An aviel hervez Sant Vaze - Traduction H. Danielou

Index

 

Pennad seiteg

Treuzneuziadur

1 C’hweh devez war-lerh, e kemer Jezuz gantañ : Pèr, Jakez, ha Yann, e vreur. O lakaad a ra da bignad war eur menez uhel, en eul leh distro. 2 Treuzneuziet eo-eñ dirazo : e zremm a sked evel an heol, e zillad a zeu da veza gwenn-kann e-giz ar sklêrijenn. 3 Ha setu : dond a ra dirazo Moizez hag Eliaz ; divizoud a reont gantañ.

4 O staga da gomz, e lavar Pèr da Jezuz : « Aotrou, brao eo deom beza amañ ! Ma fell dit, e savin teir deltenn : unan evidout, unan evid Moizez, hag unan evid Eliaz. » 5 Emañ c’hoaz o komz hag e teu eur goabrenn sklêrijennuz d’o goloi, hag euz kreiz ar goabrenn, e lavar eur vouez : « Hemañ eo ma Mab, ar muia-karet, en em blijoud a ran ennañ. Selaouit-eñ ! » 6 O kleved kement-se, e kouez an diskibien war o dremm, spontet-braz.

7 Jezuz a dosta hag a douch outo, en eur lavared : « Adsavit ! Bezit dizaon ! ». 8 Sevel a reont o zellou ha ne welont den ebed nemed Jezuz e-unan. 9 En eur ziskenn euz ar menez, e hourhemenn dezo, o lavared : « Da zen ebed na gomzit euz ar weledigez, a-raog ma tihuno mab an den a-douez ar re varo. »

« Deut eo Eliaz dija »

10 An diskibien a houlenn digantañ : « Perag, emezo, e lavar ar skriverien e tle Eliaz dond araog ? » 11 Respont a ra dezo : « Gwir eo, emezañ, e tle Eliaz dond evid adsevel pep tra. 12 Koulskoude, lavared a ran deoh : deut eo Eliaz dija, ha n’o-deus ket e anavezet. Med greet adeus gantañ e-giz m’eo bet fellet dezo, hag evel-se e houzañvo mab an den ganto ive. » 13 Neuze e kompren an diskibien eo Yann-Vadezour an hini e-neus komzet anezañ.

Ar bugel loarieg

14 Dond a reont war-zu ar bobl. Eun den a dosta, 15 a gouez war an daoulin dirazañ, en eur lavared : « Aotrou, az-pez truez ouz ma mab, rag loarieg eo, ha fall ez a an traou gantañ. Rag koueza a ra aliez en tan, hag aliez en dour. 16 E degaset em-eus d’az tiskibien, ha n’o-deus ket gellet e barea. » 17 Jezuz a respont : « O rummad difeiz ha fallagr ! emezañ. Beteg pegeid e vin ganeoh ? Beteg pegeid ho kouzañvin ? Degasit-eñ din amañ ! ». 18 Jezuz a hourdrouz an diaoul, hag hemañ a ya kuit diouz ar bugel : pareet eo adaleg an eur-ze.

19 Neuze e tosta e ziskibien ouz Jezuz. En distro, e lavaront dezañ : « Evid peseurt abeg n’on-eus ket ni gellet e gas kuit ? » 20 Lavared a ra dezo : « En abeg d’ho tiouer a feiz. Amen, lavared a ran deoh : m’ho-peus feiz, evel eur hreunenn zezo, e lavarot d’ar menez-mañ : “Kerz pelloh ahann, du-ze !” ha pellaad a raio ; ne vo netra dreist ho kalloud. »

Eil kemennadur euz e basion

21 E-pad m’emaint o vond en-dro da Vro-Halile, e lavar Jezuz dezo : « Mab an den a vo lakeet etre daouarn an dud. 23 E laza a raint, ha, d’an trede deiz, eh adsavo. » Dond a reont da veza trist-meurbed.

Taos an templ

24 Dond a reont da Gafarnaom. Tostaad a ra paotred taos an diou zrakm ouz Pèr, hag int da lavared dezañ : « Daoust ha ne bae ket ho mestr taos an diou zrakm ? » 25 Respont a ra : « Eo ! » Evel m’ema o tond d’an ti, e krog Jezuz da gomz da genta : « Petra, emezañ, a zoñjez, Simon ? Rouaned ar bed, diwar goust piou e kemeront taosou pe daillou ? Diwar goust o mibien pe diwar goust ar re all ? » 26 Respont a ra : « Diwar goust ar re all. »

Jezuz a respont dezañ : « Diskarget eo ar vibien eta ! 27 Arabad evelato beza eur gwall-skoill evito. Kerz d’ar mor ha taol an higenn ! Ar pesk kenta o sevel, pak-eñ, digor e veg dezañ hag e kavi eur stater. Kemer hemañ ha ro-eñ, evidon hag evidout. »


17/28