An aviel hervez Sant Vaze - Traduction H. Danielou

Index

Pennad naonteg

 

1 Hogen, p’ e-neus Jezuz echuet ar gomzou-ze, e kuita Bro-Halile.

Eur horv hepken

Dond a ra war harzou Bro-Jude, en tu all d’ar Jourdan. 2 Pobladou-tud niveruz a zeu d’e heul, hag o farea a ra eno.

3 Tostaad a ra ar farizianed outañ. Evid e denta, e lavaront : « Daoust hag e-neus eur gwaz aotre da gas kuit e wreg, evid forz peseurt abeg ? » 4 Respont a ra : « N’ho-peus ket lennet ? emezañ : “Er penn kenta e-neus ar hrouer o greet par ha parez.” 5 Ha lavaret e-neus : “En abeg da ze, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, hag en em stago ouz e wreg, hag e vint o-daou eur horv hepken.” 6 Evel-se n’emaint ket daou ken med eur horv hepken. Ar pez e-neus Doue unanet eta, arabad da zen ebed e zispartia. »

7 Lavared a reont dezañ : « Perag eta e-neus Moizez gourhemennet roi eul lizer torr-dimezi, ha kas kuit ? » 8 Respont a ra dezo : « En abeg d’ho kalon galed eo e-neus Moizez roet aotre deoh da gas kuit ho kwragez. Er penn kenta, ne oa ket an traou evel-se. 9 Lavared a ran deoh : nep piou bennag a gas kuit e wreg, nemed e vefe eur falsdimezi, hag a zimez gand unan all, a zo avoultrer. »

10 E ziskibien a lavar dezañ : « Mard ema evel-se stad eun den gand eur vaouez, n’eo ket emzao dimezi. » 11 Lavared a ra dezo : « An oll ne gomprenont ket ar gomz-se, med ar re nemeto m’eo bet roet dezo. 12 Bez’ ez eus lod na hellont ket dimezi, dre ma ’z int ganet evel-se euz korv o mamm ; bez’ ez eus lod bet lakeet evel-se gand an dud ; ha bez’ ez eus lod all en em lakeet evel-se en abeg da rouantelez Doue. An neb a hell intent, ra intento ! »

« Lezit ar vugale vihan »

13 Neuze e touger dirazañ bugale vihan, evid ma lako e zouarn wamo, ha ma pedo. An diskibien o gourdrouz, 14 med Jezuz ha lavared : « Lezit ar vugale vihan, na virit ket outo da zond beteg ennon ! Rag evid ar re heñvel outo eo rouantelez an neñv. » 15 Lakaad a ra e zaouarn wamo, ha mond kuit alese.

« Gwerz ha ro d’ar paour »

16 Ha setu eun den o tostaad outañ, en eur lavared : « Mestr, petra a vad a rin evid kaoud ar vuhez peurbaduz ? » 17 Lavared a ra dezañ : « Perag e rez goulennou ouzin diwar-benn ar mad ? N’eus nemed eur Mad. M’az-peus c’hoant d’antreal er vuhez, dalh d’ar gourhemennou. – 18 Pere ? » emezañ. Jezuz a respont : « Ar re-mañ : “Ne lazi ket. Ne ri ket avoultriez. Ne laeri ket. Ne ri ket fals-testeni. 19 Enor an tad hag ar vamm. Ha da nesa a gari, eveldout da-unan”. »

20 Lavared a ra an den yaouank dezañ : « An oll draou-ze am-eus dalhet. Petra a vank din c’hoaz ? » 21 Jezuz a respont dezañ : « M’az-peus c’hoant da veza peurvad, kerz, gwerz da beadra, ha ro d’ar re baour : eun teñzor az-po en neñv. Ha deus, bale war ma lerh ! « 22 Kleved a ra an den yaouank, ha mond kuit, du e benn, rag kalz madou e-noa.

Êsoh d’eur hañval

23 Jezuz a lavar d’e ziskibien : « Amen, emezon, diêz e vo d’eun den pinvidig antreal e-barz rouantelez an neñv. 24 Adarre e lavaran deoh : êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull an nadoz eged d’eun den pinvidig an treal e-barz rouantelez Doue. »

25 O kleved kement-se, eo souezet an diskibien hag e lavaront : « Piou a hell beza salvet neuze ? » 26 O para e zellou warno, e respont Jezuz dezo : « Evid an dud, eo dreist o galloud. Evid Doue a-vad, n’eus netra dreist e halloud. »

« Dilezet on-eus-ni pep tra »

27 Hag o staga da gomz, e lavar Pèr dezañ : « Setu m’on-eus-ni dilezet pep tra, hag eet war da lerh. Petra e vo evidom neuze ? » 28 Respont a ra Jezuz dezo : « Amen, lavared a ran deoh : c’hwi hag a zo deut war ma lerh, da zevez renevezadur ar bed, pa azezo mab an den war e gador a hloar, e viot-c’hwi ive azezet war daouzeg kador, evid barn daouzeg rummad Izrael. 29 Nep piou bennag a lez tier, breudeur pe hoarezed, tad, mamm pe vugale, pe barkeier, en abeg d’am ano, a resevo meur a wech muioh, hag e-no ar vuhez peurbaduz da herez.

Micherourien an unnegved eur

30 « Kalz euz ar re genta a vo da ziweza, ha kalz euz ar re ziweza da genta ».


19/28