa en eun devez. Eurvez genta an deiz a oa 6 eur diouz on eur-ni (eur an heol).

48 Eur halirad a boaniou.

49 Menez an Olived a zo just a-zioh Jeruzalem, e tu ar Zao-Heol. Dre eno e tremene hent ar berhirined hag ar hiz a yoa da zond euz Jeruzalem d’o diambroug.

50 An eil mab, amañ, eo ar Farizianed. War o meno e sentent ouz Doue, ha padal ne reont nemed dizenti.

51  Eun tour a veze savet da helloud ober géd a-eneb al laeron.

52 Ar re-mañ ’oa ar Pennou-Braz ha renerien speredel ar bobl. Dezo, da genta, eo e oa da zigemer Rouantèlèz Doue.

53 Tud e servich Herodez, a-du eta gand ar Romaned.

54 « Ar Zaduseaned », gwasa enebourien Jezuz, o veza ma oant tud e karg (Beteien-Vraz, dreist-oll) hag aon dezo da goll o’ flas.

55 « Lezet e vo ganeoh ho ti goullo » : Doue en em denno euz an Templ, el leh m’edo o chom e-kreiz ar bobl.

56 Amañ, a-nevez, e-neus an avieler dastumet meur a boent euz kelennadurez Jezuz e sell ouz fin ar béd ha dismantr Jeruzalem. N’eo houmañ nemed eur skeudenn euz e-bén. A-wechou e komz anezo o-diou mesk-ha-mesk.

57  N’eo an darvoudou-mân nemed skeudennou da ziskouez pegen dreist-ordinal e vo donedigez Raouantèlèz Doue. Eur Rouantèlèz hag a zo dija en hent (gweled uhelloh, 36) evel ma tigouez an nevez-amzer en eun doare misteriuz.

58 Ar hiz a oa d’ober an eureujou en noz. Ar plahed yaouank gand ar plah-nevez a yea da ziambroug ar gwaz-nevez.

59 Eun talant a boueze war-dro tri-ugent lur, pe aour pe arhant.

60 « Lod a laka « bouhed » e-leh « givri ».

61 « Tregont pez arhant » : priz eur sklavour.

62 Abaoe meur a gantved, ne ree ar Juzevienn euz daou houel nemed unan : Gouel ganedigeziou kenta an tropell, ha gwiniz-heiz kenta an eost. — D’an abardaez kenta a veze lazet an Oan-Pask, hag e-pad eiz devez e veze debret bara dihoell.

63 An Emgleo kenta a oa bet siellet e gwad ar « viktimou » kinniget e sakrifis gand Moizez. An Emgleo Nevez a zo siellet e gwad Jezuz.

64  « Jetsemani » : e traon Menez an Olived goude beza treuzet traonienn ar Sedron en eur zond euz Jeruzalem.

65 « ... a rogas e zillad » : n’oa an dra-ze nemed evid heulia ar hiz koz da ziskouez e oa droug ennañ.

66 Pilat, eur roman, a oa Gouarnôur Bro-Judea en ano an Impalaer Tiber, beteg ar bloaz 36.

67  « Gwin mesket gand bestl » : eur seurt louzou hag a veze kinniget d’ar re a veze war ar groaz da vihannaad o ’foaniou. Jezuz ne ’fellas ket dezañ eva.


30/30