An aviel hervez Sant Vaze - Traduction H. Danielou

Index

Pennad c’hweh

« Na glaskit ket beza gwelet »

1 « Diwallit da veza just dirag an dud evid beza gwelet mad ganto. A-hend-all n’ho-po ket a hopr digand ho Tad euz an neñv. »

An aluzenn

2 « Pa roez an aluzenn eta, na zon ket an trompill dirazout, evel ma ra ar bilbouzed er zinagogennou hag er ruiou, evid beza meulet gand an dud. Amen, lavared a ran deoh : resevet o-deus o gopr.

3 Med te, pa roez an aluzenn, ra jomo da zorn kleiz heb anaoud ar pez a ra da zorn dehou, 4 evid ma vo da aluzenn eun dra guz. Ha da Dad, hag a wel an traou kuz, henn talvezo dit. »

Ar bedenn

5 « Pa bedit, na vezit ket e-giz ar bilpouzed, rag plijoud a ra dezo chom en o zao da bedi, er zinagogennou hag e korn ar plasennou, evid beza gwelet gand an dud. Amen, lavared a ran deoh : resevet o-deus o gopr.

6 Te a-vad, pa fell dit pedi, kee e-barz da gambr, prenn an nor, ha ped da Dad en eun doare kuz ; ha da Dad hag a wel an traou kuz, henn talvezo dit. »

« On Tad »

7 « Pa bedit, na randonit ket, evel ma ra ar baianed ; kredi a ra dezo e vint selaouet dre forz komzou. 8 Na vezit ket evelto eta : ho Tad a oar petra ho-peus ezomm, a-raog ma houlennot digantañ. 9 C’hwi eta, pedit evel-henn :

On Tad hag a zo en neñv, da ano bezet santelleet.
10 Da rouantelez deuet deom.
Da volontez bezet greet, evel en neñv war an douar ive.
11 Ro deom hirio or bara euz an deiz-mañ.
12 Dizamm on dleou deom, evel m’on-eus ive dizammet on dleourien.
13 N’on lez ket da goueza en tentadur, med on dieub diouz an droug”.

14 Rag, ma pardonit o fehejou d’an dud, e pardono deoh ive ho Tad a zo en neñv. 15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad ne bardono ket ho mankou deoh kennebeud. »

Ar yun

16 « Pa rit yun, na vezit ket evel pilpouzed o fennou teñval ; diskouez a reont dremmou distruj, evid beza gwelet o yuni gand an dud. Amen, lavared a ran deoh : resevet o-deus o gopr.

17 Te a-vad, pa rez yun, lak c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da zremm, 18 ma chomi heb beza gwelet o yuni gand an dud, med gand da Dad, en eun doare kuz. Ha da Dad, hag a wel an traou kuz, henn talvezo dit. »

« E-leh m’ema da denzor, eno ema da galon »

19 « Na zastumit ket teñzoriou evidoh, war an douar, e-leh ma tistruj tartouz ha skrigner, e-leh ma skrap ha ma toull al laeron. 20 Med dastumit teñzoriou evidoh en neñv, e-leh na zistruj na tartouz na skrigner, e-leh na doull ha na skrap al laeron. 21 Rag, e-leh m’ema da deñzor, eno e vo da galon ive ».

« Ma vez sklêr da lagad »

22 « Lamp da gorv eo da lagad. Ma vez sklêr da lagad eta, e vo sklêrijennet da gorv a-bez. 23 Ma vez fall da lagad a-vad, e vo teñval da gorv a-bez. Ha ma vez teñval eta ar sklêrijenn a zo ennout, pebez teñvalijenn ! »

Doue pe an arhant

24 « Den ebed ne hell servicha daou vestr : pe kasaad a raio unan ha kared egile, pe derhel a raio da unan ha dismegañsi egile. Ne hellit ket servicha Doue ha Mamon. »

« Bezit dineh »

25 « Setu perag e lavaran deoh : Bezit dineh evid ho puhez : petra debri, petra eva ? Hag evid ar horv : gand petra e wiska ? Daoust ha n’eo ket ar vuhez muioh eged ar boued, hag ar horv muioh eged an dillad ? 26 Sellit ouz laboused an neñv : ne hadont ket ha ne vedont ket, ne zastumont ket er grignolou. Hag o maga a ra ho Tad euz an neñv. Daoust ha ne dalvezit ket muioh egeto ?

27 Piou ahanoh a hell, dre forz tregasi, lakad eun ilinad ouspenn da hirder e vuhez ? 28 Hag evid an dillad, perag en em jala ? Sellit ouz lili ar pradou, ha penaoz e kreskont : ne labourant ket, ne nezont ket. 29 Me a lavar deoh a-vad penaoz Salomon zoken, e-kreiz e hloar, n’eo ket bet gwisket e-giz unan anezo. 30 Ma vez gwisket evel-se gand Doue geot ar parkeier, a zo beo hirio hag a vo taolet warhoaz en tan, pegement muioh a raio evidoh, tud o feiz dister !

31 Arabad en em jala eta, o lavared : “Petra debri ?” pe : “Petra eva ?” pe : “Gand petra en em wiska ?” 32 Rag an oll draou-ze eo ’z eus klask wamo gand ar baianed. Med gouzoud mad a ra ho Tad euz an neñv ho-peus ezomm anezo. 33 Klaskit da genta rouantelez Doue hag e justis : an oll draou-ze a vo roet deoh war ar marhad. 34 N’en em jalit ket eta evid warhoaz : warhoaz en em jalo evitañ e-unan. Da beb devez eo tra-walh e boan. »


6/28