Eil sizunvez an Azvent

Eil sizunvez an Azvent

Euz an 9 d’ar 15 a viz Kerzu 2018

Eil sul an Azvent (C)

Lk 3, 1-6

1 Er pemzegved bloavez ma oa Tiber Sezar impalaer, pa vedo Poñs Pilat gouarnour Bro-Judea, Herodez Tetrark Bro-Halilea, Filip, e vreur, Tetrark Bro-Iturea ha Trakonitiz, Lisaniaz Tetrark Bro-Abilen ; 2 pa vedo Anna ha Kaifaz evel Beleien-vraz, neuze e teuas Komz Doue da Yann, mab Zakarïaz, en dezert.

3 Mond ha dond a ree a-dreuz bro ar Stèr-Jordan, en eur brezeg eur vadeziant a jeñch buhez evid pardon ar pehejou, 4 evel m’eo skrivet e leor komzou ar profet Izaïaz :
« Mouez eun den o youhal en dezert :
« Kempennit an hent d’an Aotrou,
« eünit dezañ e wenojennou.
5 « Stanket e vo pép traonienn,
« izelleet e vo pép menez ha pép torgenn,
« eünet e vo an heñchou kamm
,
« ha kompezet, ar re digompez.
6 « Hag e welo pép den, silvidigez Doue ».

Lun

Lk 5, 17-26

17 Eun deiz m’edo Jezuz o kelenn, e oa azezet ouz e zelaou Farizianed ha Doktored war al Lezenn, deuet euz oll gêriadennou Bro-Halilea, Bro-Judea ha Jeruzalem. Ha bez’ e oa gantañ galloud an Aotrou da barea ar re glañv.

18 Digouezoud a reas tud o tougenn, war e wele, eun den seizet. Klask a reent e zigas en ti evid e lakaad dirazañ.

19 Ablamour ma oa leun an ti a dud, ne gavent tu e-béd da gas tre an den, hag e pignjont war al leurenn doenn, hag en eur lemel an teol, e tiskennjont anezañ, gand e wele, e-kreiz an dud dirag Jezuz.

20 O weled o feiz, e lavaras Jezuz dezañ :

— « Pardonet eo dit da behejou ».

21 En em lakaad a reas ar Skribed hag ar Farizianed da zoñjal enno o-unan :

— « Piou eo hemañ gand e zoñjou dizakr ? Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén ? »

22 Med o houzoud petra a oa en o spered, e respontas Jezuz dezo :

— « Perag maga seurt soñjou en ho kalon ? 23 Petra eo an êsa da lavared : « Pardonet eo dit da behejou », pe lavared : « Sav ha kerz » ? 24 Ahanta ! Evid ma ouezoh e-neus Mab an Den galloud war an douar da bardoni ar pehejou : « Me ’lavar dit », emezañ d’an den seizet, « sao en da-zav, kemer da wele ha distro d’ar gêr ».

25 Kerkent e savas hemañ en e-zav dirazo, e kemeras e wele, hag ez eas d’ar gêr en eur veuli Doue.

26 Kregi a reas ar spont neuze enno oll, hag e veulent Doue. Leun a zoujañs, e lavarent :

— « Traou burzuduz on-eus gwelet hirio ».

Meurz

Mz 18, 12-14

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

12 « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? M’e-neus eun dén kant penndeñved, ha ma teu unan da zianka, daoust ha ne lezo ket an naonteg ha pevar-ugent all war ar menez, evid mond war glask an hini dianket ?

13 « Ha ma teu a-benn d’e gavoud en-dro, e gwirionez m’hel lavar deoh, e-no muioh a joa diwar-benn hennez, eged diwar-benn an naonteg ha pevar-ugent, ha n’int ket bet dianket.

14 « Evel-se, ne fell ket d’ho Tad a zo en neñv, ez afe da goll hini ebéd euz ar re vihan-ze.

Merher

D’an 12 a viz Kerzu, Gouel Sant Kaourantin
lidet e Eskopti Kemper ha Leon

Lk 11, 33-36

En amzer-ze, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

33 « Ne elum den e-béd eul lamp evid e lakaad en eul leh kuz, med laket e vez war eur hantolor, evid ma welo ar sklêrijenn, ar re a zeu en ti.

34 « Lamp da gorv eo da lagad. Mar d-eo glan da lagad, ema da gorv a-béz er sklêrijenn. Med, mar d-eo fall da lagad, e vo da gorv ive en deñvalijenn. 35 Gwél ’ta, ma n’eo ket teñvalijenn, ar sklêrijenn a zo ennout.

36 « Mar d-ema da gorv a-béz er sklêrijenn, hep tamm teñvalijenn e-béd, e vezo en e-béz er sklêrijenn, evel pa vez al lamp o sklêrijenna an dud gand e skéd ».

Merher eil sizunvez an Azvent

Mz 11, 28-30

En amzer-ze, e lavaras Jezuz ar homzou-mañ :

28 « Deuit davedon, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.

29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».

Yaou

Mz 11, 11-15

Lavared a ree Jezuz d’ar bobl :

11 « E gwirionez, e lavaran deoh : e-touez bugale ar gwragez, n’eus ket savet brasoh eged Yann-Vadezour. Koulskoude, brasoh egetañ eo ar bihanna e Rouantèlèz Doue.

12 Abaoe amzer Yann-Vadezour beteg bremañ, e vez gwasket Rouantèlèz an neñvou, ha gand tud taer e vez klasket paka krog enni. 13 Rag an oll brofeted hag al Lezenn o-deus diouganet beteg Yann. 14 Ha m’ho-peus c’hoant da intent gwelloh : eñ eo, end-eün, an Elïaz a zo da zond.

15 An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »

Gwener

Mz 11, 16-19

Lavared a ree Jezuz an homzou-mañ d’an dud :

16 « Ouz petra eo heñvel ar rummad tud-mañ ? Heñvel eo ouz bugale, azezet war ar blasenn, o huchal da reou all : 17 Sonet on-eus deoh gand ar fleüt, ha n’ho-peus ket dañset. Kanet on-eus deoh gwerziou kañv, ha n’ho-peus ket skoet war ho peultrin.

18 « Deuet eo Yann, o chom héb drebi nag eva, hag e vez lavaret diwar e benn : e dalh an droug-spered ema. 19 Deuet eo Mab an Dén, o trebi hag oh eva, hag e vez lavaret : eul lonteg a zo anezañ, eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien.

Med, anavezet eo bet ar furnez diwar heh oberou ».

Sadorn

Mz 17, 10-13

10 Goulenn a reas an diskibien ouz Jezuz :

— « Perag eta e lavar ar skribed e rank Elïaz dond da genta ? ».

11 Respont a reas Jezuz :

— « Gwir eo e rank Elïaz dond evid reñka pep tra. 12 Med, m’hel lavar deoh, deuet eo Elïaz dija, ha n’o-deus ket e anavezet, ha greet o-deus dezañ ar pez a garent. Med ema Mab an Dén, eñ ive, o vond da houzañv euz o ferz ».

13 Neuze, eh intentas e ziskibien, e komze dezo euz Yann-Vadezour.