An aviel hervez Sant Yann - Traduction H. Danielou

Index

Pennad triweh

El liorz

1 Goude beza kavaret an traou-ze, ez a Jezuz er-mêz gand e ziskibien d’an tu all d’ar Froud-Sedron, d’al leh ma oa eul liorz ennañ ; mond a ra tre e-ebarz, eñ hag e ziskibien. 2 Judaz, an hini a zo o vond d’e werza, a anavez al leh-se ive, rag deut e oa Jezuz aliez di gand e ziskibien. 3 O kemer gantañ eta ar gohortenn ha gwarded d’ar veleien-veur ha d’ar farizianed, e teu Judaz di gand leterniou, torchadou-goulou hag armou. 4 O houzoud eta ar pez a zo o tond warnañ, ez a Jezuz er-mêz hag e lavar dezo : « Piou emaoh o klask ? » 5 Respont a reont dezañ : « Jezuz an Nazôrean ». Hag eñ da lavared dezo : « Me eo ! » Ganto ive ema Judaz hag a zo ouz e werza. 6 Pa lavar-eñ dezo eta : « Me eo ! » ez eont war o hiz hag e kouezont d’an douar. 7 Adarre e houlenn-eñ diganto : « Piou emaoh o klask ? » Lavared a reont : « Jezuz an Nazôrean. » 8 Ha Jezuz da respont : « Lavared em-eus deoh : “Me eo !” Ma ’z eo me emaoh o klask eta, lezit ar re-mañ da vond kuit. » 9 Evid ma teufe da wir ar gomz e-noa-eñ lavaret : « Ar re az-peus roet din, n’em-eus kollet nikun anezo. »

An taol kleze

10 Simon-Pèr eta a denn ar hleze a zo gantañ hag a sko gand servicher ar beleg-meur ; troha a ra dezañ beg e skouarn dehou. Malkuz eo ano ar zervicher-ze. 11 Ha Jezuz da lavared da Bèr : « Lak da gleze en e feur. Ar haliriad roet din gand ma Zad, daoust ha n’e evin ket ? » 12 Neuze ar gohortenn, an ofiser ha gwarded ar Juzevien a lak o daouarn war Jezuz ha liammet eo ganto.

E ti Annaz

13 Da genta eo kaset ganto da di Annaz, rag tad-kaer e oa da Gaifaz hag a oa beleg-meur er bloavez-se. 14 Kaifaz eo an hini e-noa roet d’ar Juzevien an ali-mañ : « Gwelloh eo deom e varfe eun den hepken evid ar bobl. »

15 Simon-Pèr a ya war-lerh Jezuz hag eun diskib all ive. An diskib-se a zo anavezet gand ar beleg-meur hag antreal a ra gand Jezuz e porz ar beleg-meur. 16 Pèr a jom er-mêz, e toull an nor. An diskib all, anavezet gand ar beleg-meur, a zeu er-mêz eta, a gomz d’ar borzierez hag a lak Pèr da zond e-barz. 17 Med lavared a ra ar vatez, ar borzierez, da Bèr : « Daoust ha n’out ket, te ive, euz diskibien an den-mañ ? » Hag eñ da respont : « N’on ket. » 18 Ar zervicherien hag ar warded bodet eno o-deus greet eun tan glaou-beo en a beg d’ar yenienn, hag o tomma emaint. Pèr ive a zo ganto o tomma.

19 Setu ma ra ar beleg-meur goulennou ouz Jezuz, diwar-benn e ziskibien hag e gelennadurez. 20 Respont a ra Jezuz : « A-wel d’an oll eo em-eus komzet d’an dud ; atao em-eus kelennet en eur zinagogenn hag en templ, e-leh m’en em vod an oll Juzevien ; n’em-eus lavaret tra ebed dre guz. 21 Perag e rez goulennou ouzin-me ? Goulenn eta ouz ma zelaouerien ar pez am-eus lavaret dezo. Gouzoud a reont-i ar pez am-eus-me lavaret. » 22 P’e-neus komzet evel-se, e ro unan euz ar warded hag a zo eno eur flahad da Jezuz, en eur lavared : « Evel-se eo e respontez d’ar beleg-meur ? » 23 Respont a ra Jezuz dezañ : « Ma ’m-eus komzet fall, displeg peleh ema an droug ; ha ma’m-eus komzet mad, perag e skoez ganin ? » 24 Neuze eo kaset, liammet, da di Gaifaz, ar beleg-meur.

Kana a ra ar hillog

25 Bez’ edo Pèr eno o tomma. Lavared a reont dezañ : « Ha te, ne vefes ket euz e ziskibien ? » Nah a ra ha lavared : « N’on ket euz o zouez » 26 Unan euz servicherien ar beleg-meur – kar eo d’an hini bet trohet e skouarn dezañ gand Pèr – a lavar : « Daoust ha n’am-eus ket, me, da welet el liorz gantañ ? » 27 Nah a ra Pèr adarre ha dioustu e kan eur hillog.

Kaset da Bilad

28 Kas a reont Jezuz eta euz ti Gaifaz d’ar pretordi. Diouz ar mintin e oa. Int o-unan ne ’z eont er pretordi, evid chom glan hag evid gelloud debri ar Pask. 29 Setu ma teu Pilad er-mêz daveto hag e lavar : « Petra a damallit d’an den-mañ ? » 30 Respont a reont, en eur lavared : « Ma ne vije ket bet eun torfetour, ne vefe ket lakeet ganeom etre ho taouarn. » 31 Pilad a lavar dezo eta : « Kemerit-eñ, c’hwi, ha barnit-eñ hervez ho lezenn. » Hag ar Juzevien da respont dezañ : « N’om ket aotreet, ni, da lakaad eun den d’ar maro. » 32 Kement-mañ evid seveni komz Jezuz, bet lavaret da ziskouez gand peseurt maro e tlee-eñ mervel.

« Ha te eo roue ar Juzevien ? »

33 Pilad eta a ya en-dro d’ar pretordi. Gervel a ra Jezuz ha lavared dezañ : « Ha te eo roue ar Juzevien ? » 34 Jezuz a respont : « Daoust hag e lavarez kement-se euz da berz da-unan, pe o-deus tud all henn lavaret dit diwar ma fenn ? » 35 Respont a ra Pilad : « Daoust hag ez on-me eur Juzeo ? Kaset out bet dirazon gand da vroad hag ar veleien-veur. Petra az-peus greet ? » 36 Ha Jezuz da respont : « Ma rouantelez-din n’eo ket euz ar bed-mañ. Ma vije bet ma rouantelez euz ar bed-mañ, o-defe ma gwarded stounnet evid mired ouzin da veza roet d’ar Juzevien. Med, evid gwir, n’eo ket ma rouantelez ahann. » 37 Setu ma lavar Pilad dezañ : « Neuze eta, ha roue out-te ? » Respont a ra Jezuz : « Te eo hag a lavar ez on roue. Evid an dra-mañ eo ez on deut er bed : evid roi testeni d’ar wirionez. Kement hini a zo mab d’ar wirionez a glev ma mouez. » 38 Pilad a lavar dezañ : « Petra eo ar wironez ? »

Barabbaz

O veza lavaret an dra-ze, e teu er-mêz en-dro da gavoud ar Juzevien hag e lavar dezo : « Me ne gavan netra da damall dezañ. 39 Med bez’ ez eus eur hiz ganeoh e kasfen kuit eur prizoniad bennag evid ar Pask. C’hoant ho-peus eta e rofen deoh roue ar Juzevien ? » 40 Hag int da huchal adarre, en eur lavared : « N’eo ket hennez, med Barabbaz ! » Hogen, eun torfetour e oa Barabbaz.

 


18/21