Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 28

AR BEZ GOULLO

1 Goude ar zabat, kerkent ha goulou-deiz, d’an deiz kenta euz ar zizun, e teuas Mari-Madalen, hag ar Vari all, da weled ar béz.

2 Ha setu ma oe eur hrén-douar braz. Eun êl d’an Aotrou, diskennet euz an neñv, a zeuas da ruill ar mên ha da azeza warnañ.

3 Eun doare luhedenn e-noa, hag e wiskamañt a oa gwenn evel an erh. 4 Ouz e weled, ar gwardou a grogas spont enno hag a zeuas da veza evel maro.

5 An êl, o komz ouz ar merhed, a lavaras :

— « N’ho pet ket aon. Gouzoud a ran e klaskit Jezuz bet staget ouz ar groaz.

6 N’ema ket amañ ; savêt eo a varo da veo, evel m’e-noa lavaret. Deuit da weled al leh m’eo bet astennet an Aotrou. 7 Hag hastit buan da vond da lavared d’e ziskibien eo savet a-douez ar re varo. Mond a ra en ho-raog da Vro-Halilea. Eno e weloh anezañ. Setu ar pez am-boa da lavared deoh ».

8 Kerkent e teujont er-mêz euz ar béz. Aon ha levenez o-doa, hag ez ejont d’ar réd da gas ar helou d’an diskibien.

9 Ha setu ma teuas Jezuz en arbenn dezo ha ma lavaras :

— « Salud deoh ! »

Tostaad a rejont ha pokad d’e dreid en eur stoui dirazañ. 10 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « N’ho pet ket aon. It da lavared d’am breudeur mond da Vro-Halilea. Eno eo e welint ahanon ».

11 E-keid ha m’edont en hent, setu ma teuas gwarded e kêr da gemenn d’ar veleien kement a oa c’hoarvezet. 12 Ar re-mañ, goude beza en em vodet gand Pennou-Braz ar bobl, ha greet kuzul kenetrezo, a roas d’ar gwarded eur yalhad vad a arhant, 13 en eur lavared dezo :

— « C’hwi ’lavaro kement-mañ : « E ziskibien a zo deuet e-pad an noz, hag o-deus laeret e gorv e-pad m’edom kousket ». 14 Ha ma teu ar gouarnour da houzoud, ni eo a raio dezañ terri warnañ hag a viro na vefeh tregaset ».

15 Kemer a rejont an arhant hag ober hervez ar pez a oa bet lavaret dezo. Ar gont-se he-deus redet e-touez ar Juzevien beteg bremañ.

JEZUZ EN EM ZISKOUEZ E BRO-HALILEA

16 An unneg diskibl a yeas da Vro-Halilea, beteg ar menez merket dezo gand Jezuz.

17 Ouz e weled e stoujont dirazañ. Koulskoude, lod a jomas diskrédig. 18 Jezuz a dosteas outo hag a lavaras dezo :

— « Pep galloud a zo bet roet din en neñv ha waran douar. 19 It eta ! An oll boblou, grit anezo diskibien din. Roit dezo ar vadeziant, en ano an Tad ar Mab hag ar Spered-Santel. 20 Deskit dezo mired kement am-eus gourhemennet deoh, ha setu emaon ganeoh a-héd an oll deiziou, beteg fin ar béd ».


29/30