An aviel hervez Sant Vaze - Traduction H. Danielou

Index

Pennad triweh

« Piou ’ta eo ar brasa ? »

1 D’ar mare-ze, e tosta an diskibien ouz Jezuz, en eur lavared : « Piou ’ta eo ar brasa e rouantelez an neñv ? » 2 Gelver a ra eur bugelig davetañ, hag e lakaad en o zouez. 3 Hag e lavar dezo : « Amen, emezon, ma ne jeñchit ket buhez, evid dond da veza e-giz bugale vihan, ne antreot ket e rouantelez an neñv. 4 An hini en em izella eta, evel ar bugelig-mañ, hennez eo ar brasa e rouantelez an neñv. 5 Nep piou bennag a zegemer eur bugelig em ano, me eo a zo degemeret gantañ. »

« An hini a vo eur gwall-skoill »

6 Nep piou bennag a vo eur gwall-skoill evid unan hepken euz ar re vihan-mañ a gred ennon, eo emzavoh dezañ e vefe staget eur rod-vilin en-dro d’e houzoug ha stlapet e strad ar mor.

7 Reuzeudig ar bed en abeg d’ar gwall-skoillou ! Red eo d’ar gwall-skoillou dond, med reuzeudig an den a zeu ar gwall-skoillou drezañ ! 8 Ma vez da zorn pe da droad eur gwall-skoill evidout, troh-eñ ha taol-eñ kuit, pell ahanout. Gwelloh eo dit antreal er vuhez, mogn pe gamm, eged beza stlapet en tan peurbaduz gand daou zorn ha daou droad.

9 Ha ma vez da lagad eur gwall-skoill evidout, lam-eñ kuit ha stlap-eñ pell ahanout. Gwelloh eo evidout antreal born er vuhez, eged beza taolet e jehenn an tan gand daou lagad.

10 Taolit evez da jom heb dismegañsi unan euz ar re vihan-mañ, rag lavared a ran deoh : ema o êlez en neñv o para atao war dremm ma Zad a zo en neñv.

An danvadez kollet

12 Petra a zoñjit ? M’e-neus eun den kant dañvadez, ha ma vefe kollet unan anezo, daoust ha ne zilezo ket an naonteg all ha pevar-ugent, war ar meneziou, evid mond da glask an hini gollet ? 13 Ha ma c’hoarvez gantañ he havoud, amen, lavared a ran deoh : laouenneet eo ganti muioh eged gand an naonteg ha pevar-ugent n’int ket bet kollet. 14 Evel-se ema gand bolontez ho Tad euz an neñv : na ’z afe da goll nikun euz ar re vihan-mañ ! »

« M’e-neus da vreur pehet »

15 « M’e-neus da vreur pehet, kerz, gra rebechou dezañ, etrezoh ho-taou hepken. Ma da zelaou, az-po gounezet da vreur. 16 Med ma ne zelaou ket, kemer ganit unan pe zaou all, “evid ma vo reñket pep tra dre desteni daou pe dri”. 17 Ma nah-eñ o zelaou, henn lavar d’an Iliz. Ha ma nah selaou an Iliz zoken, ra vo evidout e-giz ar paian hag ar publikan.

18 Amen, lavared a ran deoh : pep tra a liammot war an douar a vo liammet en neñv. Ha pep tra a ziliammot war an douar a vo diliammet en neñv. »

« Ma teu daou d’en em gleved »

19 « Ha c’hoaz ! Amen, lavared a ran deoh : ma teu daou ahanoh d’en em gleved, war an douar, evid goulenn tra pe dra, kement-se en em gavo ganto, a-berz ma Zad a zo en neñv. 20 Rag, al leh m’en em vod daou pe dri ennañ, eno e vezan en o zouez. »

Dilemel deg gwech ha tri-ugent seiz gwech

21 Tostaad a ra Pèr outañ, ha lavared dezañ : « Aotrou, ped gwech e peho ma breur a-eneb din hag e pardonin dezañ ? Beteg seiz gwech ? « 22 Jezuz a respont : « Ne lavaran ket beteg seiz gwech, med beteg deg gwech ha tri-ugent seiz gwech. »

An dleour didruez

23 « Setu perag eo rouantelez an neñv heñvel ouz eun den, eur roue, hag e fell dezañ renta e goñchou gand e zervicherien. 24 Pa ’z eo kroget d’henn ober, e tegaser dezañ unan hag a zle deg mil talant. 25 Dre ma n’e-n eus ket peadra da restaol, e kemenn an aotrou e lakad e gwerz, gand e wreg, e vugale ha kement e-neus, evid ma vo daskoret pep tra.

26 Ar zervicher eta, o koueza e-harz e dreid, a stou dirazañ, en eur lavared : “Bez madelezuz ouzin hag e restaolin pep tra dit”. 27 Piket eo aotrou ar zervicher-ze e don e galon : e ziliamma a ra, ha dilemel e zle digantañ.

28 En eur vond er-mêz, e kav ar zervicher-ze unan euz e geneiled a zlee dezañ kant dîner. Krogi a ra ennañ ha, prest d’e vouga, e lavar : “Restaol din ar pez a zleez”. 29 E geneil eta, o koueza e-harz e dreid, e aspede en eur lavared : “Bez madelezuz ouzin hag e restaolin dit”. 30 Ne fell ket dezañ, med mond a ra hag e daoler en toull-bah, beteg m’e-no restaolet e zle.

31 Gweled a ra e geneiled ar pez ’zo c’hoarvezet, ha glaharet-braz int gand kement-se. Dond a reont da lavared d’o aotrou kement a zo en em gavet. 32 E helver a ra e aotrou, ha lavared dezañ : “Servicher fall, dilamet em-eus da zle en e bez diganit, peogwir az-poa ma aspedet. 33 Daoust ha ne oa ket red dit ive kaoud truez ouz da geneil, evel m’em-eus bet-me truez ouzit ?” 34 E aotrou, kounnaret, e ro d’ar vourrevien, beteg ma vo restaolet e zle gantañ en e bez. 35 Evel-se e raio ma Zad euz an neñv evidoh, ma ne bardonit ket, pep hini ahanoh d’e vreur, a-greiz-kalon. »


18/28