An aviel hervez Sant Yann - Traduction H. Danielou

Index

 

Pennad daou

Eun eured e Kana

1 D’an trede deiz, ez eus eun eured e Kana, e Bro-Halile, hag ema mamm Jezuz eno. 2 Pedet eo bet Jezuz ive d’an eured hag e ziskibien gantañ. 3 Evel ma teu ar gwin da vankoud, e lavar mamm Jezuz dezañ : « N’o-deus ket gwin ken. » 4 Lavared a ra Jezuz dezi : « Maouez, petra ’zo etrezom ? N’eo ket deut ma eur c’hoaz. » 5 E vamm a lavar d’ar zervicherien : « Petra bennag a lavaro deoh, grit. » 6 Bez’ e oa eno c’hweh laouer-vên, lakeet evid ar Juzevien d’en em walhi, gand daou pe dri vuzuliad e pep hini. 7 Lavared a ra Jezuz dezo : « Leugnit al laouerou-mañ a zour ». Hag o leunia a reont beteg ar barr. 8 Lavared a ra dezo : « Tennit bremañ ha kasit da vestr ar pred. » Ha kas a reont. 9 P’e-neus mestr ar pred tanvet an dour deut da veza gwin – ne oar ket euz peleh e teu, ar zervicherien a-vad a oar, int hag o-deus tennet an dour – e halv ar gwaz nevez 10 hag e lavar dezañ : « Pep hini a zervich ar gwin mad da genta, ha, pa zeu an dud da veza badaouet, an hini disterroh. Dalhet az-peus-te ar gwin mad beteg bremañ. »

11 Setu aze penn kenta ar zinou, greet gand Jezuz, e Kana, e Bro-Halile. Diskouez a ra e hloar hag e kred e ziskibien ennañ. 12 Goude-ze e tiskenn-eñ da Gafarnaom, gand e vamm, e vreudeur hag e ziskibien. Med ne jom nemed eun nebeud deveziou eno.

Ar varhadourien taolet er-mêz

13 Tost ema Pask ar Juzevien. Sevel a ra Jezuz da Jeruzalem. 14 E-barz an templ e kav marhadourien ejenned, deñved ha koulmed, hag an drokerien azezet. 15 O veza greet eur skourjez gand kerdin, e stlap an oll dud-se e-mêz an templ, asamblez gand an deñved hag an ejenned. Stlabeza a ra arhant an drokerien ha cheñch penn d’o zaoliou. 16 Ha d’ar werzerien goulmed e lavar : « Kasit kuit an traou-mañ ahann. Arabad deoh ober eur stal-genwerz gand ti ma Zad. » 17 Dond a ra soñj d’e ziskibien eo bet skrivet : « Debret e vin gand ar gred evid da Di. »

Templ e gorv

18 Ar Juzevien a-vad a respont dezañ, en eur lavared : « Peseurt sin a ziskouezez deom evid ober kement-mañ ? » 19 Respont a ra Jezuz dezo : « Distrujit an templ-mañ hag e adsevel a rin dindan tri devez. » 20 Hag ar Juzevien da lavared neuze : « C’hweh vloaz ha daou-ugent evid sevel an templ-mañ ! Ha te e adsavo dindan tri devez ? » 21 Med komz a ra-eñ euz templ e gorv. 22 Pa ’z eo bet savet a-douez ar re varo eta, eo deut soñj d’e ziskibien e-noa lavaret kement-se, ha kredet o-deus er Skritur hag er gomzou bet lavaret gand Jezuz.

23 E-keid m’ema-en e Jeruzalem, evid ar gouel, e krog kalz tud da gredi en e ano, o weled ar zinou greet gantañ. 24 Med Jezuz, eñ, ne gred ket outo, rag anaoud a ree an oll anezo. 25 N’e-neus ket ezomm da gaoud testeni diwar-benn an den, rag anaoud a ra ar pez a zo e-barz an den.

 


2/21