Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 18

AR BRASA ER ROUANTELEZ

1 Eun devez e tosteas an diskibien ouz Jezuz hag e lavarjont dezañ :

— « Piou ’ta eo ar brasa e Rouantèlèz Doue ? »

2 Jezuz o helver davetañ eur bugel, a laka anezañ en o-zouez en eur lavared dezo :

3 — « E gwirionez m’hel lavar deoh, ma ne jeñchit ket ha ma ne deuit ket da veza heñvel ouz bugale vihan, ne ’z eoh ket e Rouantèlèz Doue. 4 An hini en em izellaio evel ar bugel-mañ, hennez a zo ar brasa e Rouantèlèz Doue. 5 Hag an hini a zigemer, em ano, eur bugelig evel hemañ, me va-unan eo a zigemer. 6 Med an neb a ro skwer-fall da unan euz ar re vihan-mañ a gréd ennon, eo gwelloh dezañ e vo staget ouz e houzoug eur mên-milin ha stlapet e goueled ar mor.

7 « Gwas-a-ze d’ar béd, en abeg d’e wall-skweriou ! Gwall-skweriou a rank beza, med gwas-a-ze d’ar re a zo kirieg anezo.

8 « Mar d-eo da zorn pe da droad pennabeg dit da goueza, troh anezo ha taol anezo pell diouzit, rag gwelloh eo dit antreal er vuez, mogn pe vahagnet, eged kaoud da zaou zorn ha da zaou droad, ha beza taolet en tan peurbaduz.

9 « Mar d-eo da lagad pennabeg dit da goueza, tenn anezañ, ha taol anezañ pell diouzit, rag gwelloh eo dit antreal born er vuez, eged beza taol gand da zaou lagad e jehenn an tan.

10 « Na zisprijit nikun euz ar re vihan-mañ, rag m’hel lavar deoh, dalhmad, en Neñv, ema o êlez o daoulagad o para war va Zad hag a zo en Neñvou » [45] .

AN DANVAD DIANKET

12 « Petra ’zoñjit ? M’e-neus eun dén kant danvad, ha ma teu unan da zianka, daoust ha ne lezo ket an naonteg ha pevar-ugent all war ar menez, evid mond war glask an hini dianket ?

13 « Ha ma teu a-benn d’e gavoud en-dro, e gwirionez m’hel lavar deoh, e-no muioh a joa a-berz hennez eged a-berz an naonteg ha pevar-ugent ha n’int ket bet dianket.

14 « Evel-se e fell d’ho Tad a zo en Neñv n’ez afe da goll nikun euz ar re vihan-se.

ETRE BREUDEUR

15 « Ma teu d’az preur mankoud en da geñver, kee da repren anezañ, te hag eñ, etrezoh ho taou. Ma selaou ahanout ez-po e hounezet. 16 Med ma ne zalh kont e-béd, kemer c’hoaz da vond ganit unan pe zaou, evid ma vo reñket an afer, war lavar daou pe dri dest.

17 « Ma ne ’fell ket dezañ, lavar d’ar vreudeur, ha ma ne ’fell ket dezañ zokén selaou ar vreudeur, ra vo evidout evel eur payan hag eur publikan.

18 « E gwirionez m’hel lavar deoh, kement ho-po liammet war an douar, a vo liammet en Neñvou ha kement ho-po diliammet war an douar a vo diliammet en Neñvou.

PEDI A-GEVRED

19 « E gwirionez m’hel lavar deoh, ma teu da zaou ahanoh en em gleved, evid goulenn war an douar eun dra bennag, e vezo roet dezo gand va Zad a zo en Neñvou. 20 Rag pa vez daou pe dri bodet em ano, e vezan eno ganto ».

PARDONI D’AR RE ALL

21 Neuze e tosteas Pèr ouz Jezuz hag e lavaras dezañ :

— « Aotrou, péd kwech, ma teu d’am breur mankoud ouzin, e tlean pardoni dezañ ? Beteg seiz kwech ? »

22 Jezuz a respontas :

— « Ne lavaran ket dit beteg seiz kwech, med beteg seiteg ha tri-ugent kwech seiz kwech.

PARABOLENN AR ZERVICHERIEN DIDRUEZ

23 « Heñvel eo Rouantèlèz an Neñvou ouz eur roue hag a fellas dezañ renka e goñchou gand e zervicherien.

24 « pa oe staget da renka e goñchou, e oe digaset dirazañ eun dén hag a oa dleour dezañ a zég mil talant [46]

25 « O veza n’e-noa ket peadra da baea e zle, e roas ar mestr urz d’e werza, eñ, e wrég hag e vugale ha kement e-noa, da veza evel-se diskarg euz e zle.

26 « Neuze e kouezas ar zervicher e-harz e dreid ha stouet dirazañ e lavare :

— « Aotrou, ro din amzer hag e paein dit kement a dlean ».

27 « Kroget an druez ennañ, e lezas ar mestr e zervicher da vond kuit en eur rei dezañ an distaol euz e zle.

28 « Med en eur vond er-mêz, e kavas hemañ unan euz e genzervicherien hag a oa dleour dezañ euz a gant diner. Paka ’reas krog ennañ ha waska war e houzoug beteg war-nes e vouga, en eur lavared :

— « Paee da zle ! »

29 « Neuze e kouezas ar zervicher e-harz e dreid en eur bedi anezañ :

— « Ro amzer din hag e paein va dle ».

30 « Egile ne fellas ket dezañ. Mond a reas da lakaad e daoler er prizon beteg m’e-nefe paeet e zle.

31 « O weled kement-se e oe glaharet braz ar zervicherien all, hag e teujont da gonta d’o mestr kement a oa bet c’hoarvezet.

32 « Neuze e lakeas ar mestr e helver, hag e lavaras dezañ :

— « Servicher fallagr, an distaol euz kement e oas dleour din am-eus roet dit, o veza m’az-poa aspedet ahanon. 33 Daoust ha n’oa ket dleet dit d’az-tro, kaoud truez ouz da genzervicher, evel m’am-eus bet truez ouzit ? »

34 « Hag ar mestr, kounnar braz ennañ, a lakeas anezañ etre daouarn ar vourrevien, beteg m’e-nefe paeet e zle penn-da-benn.

35 « Evel-se e raio en ho-keñver va Zad hag a zo en Neñv ma ne bardonit ket a-greiz-kalon, pep hini ahanoh, an eil d’egile. ».


19/30