Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 14

HERODEZ HA JEZUZ

1 En amzer-ze, e klevas Herodez, an tetrark [33], ar pez a veze lavaret diwar-benn Jezuz.

2 Hag e lavaras d’e zervicherien :

— « Yann-Vadezour eo Eñ, savet a-douez ar re varo ! Ahano ar galloudou burzuduz a gaver ennañ ! ».

MARO YANN-VADEZOUR

3 Rag greet e-noa Herodez tapoud krog e Yann, e jadenna hag e daoler er prizon, ablamour da Herodiadez, gwrég Filip, e vreur, 4 rag ma lavare Yann dezañ :

— « N’az-peus ket a zroad da gaoud anezi da wrég. »

5 Buan a-walh e-nefe lakeet e laza, med aon e-noa rag ar bobl hag a ree eur profet euz Yann.

6 Hogen da geñver deiz-ha-bloaz ganedigez Herodez, e tañsas merh Herodiadez dirag an oll, hag e plijas kement da Herodez, 7 ma prometas dre le, rei dezi kement a houlennfe. 8 War ali he mamm e lavaras ar verh :

— « Ro din amañ, war eur plad, penn Yann-Vadezour ».

9 Glàharet e oe ar roue, med ablamour d’e le ha d’an dud a oa gantañ ouz taol, e roas urz d’e rei dezi, 10 ha da zibenna Yann en e brizon.

11 Digaset e oe ar penn war eur plad ha roet d’ar plah yaouank. Houmañ a roas anezañ d’he mamm.

12 Diskibien Yann a zeuas da gerhad ar horv hag e interras. Goude ez ajont da gas kelou da Jezuz.

BURZUD AR BARA KRESKET

13 O veza klevet kement-se ez eas Jezuz kuit ahano dre vag, evid mond d’eul leh digenvez ha distro. Med ar bobl a glevas hag a yeas d’e heul war droad, euz eun nebeud kêriadennou.

14 Pa ziskennas en douar, e welas Jezuz eun niver braz a dud. Truez a gemeras outo, hag e pareas o hlañvourien.

15 Deuet an abardaez, e tosteas e ziskibien outañ hag e lavarjont :

— « Digenvez eo al leh-mañ, ha diwezad eo dija. Dit digouvia an dud, ma ’z aint er hêriadennou da brena, peadra da zebri ».

16 Med Jezuz a lavaras dezo :

— « N’eo ket réd dezo mond kuit; roit dezo da zebri hoh-unan ».

17 Hag int-i respont :

— « N’on-eus amañ nemed pemp baraenn ha daou besk ».

18 — « Digasit anezo din amañ, eme Jezuz ».

19 Neuze e reas d’ar bobl azeza war ar yeot, e kemeras ar pemp baraenn hag an daou besk, hag o sevel e zaoulagad warzu an neñv, e rentas bennoz. Terri a reas ar baraennou.ha rei anezo d’an diskibien, hag an diskibien o roas d’ar bobl [34].

20 An oll a zébras ouz o naon, hag e oe dastumet an tammou a jome a zilerh. Daouzeg panerad a oe anezo. 21 Ar re o-doa debret a oa war-dro pemp mil anezo, hep konta ar merhed hag ar vugale.

JEZUZ O VALE WAR AR MOR

22 Raktal e reas Jezuz d’e ziskibien sevel er vag, ha mond en e-raog en tu all d’ar mor, e-keid ha ma vefe eñ o tigouvia ar bobl.

23 Goude m’e-noa digouviet anezo, e pignas war ar menez, en e bart e-unan, evid pedi. Deuet an noz, edo eno e-unan-penn.

24 Ar vag a oa erruet dija eur pennad mad euz an aot, hejet gand an tonnou, rag a-eneb edo an avel.

25 War-dro fin an noz [35], e teuas Jezuz war-zu enno o vale war ar mor. 26 Ouz e weled o vale war ar mor e oe strafuillet an diskibien hag e lavarjont : Eur spes eo ! Hag e stagjont da grial gand ar spont. 27 Med kerkent e komzas Jezuz outo :

— « Ho pet fiziañs, emezañ, me eo ! N’ho-pet ket aon ! »

28 Neuze e komzas Pèr :

— « Aotrou, mar d-eo te an hini eo, ro urz din da vond beteg ennout war an dour ».

29 — « Deus » eme Jezuz.

Ha Pèr diskenn euz ar vag ha bale war an dour da vond beteg Jezuz. 30 Med o weled an avel a oa, e kemeras aon ennañ, hag o veza ma oa kroget da ziskenn en dour e krias :

— « Aotrou, sikour din ! »

31 Kerkent eh astennas Jezuz e zorn, e tapas krog ennañ hag e lavaras dezañ :

— « Dén laosk en da ’feiz ! Perag az-peus bet I douetañs ? »

32 Ha pa oent pignet er vag e torras an avel. 33 Neuze ar re a oa chomet e-barz en em daolas e-harz e dreid hag a lavaras dezañ :

— « E gwirionez, te ’zo Mab da Zoue ! »

34 Treuzet ganto al lenn, e touarjont e Jenezared.

35 Anavezet e oe gand tud ar vro hag e kasjont kelou tro-war-dro. Digaset e oe dezañ an oll re glañv.

36 Pedi a reent Jezuz d’o lezel da douch netra nemed ouz bevenn e vantell. Kement hini a douchas outi a oe pareet.


15/30