An aviel hervez Sant Yann - Traduction H. Danielou

Index

Pennad c’hwezeg

« Leun eo ho kalonou a dristidigez »

1 « Evel-se em-eus komzet ouzoh, evid ma ne strebotot ket : 2 lakeet e viot ganto e-mêz ar zinagogenn, ha dond a ra an eur zoken pa gredo an hini hag ho lazo renta gloar da Zoue. 3 Ober a raint seurt traou peogwir n’o-deus anavezet nag an Tad na me. 4 Med komzet em-eus evel-se, evid m’ho-po soñj, pa zeuio an eur, em-eus-me henn lavaret deoh. N’em-eus ket lavaret deoh ar traou-ze abaoe ar penn kenta, ablamour m’edon ganeoh. 5 Hogen, mond a ran bremañ daved an hini m’on bet kaset gantañ, ha nikun ahanoh ne houlenn diganin : “Da beleh emaout o vond ?” 6 Med dre m’em-eus komzet ouzoh evel-se, eo leun ho kalonou a dristidigez. »

« Ar Spered ho heñcho »

7 « Med lavared a ran deoh ar wirionez : eun dra vad eo evidoh ma ’z an-me kuit. Rag ma n’ez an ket kuit, ne zeuio ket ar Frealzour davedoh. Med ma ’z an kuit, e vo-eñ kaset deoh ganin. 8 Hag en eur zond e lako ar bed da anzav diwar-benn ar pehed, ar justis hag ar varn. 9 Diwar-benn ar pehed, rag ne gredont ket ennon. 10 Diwar-benn ar justis, rag mond a ran daved an Tad ha n’am gwelit ket ken. 11 Diwar-benn ar varn, rag barnet eo bet dija priñs ar bed-mañ.

12 Kalz traou am-eus c’hoaz da lavared deoh, med ne hellit o dougen bremañ. 13 Hagen, pa zeuio-eñ, ar Spered a wirionez, ho heñcha a ray er wirionez penn-da-benn, rag ne gomzo ket euz e berz e-unan, med ar pez e-no klevet eo a lavaro, hag e kemenno deoh an amzer da zond. 14 Hennez a roio gloar din : kemer a ray euz ar pez a zo din evid her hemenn deoh. 15 Pep tra e-neus an Tad a zo din. Setu perag e lavaran deoh : kemer a ray ar pez a zo din evid her hemenn deoh. »

« Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken »

16 « Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken ; eur pennadig c’hoaz hag e vin gwelet ganeoh. » 17 Lod euz e ziskibien a lavar eta an eil d’egile : « Petra eo ar pez a lavar deom : “Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken ; eur pennadig c’hoaz hag e vin gwelet ganeoh” ? Hag ar homzou-mañ : “Mond a ran d’an Tad ?” » 18 Lavared a reont eta : « Petra a lavar : “Eur pennadig ?” N’ouzom ket euz petra ema o komz. » 19 Gouzoud a ra Jezuz o-deus-int c’hoant d’aber goulennou outañ, hag eñ da lavared dezo : « Klask a rit, an eil re hag ar re all, diwar-benn ar pez am-eus lavaret : “Eur pennadig ha n’am gwelot ket ken, eur pennadig c’hoaz e vin gwelet ganeoh”. 20 Amen, amen, e lavaran deoh : leñva a reot hag hirvoudi, endra ma vo ar bed leun a levenez. Trist e viot med dond a ray ho tristidigez da veza levenez. 21 P’eo deut, evid ar vaouez, ar mare da wilioudi, eo-hi en dristidigez, rag deut eo an eur eviti. Med pa ’z eo bet ganet ar bugelig, n’he-deus ket soñj mui euz he foan, ablamour d’al levenez da veza ganet eun den er bed. 22 Ha c’hwi eta ho-peus tristidigez bremañ. Med goude-ze ho kwelin adarre hag e vo ho kalonou leun a levenez ; hag ho levenez ne hell den ebed he lemel diganeoh.

23 Hag en deiz-se, ne reot goulenn ebed ken ouzin-me. Amen, amen, e lavaran deoh : pep tra a houlennot digand an Tad a vo roet deoh gantañ, em ano. 24 Beteg-henn n’ho-peus goulennet netra em ano. Goulennit hag e resevot, evid ma vo leun-barr ho levenez. »

« Ennon ho-po ar peoh »

25 « Dre barabolennou eo em-eus komzet deoh euz an traou-ze. Dond a ra an eur pa ne gomzin ket mui dre barabolennou, med kemenn a rin deoh an Tad en eun doare sklêr. 26 En deiz-se, e reot goulennou em ano. Ne lavaran ket deoh e pedin an Tad evidoh, 27 rag ho kared a ra an Tad e-unan, peogwir am harit hag e kredit ez on-me deut euz an Tad : 28 deut on er-mêz ha deut on er bed. Ha kuitaad a ran ar bed bremañ, ha mond en-dro d’an Tad. »

29 Lavared a ra e ziskibien : « Setu bremañ e komzez en eun doare sklêr, ha n’eo ket dre barabolennou. 30 Bremañ e ouzom eh anavezez pep tra ha n’az-peus ket ezomm da gaoud goulennou diganeom ; dre-ze e kredom ez out deut er-mêz euz an Tad. » 31 Respont a ra Jezuz dezo : « Ha bremañ e kredit ? 32 Setu ma teu an eur, ha deut eo dija : mond a reot da bep tu, pep unan en e di, ha ma lezel ma-unan-penn. Nann, n’on ket ma-unan-penn, peogwir ema an Tad ganin. 33 Evel-se em-eus komzet deoh evid m’ho-po ar peoh ennon. Er bed ho-peus da houzañv. Med fizians ! treh on-me d’ar bed. »

 


16/21