Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 26

DROUG-KUZUL A-ENEB JEZUZ

1 P’e-noa Jezuz echuet gand an oll brezegennou-ze, e lavaras d’e ziskibien :

2 — « Gouzoud a rit ema ar Pask a-benn daou zevez amañ, hag e vo gwerzet Mab an Dén da veza staget ouz ar groaz ».

3 Neuze en em vodas Priñsed ar Veleien ha Pennou-Braz ar bobl e palez ar Beleg-Braz, Kaifaz e ano.

4 A -du e oent da baka Jezuz dre finesa ha d’e lakaad d’ar maro. 5 Koulskoude e lavarent :

— « Arabad eo e vefe e-pad ar gouel, gand aon na zavfe freuz gand ar bobl ».

AR PRED E BETANIA

6 Jezuz a oa e Betania e ti Simon al lor, 7 pa dosteas outañ eur vaouez ganti eur podig alabastr leun a louzou c’hwez-vad a briz braz. E skuill a reas war benn Jezuz e-keid ha m’edo ouz taol. 8 O weled kement-se e oe feuket braz an diskibien hag e lavarjont :

— « Perag, emezo, eur seurt koll ?

9 Gellet e vefe bet e werza kér-kenañ, ha rei ar priz d’ar beorien ».

10 O houzoud kement-se e lavaras Jezuz dezo :

— « Perag ober poan d’ar vaouez-se ? Eun dra vad eo he-deus greet em-henver.

11 Peorien ho-pezo bepréd en ho-touez, me a-vad n’ho-peus ket evid atao. 12 En eur skuill al louzou c’hwez-vad war va horv eo er gwél euz va zebetiadur eo he-deus her greet. 13 « E gwirionez m’hel lavar deoh, e kement leh ma vo embannet an Aviel-mañ, dre ar béd a-béz, e vo kontet ive, gand ar zoñj anezi, ar pez he-deus greet.

JEZUZ GWERZET GAND JUDAZ

14 Neuze, unan euz an daouzeg, Judaz Iskariot, a yeas da gavoud Priñsed ar Veleien, 15 hag a lavaras dezo :

— « Pegement e rooh din ma lakan Jezuz etre ho taouarn ? »

Ar re-mañ a ziviz tregont pez arhant ([61]).

16 Azaleg ar mare-ze, e klaske Judaz an tu da rei Jezuz dezo.

POURCHASOU AR PRED-PASK [62]

17 Da geñver an deiz kenta euz Gouel ar Bara-Dihoell e teuas an diskibien da lavared da Jezuz :

— « E peleh e fell dit e pourchasfem dit préd ar Pask ? »

18 Jezuz a respontas :

— « It e kêr da di an hemañ ’n-henn ha lavarit dezañ : « ar Mestr a lavar : « Va eur a zo tost. En da di eo ez an da ober ar Pask gand va diskibien ».

19 Ober a reas an diskibien evel m’e-noa Jezuz gourhe-mennet dezo hag e preparjont ar Pask.

20 Deuet an noz, edo Jezuz ouz taol gand an Daouzeg 21 hag e-pad m’edont o tebri e lavaras :

— « E gwirionez, m’hel lavar deoh, unan ahanoh am gwerzo ».

22 Glaharet braz e oent, ha pep hini da lavared dezañ :

— « Daoust ha me e vefe, Aotrou ? »

23 Med eñ a respontas :

— « Laket e-neus e zorn er plad ganin an hini am gwerzo.

24 Mond a ra kuit Mab an dén, evel m’eo skrivet diwar e benn, med gwas-a-ze d’an dén m’eo gwerzet gantañ Mab an dén. Gwelloh e vefe bet dezañ ne vefe ket bet ganet ».

25 Judaz, an hini a werze anezañ, a lavaras :

— « Daoust ha me e vefe, rabbi ?

Jezuz a respont :

— « Henn lavaret az-peus ».

JEZUZ A ZAV SAKRAMAÑT AN AOTER

26 E-pad ar préd e kemeras Jezuz bara, e renias bennoz, e torras ar bara hag her roas d’e ziskibien en eur lavared : « Kemerit ha debrit euz hemañ, va Horv eo ».

27 Goudeze e kemeras eur halirad, e renias bennoz hag her roas dezo en eur lavared : 28 « Evit oll anezañ, rag va Gwad eo hemañ, Gwad an Emgleo [63], skuillet evid eun niver braz a dud, evid ar pardon euz ar pehejou.

29 « Henn lavared a ran deoh : ne evin mui hiviziken euz ar frouez-man euz ar winienn, beteg ma’h evin anezañ, nevez, ganeoh e Rouantèlèz va Zad ».

30 Kana ’rejont salmou ha mond etrezeg ar menez Olived. 31 Neuze e lavar Jezuz dezo :

— « Eur skoill e vezin, en noz-mañ, evidoh oll. Rag skrivet eo : Skei a rin gand ar mêsaer hag e vo strewet an deñved. 32 Med goude ma vezin savet da veo, e vezin en ho-raog e Bro-Halilea ».

PER A NAHO TEIR GWECH E VESTR

33 Neuze e savas Pèr e vouez hag e lavaras :

— « Ha goude ma teufent oll da goueza ablamour dit, evidon-me ne gouezin ket ».

34 Ha Jezuz a zisklêrias dezañ :

— « E gwirionez, me ’lavar dit, en noz-mañ, a-raog m’e-no ar hillog kanet, ez-po va nahet dre deir gwech ».

35 Ha Pèr dezañ :

— « Ha goude ma rankfen mervel ganit, nann, ne nahin ket ahanout ! »

Hag an oll ziskibien a lavaras kemend-all.

AN ANGONI E LIORZ JETSEMANI [64]

36 Neuze e teujont, Jezuz ganto, en eun domani anvet Jetsemani hag e lavaras Jezuz dezo !

— « Chomit amañ, e-keid ha ma ’z in pelloh da bedi ».

37 Kas a reas gantañ Pèr, Jakez ha Yann, hag e krogas ennañ tristidigez hag anken. 38 Lavared a reas dezo :

— « Doaniet da vervel eo va ene, chomit amañ ha beillit ganin ».

39 Hag eet eun tammig pelloh, e kouezas, e benn pleget beteg an douar o pedi, hag e lavare :

— « Va Zad, mar d-eo posubl, ra ’z aio ar halirad-mañ e-biou din. Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, med evel ma fell dit ».

40 Dond a ra war-zu e ziskibien hag e kav anezo kousket. Lavared a reas da Bèr :

41 — « Evel-se n’ho-peus ket gellet beilla eun eurvez ganin ? Beillit ha pedit, kuit da goueza e tentadur. Prim eo ar spered, ar horv a-vad a zo gwan ».

42 Neuze ez eas da bedi evid an eilved gwech :

— « Va zad, emezañ, ma ne hell ket ar halirad-mañ mond e-biou din, heb beza evet ganin, da volontez bezet greet ».

43 O veza deuet en-dro beteg enno, e kav anezo adarre kousket, rag pounner ’oa deuet da veza o daoulagad.

44 O lezel a reas hag ez eas endro da bedi evid an trede gwech, o lavared c’hoaz ar memez komzou. 45 Dond a reas neuze a-nevez war-zu e ziskibien hag e lavaras dezo :

— « Kouskit bremañ ha diskuizit ! Deuet eo an eur ma vo lakeet Mab an dén etre daouarn ar beherien... 46 Savit ! Deom ! Setu m’ema tost an hini am gwerz ».

TRUBARDEREZ JUDAZ

47 O kaozeal edo c’hoaz pa erruaz Judaz, unan euz an Daouzeg, ha di heul eur vandennad vad a dud, klezeier ha bizier ganto, kaset gand Priñsed ar Veleien ha Pennou-Braz ar bobl.

— « An hini a bokin dezañ, hennez eo, pakit krog ennañ ! »

48 Lavaret e-noa an trubard dezo :

— « An hini a bokin dezañ, hennez eo, pakit krog ennañ ! »

49 Ha kerkent ez eas war-zu Jezuz hag e lavaras :

— « Salud ! Rabbi ».

Hag e roas eur pok dezañ. 50 Jezuz a lavaras dezañ :

— « Va mignon, gra da labour ».

Neuze e teujont hag e lakejont o daouarn war Jezuz hag e kemerjont krog ennañ.

51 Unan euz ar re a oa gand Jezuz a astennas e zorn da denna e gleze. Skei a reas war zervicher ar Beleg-Braz ha troha dezañ e skouarn.

52 Neuze e lavaras Jezuz dezañ :

— « Laka da gleze en e blas, rag ar re a hoari gand ar hleze, a varvo dre ar hleze.

53 Kavoud a ra dit ne hellfen ket goulenn sikour digand va Zad, hag e tigasfe din dioustu ouspenn daouzeg strollad êlez ? 54 Med penaoz e teufe neuze da wir ar skrituriou hag a lavar e tle beza kont evel-se ».

55 D’ar mare-ze e lavaras Jezuz d’ar bobl :

— « Deuet oh evel d’eul laer, gand klezeier ha bizier, d’am ’faka... Bemdez e vezen en templ, azezet, o kelenn, ha n’ho-peus ket va ’faket. 56 Med c’hoarvezet eo kement-se evid ma vo sevenet skridou ar brofeted. Neuze an oll ziskibien e zilezas hag a dehas kuit.

JEZUZ DIRAG KAIFAZ

57 Ar re o-doa paket krog e Jezuz a gasas anezañ ganto da di Kaifaz, ar Beteg-Braz, el leh m’oa bodet Skribed ha Pennou-Braz ar bobl.

58 Pèr a yee d’e heul euz a betl, beteg porz ar Beteg-Braz. Antreal a reas da azeza e-touez ar zervicherien, evid gweled peseurt fin a vefe d’an abadenn.

59 Koulskoude, Priñsed ar Veleien hag ar Huzul-Meur en e béz a glaske eur falz-testeni bennag a-eneb Jezuz, evid kaoud abeg d’e lakaad d’ar maro.

60 Ne gavjont ket, daoust ma oa deuet meur a dest faoz.

61 A-benn ar fin e teuas daou hag a lavaras :

— « An dén-ze e-neus diskleriet ; « Me a hell diskar an templ hag e zevel e tri devez ».

62 Sevel a reas ar Beleg-Braz en e-zav hag e lavaras da Jezuz :

— « Ne respontez netra d’eur seurt testeni a zoug ar re-ze a-eneb dit ? »

63 Jezuz ne lavare grik. Ar Beleg-Braz a lavaras dezañ :

— « Da aspedi a ran, en ano an Doue beo, da lavared deom ha bez’ ez out ar Mesiaz, Mab Doue ?

64 Jezuz a respontas :

« Henn lavaret az-peus. Ouspenn, me ’lavar deoh, hiviziken e weloh Mab an dén, azezet en tu dehou d’an Oll-Halloudeg, hag o tond war goabrennou an neñv ».

65 Neuze e rogas ar Beleg-Braz e zillad [65], en eur lavared :

— « Blasfemet e-neus ! Petra ’zoñjit ? »

66 Hag int-i da respont :

— « Meritoud a ra ar maro ! »

67 Neuze e tufont outañ war e vizaj ha lod a sko gantañ. 68 Lod all a ro dezañ kravanajou en eur lavared :

— « C’hoari da brofet, Mesiaz ! Piou eo an hini e-neus skoet ganit ? »

PER A NAH E VESTR

69 Hogen, Pèr a oa azezet er-mêz e-barz ar porz hag e tosteas outañ eur valez en eur lavared :

— « Te ive a oa gand Jezuz ar Galilean. »

70 Med nah a reas dirag an oll en eur lavared :

— « N’ouzon ket petra ’fell dit lavared ».

71 O veza m’edo o vond war-zu an nor, eur valez all her gwelas : hag e lavaras d’ar re a oa war al leh :

— « Hemañ a oa gand Jezuz an Nazarean ».

72 Hag adarre e nahas en eur doui :

— « Ne anavezan ket an dén-ze ».

73 Prestig goude, e tosteas ar re a oa eno, hag e lavarjont da Bèr :

— « Difazi eo ! Te ive a zo euz an dud-se. Diouz da zoare komz eo sklêr ».

74 Neuze eh en em ro da vallozi ha da doui : « Ne anavezan ket an dén-ze ».

Raklal e kan ar hillog, 75 ha Pèr a zeu da zoñj dezañ er pez e-noa lavarel Jezuz :

« A-raog ma kano ar hillog, ez-po va nahel dre deir gwech ».

Mond a reas Pèr er-mêz hag e skuillas daelou c’hwero.


27/30