Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Index

Pennad 10

AN DAOUZEG ABOSTOL

1 Gelver a reas neuze e zaouzeg diskibl, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou, evid o has kuit ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.

2 Setu amañ anoiou an daouzeg abostol :

Ar henta, Simon, anvet Pèr, hag Andre e vreur, Jakez, mab Zebede hag e vreur Yann. 3 Filip ha Bartelemi, Tomaz ha Maze ar publikan, Jakez mab Alfe ha Tadde, 4 Simon ar Greduz [21] ha Judaz Iskariot, an hini a dlee gwerza Jezuz.

5 — « Goulenn a ran diganeoh, emezañ, chom hep mond war-zu ar bayaned, ha chom hep antreal e kêr e-béd euz ar Samari.

6 « It kentoh war-zu an deñved dianket euz pobl Israël.

7 « Dre ma ’z eoh, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, glannait an dud lor, roit ar vuez d’ar re varo, argasit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra.

9 « Na gemerit ganeoh nag aour nag arhant, na moneiz en ho kouriz, 10 na sah e-béd evid an hent, na diou zae, na boutou na baz, rag al labourer eo dleet dezañ e voued.

11 « Kement kêr ha kement kêriadenn ma ’z eoh enno, goulennit piou a zo din d’ho tigemer, ha chomit en e di beteg ma ’z eoh kuit.

12 « En eur antreal en ti, saludit. 13 Ha mar d-eo din an ti-ze, ra ziskenno warnañ ho peoh, ha ma n’eo ket din ra zistroio warnoh ho peoh.

14 « Ma ne ’fell ket d’an dud ho tigemered, na selaou ho komzou, it er-mêz euz an ti-ze, pe euz ar gêr-ze, en eur heja ar boultrenn euz ho treid.

15 «E gwirionez m’hel lavar deoh, ne vezor ket ken rust, da zeiz ar varn, e-keñver Sodom ha Gomor [22], hag e-keñver ar gêr-ze.

16 « Setu m’ho kasan evel deñved e-touez ar bleizi. Bezit eta leun a evez evel naered, ha didroidell a galon evel koulmed.

GWALL-GASET E VEZOH

17 « Diwallit ouz an dud! Ho kas a raint dirag al lezvarn. Ho skourjeza ’raint en o zinagogou. 18 Kaset e vezoh dirag ar gouarnourien hag ar rouaned, ablamour din. Eun testeni e vo kement-se evito hag evid ar bayaned.

19 « Pa vezoh evel-se, laket etre o daouarn, na vezit ket enkrezet gand gouzoud petra ha penaoz respont. Ar pez ho-pezo da lavared a vo roet deoh da houzoud d’ar mare-ze. 20 Ha n’eo ket c’hwi eo a gomzo, med Spered ho Tad eo a gomzo ennoh.

21 « Ar breur a roio e vreur evid beza laket d’ar maro, hag an tad e grouadur, ar vugale a zavo a-eneb d’o herent hag a lakaio o hondaoni d’ar maro.

22 « Kas o-dezo an oll ouzoh ablamour d’am ano, med an hini a zalho mad beteg ar fin, hennez a vo saveteet.

23 « Ma vez klasket war ho lerh e kêr pe gêr, tehit d’eur gêr all. E gwirionez, m’hel lavar deoh, n’ho-pezo ket greet tro kêriou Israël, a-raog distro Mab an dén.

24 « N’eo ket an diskibl uhelloh eged e vestr, nag ar zervicher uhelloh eged e Aotrou... 25 A-walh eo d’an diskibl beza par d’e vestr, ha d’ar zervicher beza par d’e aotrou... M’o-deus greet Beelzeboul euz ar penn-tiègèz, petra ne lava-rint ket euz e dud ?

26 « N’ho-pet ket aon razo, rag n’eus netra kuzet ha na zeufe ket da veza anavezet, netra en deñvalijenn ha na zeufe ket er sklêrijenn.

27 « Ar pez a lavaran deoh en deñvalijenn, henn lavarit er sklêrijenn ; hag ar pez a lavaran deoh e plég ho skouarn, embannit anezañ diwar an toennou [23].

28 « N’ho pet ket aon rag ar re a laz ar horv ha n’hellont ket laza an ene. Ho pet aon kentoh ouz an hini a hell kas da goll ar horv koulz hag an ene.

29 « Daoust ha ne vez ket kavet daou holvan evid eur gwenneg, ha koulskoude, ne gouez hini anezo war an douar, heb aotre ho Tad.

30 « Ha c’hwi, kement blevenn a zo war ho penn a zo kontet. 31 Bezit dienkrez ; talvezoud a rit muioh eged oll laboused an neñv.

32 « An hini a zisklêrio dirag an dud beza a-du ganin, me, d’am zro, a zisklêrio dirag va Zad beza a-du gantañ. 33 Med kement hini am naho dirag an dud, me henn naho dirag va Zad a zo en neñv.

N’EO KET AR PEOH, MED AR HLEZE

34 « N’it ket da gredi e vefen deuet da zigas ar peoh war an douar ; n’on ket deuet de zigas ar peoh, med ar hleze !

35 Deuet on da lakad ar mab da zevel a-eneb d’e dad, ar verh a-eneb d’he mamm, ar verh-kaer a-eneb d’he mamm-gaer ; 36 hag enebourien pep hini a vo tud e di.

37 « An neb a gar e dad pe e vamm muioh egedon, n’eo ket din ahanon. An neb a gar e vab pe e verh muioh egedon, n’eo ket din ahanon.

38 « An neb ne zamm ket e groaz evid dond d’am heul, n’eo ket din ahanon.

39 An neb a ’fell dezañ savetei e vuez he hollo.

40 « An neb a ro digemer deoh, a ro digemer din va-unan ; hag an neb a ro digemer din, a ro digemer d’an hini e-neus va digaset.

41 « An neb a ro digemer d’eur profet, e-giz profet, e-no digoll eur profet. An neb a zigemer eun dén just, e-giz dén just, e-no digoll eun dén just.

42 « An neb a roio da eva, pa ne ve nemed eur werennad dour frésk, da unan euz ar re vihanna, ablamour ma ’z eo diskibl din, ne jomo ket heb beza digollet ».


11/30