An aviel hervez Sant Vaze - Traduction H. Danielou

Index

Pennad eiz warn-ugent

« Adsavet eo ! »

1 Goude ar zabad, da darz an deiz kenta euz ar zizun, e teu Mari-Madalen hag ar Vari all da weled ar bez. 2 Ha setu eur mell kren-douar, rag eun êl d’an Aotrou a ziskenn euz an neñv, a dosta, a ruill ar mên a-gostez, hag a azez warnañ. 3 E zoare a zo evel eul luhedenn, hag e zillad gwenn evel an erh. 4 Gand ar spont razañ, e krog ar warded da grena, hag e teuont da veza evel maro.

5 Komz a ra an êl d’ar merhed : « Evidoh, emezañ, bezit dizaon : goud a ran emaoh o klask Jezuz hag a zo bet staget ouz ar groaz. 6 N’ema ket amañ, rag adsavet eo, evel m’e-noa lavaret. Deuit ha gwelit al leh ma oa bet lakeet ennañ. 7 It buan da lavared d’e ziskibien : “Adsavet eo a-douez ar re varo ! Setu m’ema-eñ en ho raog e Bro-Halile : eno e vo gwelet ganeoh.” Setu : lavaret em-eus deoh. » 8 Kuitaad a reont buan ar bez, ha gand aon ha levenez vraz, e redont da gas kelou d’e ziskibien.

« Kit da gemenn d’am breudeur ! »

9 Ha setu m’en em gav Jezuz ganto, en eur lavared : « Salud deoh ! » Tostaad a reont outañ, krogi en e zreid, ha stoui dirazañ. 10 Neuze e lavar Jezuz dezo : « Bezit dizaon ! Kit da gemenn d’am breudeur mond da Vro-Halile : eno e vin gwelet ganto. »

Ar warded a resev arhant

11 E-pad m’emaint o vond, setu ma teu lod euz ar warded e kêr, da zegas kelou d’ar veleien-veur euz kement a zo bet c’hoarvezet. 12 Ar re-mañ en em vod gand ar gozidi, evid delher kuzul kenetrezo. Ha kalz arhant a roont d’ar warded, en eur lavared dezo : 13 « C’hwi a lavaro : “E ziskibien a zo deut e-kreiz an noz hag o-deus e laeret, pa oam-ni kousket.” 14 Ha ma vefe klevet an dra-ze gand ar gouarnour, e teufem a-benn d’e hounid, ha d’ho lakaad da veza dineh. » 15 Kemer a reont an arhant hag ober e-giz m’eo bet kelennet dezo. Hag en em skignet eo bet ar homzou-ze e-touez ar Juzevien, beteg bremañ.

« Bez’ emaon ganeoh »

16 Mond a ra an unneg diskib da Vro-Halile, war ar menez merket dezo gand Jezuz. 17 E weled a reont, ha stoui dirazañ. Med lod anezo a jom en entremar. 18 Jezuz a dosta hag a gomz dezo : « Peb galloud, emezañ, a zo bet roet din-me, en neñv ha war an douar. 19 It eta ! Grit diskibien gand an oll vroadou, ha badezit-i en ano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered Santel ! 20 Deskit dezo delher kement am-eus gourhemennet deoh ! Ha setu m’emaon-me ganeoh bemdez, beteg fin ar bed. »

 


28/28