An aviel hervez Sant Yann - Traduction H. Danielou

Index

Pennad unan warn-ugent

War ribl ar mor

1 War-lerh an traou-ze, en em ziskouez Jezuz adarre d’an diskibien war ribl mor Tiberiad. Hag en em ziskouez a ra evel-mañ. 2 Bez’ e oant asamblez : Simon-Pèr, Tomaz, lesanvet Gevell, Natanael euz Kana e Bro-Halile, mibien Zebede ha daou all euz e ziskibien. 3 Simon-Pèr a lavar dezo : « Mond a ran da besketa ». Hag int da respont dezañ : « Mond a reom ganit, ni ive. » Er-mêz ez eont hag e pignont en eur vag ; med en noz-se ne bakont netra.

Kant tri besk ha hanterkant

4 Deut ar mintin dija, ema Jezuz war an aot. Koulskoude ne oar ket an diskibien ez eo Jezuz. 5 Jezuz eta a lavar dezo : « Paotred ! N’ho-peus ket eun dra bennag da zebri ? » Hag int da respont dezañ : « Nann ! » 6 Lavared a ra dezo : « Taolit ar roued d’an tu dehou d’ar vag hag e kavot ». Taoler a reont eta ha n’o-deus ket nerz a-awalh d’e zacha, ablamour da bouez ar pesked. 7 Hag an diskib karet gand Jezuz a lavar da Bèr : « An Aotrou eo ». Pa glev Simon-Pèr eta ez eo an Aotrou, e lak e zae – rag noaz e oa – hag e lamm er mor. 8 Dond a ra an diskibien all gand ar vag ha sacha war ar roued, leun a besked, rag n’emaint ket pell diouz an douar, med war-dro daou hant ilinad.

9 Pa zilestront war an douar eta, e welont eun tan glaou-beo laket eno, gand peskedigou warnañ, ha bara. 10 Jezuz a lavar dezo : « Degasit euz ar peskedigou ho-peus paket bremaig. » 11 Pignad a ra Pèr eta ha sacha beteg an douar ar roued leun a besked braz : kant tri ha hanterkant anezo. Ha daoust ma ’z eus kemend-all, n’eo ket roget ar roued.

12 Jezuz a lavar dezo : « Deuit da zebri ». Nikun euz an diskibien ne gred goulenn outañ : « Piou out-te ? » rag gouzoud a reont ez eo an Aotrou. 13 Jezuz a zav, a gemer ar bara, a ro dezo hag evel-se c’hoaz evid ar peskedigou. 14 Setu dija an trede gwech m’en em ziskouez Jezuz d’e ziskibien, goude beza savet a-douez ar re varo.

« Ha ma hared a rez ? »

15 P’o-deus debret, e lavar Jezuz da Zimon-Pèr : « Simon, mab Yann, ha ma hared a rez, muioh eged ar re-mañ ? » Hag eñ da respont dezañ : « Ya, Aotrou, anaoud a rez ma harantez evidout. » Lavared a ra dezañ : « Kas ma oaned da beuri ». 16 Evid an eil gwech, e lavar dezañ : « Simon, mab Yann, ha ma hared a rez ? » Hag eñ da respont dezañ : « Ya, Aotrou, anaoud a rez ma harantez evidout. » Jezuz a lavar dezañ : « Kas ma deñved da beuri ». 17 Evid an trede gwech, e lavar dezañ : « Simon, mab Yann, daoust hag az-peus karantez evidon ? » Glaharet eo Pèr peogwir e-neus goulennet outañ, evid an trede gwech : « Daoust hag az-peus karantez evidon ? » Respont a ra dezañ : « Te, Aotrou, a oar pep tra : anaoud a rez ma harantez evidout. » Jezuz a lavar dezañ : « Kas ma deñved da beuri. »

« Deus d’am heul »

18 « Amen, amen, e lavaran dit : pa oas yaouank, e lakees da houriz hag e kerzes d’al leh a blije dit. Pa vi deut da veza koz, eh astenni da zaouarn, unan all a lako dit da houriz ha da gaso d’al leh na fell ket dit. » 19 Lavared a ra an dra-ze evid diskouez dre beseurt maro e rentfe gloar da Zoue. War-lerh ar homzou-ze, e lavar dezañ : « Deus d’am heul ! »

An diskib karet gand Jezuz

20 O troi kein, e wel Pèr, o tond d’e heul, an diskib karet gand Jezuz, an hini e-neus soublet war e vruched e-pad ar goan, hag e-neus lavaret : « Aotrou, piou eo an den hag a zo o vond d’az kwerza ? » 21 Ouz e weled, e lavar Pèr eta da Jezuz : « Aotrou ! Evid hemañ ? Petra ? » 22 Jezuz a respont dezañ : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe-eñ beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? Te, deus d’am heul ! »

23 En em skigna a ra eta ar gomzou-mañ e-touez ar vreudeur : ne varfe ket an diskib-se. Med n’e-noa ket Jezuz lavaret dezañ ne varfe ket, med : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe-eñ beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? » 24 An diskib-se eo a ro testeni euz an traou-ze ha gantañ int bet skrivet, ha gouzoud a reom ez eo gwirion e desteni.

N’eo ket bet skrivet pep tra

25 Bez’ ez eus kalz kalz traou all c’hoaz bet greet gand Jezuz. Ma vijent skrivet, unan hag unan, ne hellfe ket ar bed zoken, d’am zoñj, enderhel al leoriou bet skrivet.

 


21/21