An aviel hervez Sant Vaze - Traduction H. Danielou

Index

Pennad c’hwezeg

Eur zin euz an neñv

1 Tostaad a ra ar farizianed hag ar zaduseaned. Evid e amproui, e houlennont digantañ diskouez dezo eur zin euz an neñv. 2 Jezuz a respont hag a lavar dezo : « Pa zeu an abardaez, e lavarit : “Amzer vrao, rag ruz eo an oabl !” 3 Ha diouz ar mintin : “Arne hirio, rag damruz eo an oabl, hag o vond da zu !” Liou an oabl a ouzoh anaoud, med sinou an amzer ne hellit ket ! 4 Rummad fallagr hag avoultrer ! Klask a ra eur zin ! ha sin ebed ne vo roet dezañ, nemed sin Jonaz. » O huitaad a ra, ha mond pelloh.

Goell ar farizianed

5 Mond a ra e ziskibien d’an tu all. Dizoñjet o-deus kemer baraennou ganto. 6 Jezuz a lavar dezo : « Sellit ! Diwallit diouz goell ar farizianed hag ar zaduseaned ! 7 « Prederia a reont enno o-unan, o lavared : « N’on-eus ket kemeret bara ! » 8 Jezuz a oar, hag e lavar : « Perag prederia, ennoh hoh-unan, dre n’ho-peus ket bara ? 9 Ne gomprenit ket c’hoaz ? N’ho-peus ket soñj euz ar pemp baraenn evid pemp mil den ? Ped panerad ho-peus dastumet ? 10 Hag ar zeiz baraenn evid pevar mil den ? Ped panerad ho-peus dastumet ? 11 Penaoz ne gomprenit ket ? N’eo ket diwar-benn bara em-eus lavaret deoh : diwallit diouz goell ar farizianed hag ar zaduseaned. » 12 Neuze e komprenont n’e-noa ket lavared diwall diouz goell ar bara, med diouz kelennadurez ar farizianed hag ar zaduseaned.

Pèr a lavar : “Te eo a zo ar Hrist”

13 Dond a ra Jezuz tro-dro da Zezare-Filip, hag ober goulennou ouz e ziskibien, en eur lavared : « Piou, eme an dud, eo mab an den ? » 14 Lavared a reont : « Lod : “Yann-Vadezour”. Lod all : “Eliaz”. Reou all : “Jeremi”, pe e unan euz ar brofeted. » 15 Lavared a ra-eñ dezo : « Ha c’hwi ! Piou a lavarit ez on-me ? » 16 Simon-Pèr a respont : « Te eo a zo ar Hrist, emezañ, Mab an Doue beo ! »

Jezuz a lavar : “Te a zo Pèr”

17 Jezuz a respont, o lavared dezañ : « Eüruz out-te, Simon, mab da Jonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad o-deus diskuliet dit kement-se, med ma Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : te a zo Pèr (Roh), ha war ar roh-se e savin ma Iliz, ha doriou an ivern ne vint ket kreñvoh egeti. 19 Roi a rin dit alhweziou rouantelez an neñv : kement a liammi war an douar a vo liammet en neñv ; kement a ziliammi war an douar a vo diliammet en neñv. » 20 Neuze e kemenn d’an diskibien chom heb lavared da zen ebed ez eo-eñ ar Hrist.

Kenta kemennadenn euz e basion

21 Adaleg neuze, e krog Jezuz da ziskouez d’e ziskibien e rank-eñ mond da Jeruzalem, gouzañv kalz a-berz ar gozidi, ar veleien-veur hag ar skriverien, beza lazet, ha d’an trede deiz, adsevel.

Pèr a zav e vouez

22 Pèr e denn gantañ a-gostez, hag e krog d’e hourdrouz, en eur lavared : « Doue ra viro, Aotrou ! Nann, ne hoarvezo ket an dra-ze ganit ! » 23 Distroi a ra-eñ ha lavared da Bèr : « Kerz a-dreñv din, satan ! Eur gwall-skoill out evidon : da venoziou n’int ket re Zoue med re an dud. »

Kemer da groaz

24 Neuze e lavar Jezuz d’e ziskibien : « Nep piou bennag a feil dezañ dond war ma lerh, r’en em naho e-unan, ra zougo e groaz, ha ra zeuio d’am heul ! 25 Ya ’vad, an hini a fell dezañ savetei e vuhez, he hollo. Med an hini a gollo e vuhez, en abeg din-me, he havo. 26 Ya ’vad, petra a dalvez d’eun den gounid ar bed a-bez, ma vez daonet e ene ? Pe c’hoaz, petra a roio eun den en eskemm d’e ene ? »

27 Rag, bez’ ema mab an den o tond e gloar e Dad, gand an êlez. Neuze e roio da bep hini hervez e oberou. 28 Amen, lavared a ran deoh : lod euz ar re-mañ ne danvaint ket ar maro araog beza gwelet mab an den o tond en e rouantelez. »


16/28