Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 19

DIWAR-BENN AN TORR-DIMEZI

1 P’e-noa Jezuz echu ar prezegennou-ze, e kuiteas Bro-Halilea hag e teuas war douar Bro-Judea en tu all d’ar Jordan. 2 Eun niver braz a dud a yeas d’e heul hag eno e pareas anezo.

3 Farizianed a zeuas d’e gavoud evid klask e amproui, hag e lavarjont dezañ :

— « Daoust hag aotre e-neus ar gwaz da gas kuit e wrég evid abeg pe abeg ? »

4 Jezuz a respontas :

— « Ha n’ho-peus ket c’hwi lennet e-neus Doue krouet er penn kenta ar gwaz hag ar vaouez, ha lavaret dezo : 5 « Ablamour da gement-se, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, evid beza d’e wrég, hag e teuint da veza o-daou eur horv kepkén. 6 Evel-se n’int mui daou, med eur horv kepkén. Arabad eo d’an dén dispartia ar pez a zo bet unanet gand Doue ».

7 — « Perag eta, emezo dezañ, e-neus Moizez roet urz da rei eur paper a dorr-dimezi, pa gaser kuit ar wrég ? »

8 Respont a reas :

— « En abeg d’ar haledet m’eo ho kalon, eo e-neus Moizez roet an aotre deoh da gas kuit ho kwragez, med er penn kenta n’edo ket an traou evel-se.

9 « Hel lavared a ran deoh : an neb a gas kuit e wrég, nemed ha serh e vefe, hag a zimez gand unan all, a ra ar pehed a avoultriez ».

10 An diskibien a lavaras dezañ :

— « Mar d-ema kont evel-se evid ar gwaz e-keñver e wrég eo gwelloh chom dizimez ».

11 — « An oll, emezañ dezo, ne intentont ket kement-se, nemed ar re a zo bet roet dezo d’her hompren.

12 « Bez’ ez eus tud hag a zo dihalloud da zimezi, o veza m’int bet ganet evel-se gand o mamm, re all bet laket er stad-se gand an dud, ha re all hag a zo chomet dizimez ablamour da Rouantèlèz Doue. An neb a hell intent, dezañ da intent ».

JEZUZ HAG AR VUGALIGOU

13 Neuze e oe digaset dezañ bugale, evid ma’h astennfe e zaouarn warno gand eur bedenn. Med an diskibien o diarbennas krenn.

14 Jezuz a lavaras :

— « Lezit ’ta ar vugale vihan da zond davedon, ha na virit ket outo, rag d’ar re a zo heñvel outo eo e vo roet Rouantèlèz Doue ».

15 Ha goude beza astennet warno e zaouarn, ez eas kuit ahano.

AR PAOTR YOUANK PINVIDIG

16 Ha setu eun dén o tostaad outañ hag o lavared dezañ :

— « Petra a vad am-eus da ober evid kaoud ar vuez peurbaduz ? »

17 Respont a reas dezañ :

— « Perag e rez goulennou ouzin diwar-benn ar mad ? N’eus nemed Doue hag a ve mad. Ma fell dit antreal er Rouantèlèz, mir ar gourhemennou ».

18 — « Pere, emezañ ? »

Ha Jezuz respont :

« Ne lazi ket, ne vezi ket avoultrer, ne laeri ket, ne lavari ket falz-testeniou. 19 Da dad ha da vamm a enori, ha da nesa a gari eveldout da unan ».

20 Ar paotr yaouank a respontas dezañ :

— « An dra-ze am-eus miret penn-da-benn. Petra ’vank din c’hoaz ? »

21 Jezuz a respontas dezañ :

— « Ma fell dit beza parfet, kee, gwerz kemend a zo dit, hag her ro d’ar paour, ha neuze ez-po eun teñzor en neñvou, ha goudeze, deus d’am heul ».

22 O kleved kement-se ez eas kuit ar paotr yaouank pounner e galon, rag pinvidig braz e oa.

23 — « E gwirionez m’hel lavar deoh : Eun dén pinvidig a vo dïêz braz dezañ antreal e Rouantèlèz Doue. 24 Hel lavared a ran deoh, eur wech c’hoaz : Esoh eo d’eur hañval tremen dre hraouenn eun nadoz eged d’eun dén pinvidig mond e Rouantèlèz Doue.

25 War ar geriou-ze e oe souezet maro an diskibien hag e lavarent :

— « Piou eta a hell beza salvet ? »

26 Jezuz en eur zelled outo a lavaras :

— « An dud a zo an dra-ze dreist d’o galloud, med Doue n’eus netra dreist d’e halloud ».

DIGOLL AR RE A GUITA PEP TRA

27 Neuze e lavaras Pèr :

— « Ha ni hag on-eus dilezet pep tra evid mond d’az heul, petra ’dalvezo an dra-ze deom ?

28 Jezuz a lavaras dezo !

— « E gwirionez m’hel lavar deoh : Pa vo renevezet ar béd a-béz, pa azezo Mab an dén war e dron a hloar, e vezoh, c’hwi ive hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzeg tron evid barn daouzeg meuriad Israël.

29 « Ha kement hini e-no dilezet liez, breudeur, c’hoarezed, tad ha mamm, bugale pe barkeier, ablamour d’am ano, a resevo kalz muioh, ha da lod ar vuez peurbaduz.  30 Ha kalz euz ar re genta a vo da ziweza, hag ar re ziweza-da genta ».


20/30