Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 24

DISTRUJ AN TEMPL [56]

Deuet er-mêz euz an templ, edo Jezuz o vond gand e hent. E ziskibien a dennas e evez war zavaduriou an templ. 2 Jezuz a lavaras dezo :

— « Gweled a rit an oll draou kaer-ze neketa ! E gwirionez m’hel lavar deoh, ne jomo ket amañ mên war vên. Distrujet e vo pep tra ».

3 Jezuz a oa azezet war ar Menez Olived. E ziskibien a zeuas d’e gavoud, a gostez, hag a lavaras :

— Lavar deom peur e tigouezo an traou-ze, ha petra ’vo ar zin euz da zonedigez hag euz fin ar béd ».

4 Jezuz a respontas :

PENN KENTA AR POANIOU

— « Diwallit na zeufe dén d’ho touella. 5 Rag kalz a zeuio o kemer va ano hag o lavared : « Me eo ar Mesiaz ! » Hag e touellint kalz a dud.

6 « Ano a glevoh euz a vrezel hag euz a drouz brezel. Taolit evez ! N’it ket da gaoud aon. Kement-se a rank beza, med ne vo ket c’hoaz ar fin.

7 « Rag enebiez a zavo, pobl a-eneb da bobl, rouantèlèz a-eneb da rouantèlèz. E meur a leh e vo kernez ha krén-douar. 8 Ne vo aze nemed poaniou-gwilioud eur béd nevez o tigeri.

9 « Neuze e vezoh heskinet, e vezoh lazet, e vezoh kaseet gand ar bayaned ablamour d’am ano. 10 ha neuze e kouezo eun niver braz a dud. En em werza, en em gasaad a raint an eil egile.

11 « Falz profeted a zavo stank hag a douello kalz a dud. 12 Dre ma kresko ar ’fallagriez e tigresko ar garantez e-touez an dud. 13 Med an hini a zalho mad beteg penn, hennez a vo salvet.

14 « Embannet e vo kelou mad ar Rouantèlèz dre ar béd a-béz. Eun testeni a vo aze evid ar bayaned. Ha neuze e teuio ar fin.

AN DRUBUILL VRAZ

15 « Pa weloh eta o rén el leh santel an « heugadenn spontuz » e-neus komzet anezañ ar profet Daniel, ra gom-preno an neb a lenn.

16 « Neuze, an dud a vo e Bro-Judea, dezo tehed d’ar meneziou, 17 Hag an hini a vo war al leur-doenn, dezañ chom hep diskenn da gerhad ar pez e-neus en e di. 18 An hini a vo er park, dezañ chom hep distrei war e giz da gerhad e vantell.

19 « Gwas-a-ze d’ar gwragez a vo o tougenn pe o vaga en deveziou-ze ! 20 Pedit evid n’ho-po ket da dehed er goanv pe d’eun deiz sabat. 21 Rag neuze e vo eun diénéz ken braz ma n’eus ket bet gwelet kemend-all abaoe penn kenta ar béd. beteg bremañ ha ne vo gwelet biken mui... 22 Ha ma ne vefe ket berreet an deiziou-ze ne vefe saveteet dén e-béd, med ablamour d’ar re zibabet gand Doue e vezint berreet.

23 « Neuze, ma lavar unan bennag deoh : « Amañ ema ar Mesiaz ! » pe : « aze ema ! » n’it ket da gredi. 24 Rag sevel a raio meur a Vesiaz faoz ha meur a brofet faoz. Ober a raint sinou braz ha burzudou, peadra da douella ar re zibabet gand Doue zokén, ma vefe posubl henn ober.

25 « Setu ! Roet am-eus deoh da houzoud en a-raog ».

DONEDIGEZ MAB AN DEN

26 « Ma vez lavaret deoh eta : « Setu en er goueleh. N’it ket da vond. « Setu en el lehiou kuz ». N’it ket da gredi. 27 Evel ma strink al luhedenn, ha ma skéd euz ar zao-heol beteg ar huz-heol, evel-se e vo ive donedigez Mab an dén. 28 E leh pe leh ma vez ar horv maro eno en em vod ar guped.

DARVOUDOU SPONTUZ

29 « Raktal goude an deveziou-ze a ziénéz [57] e teñvalaio an heol, ne skedo mui al loar, ar stered a gouezo euz an neñv, hag e vo brallet galloudegeziou an neñvou.

30 « Neuze eh en em ziskouezo en neñv sin Mab an dén. Oll veuriadou an douar a laosko gouelvanou. Gweled a raint Mab an dén o tond war goabrennou an neñv, gand kalz a halloud hag a hloar.

31 « Hag e kaso e êlez gand an drompill vraz, da zastum euz ar pevar-avel, euz eur penn d’egile d’an neñvou ar, re zibabet gantañ.

PARABOLENN AR WEZENN FIEZ

32 « Diwar ar wezenn ’fiez intentit an heñveledigez-mañ : Kerkent ha ma teu he skourrou da veza tener hag he deliou da boulza, e ouezit ema tost an hanv. 33 Evel-se ive, pa weloh an traou-ze oll, c’hwi a ouezo ema tost Mab an dén, e-tal an nor.

34 « E gwirionez m’hel lavar deoh, ne dremeno ket ar rummad tud-mañ ken na vo tremenet an oll draou-ze. 35 Tremen a raio an neñv hag an douar, va homzou a-vad ne dremenint ket. 36 Med an deiz hag an eur, dén n’o anavez, nag êlez an neñvou nag ar Mab, dén, nemed an Tad hag Eñ hepkén ».

BEZIT WAR EVEZ

37 « Evel ma oe kont en amzer Noe, evel-se e vo ive da zonedigez Mab an dén.

38 « En deiziou a-raog an dour-beuz, an dud a zebre hag a eve ; dimezi a reent, paotred ha merhed, beteg an deiz ma’h antreas Noe en arh. 39 Ha n’o-doa douetañs a netra, beteg ma teuas an dour-beuz d’o zamma oll. Evel-se e vo kont ive da zonedigez Mab an dén.

40 « Neuze, euz daou zen a vo er park, e vo kemeret unan ha lezet egile. 41 Euz diou vaoueza vo o vala gand ar vreo, e vo kemeret unan ha lezet e-bén.

42 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da zeiz e teuio ar Mestr.

43 « Komprenit mad, m’e-nefe gouezej mestr an ti, da beseurt mare euz an noz e vefe deuet al laer, e vefe chomet war héd, ha n’e-nefe ket lezet toulla moger e di. 44 Bezit eta prést, c’hwi ive, rag dond a raio Mab an dén d’an eur na zoñj ket deoh ».

AR ZERVICHER FEAL

45 Pehini eo eta ar zervicher féal ha fur, karget gand ar mestr da rén war dud e di, ha da rei dezo o boued d’ar mare ?

46 « Eûruz ar zervicher a vo kavet war e labour gand e vestr pa zigouezo. 47 E gwirionez m’hel lavar deoh, rei a raio dezañ ar garg euz e oll vadou.

48 « Mar d-eo eur zervicher fall, ha ma lavar ennañ e-unan : « Dale a ra va mestr ». 49 Ha ma teu da skei gand e gompagnuned, da zebri ha da eva gand ar vezvierien, 50 e tistroio mestr ar zervicher-ze d’an deiz n’ema ket o hortoz ha d’an eur ne oar ket, 51 e kaso anezañ kuit, hag e raio dezañ evel d’an dud faoz. Eno e vo gouelvan ha skrignadeg dent ».


25/30