An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.
Goude al lizer kenta kaset dezi gand Paol e sav eur pennad birvill e Iliz Korint. Afer a glasker zoken ouz Paol. Tamallet eo da veza hedro, douetañs a zav war e renk a abostol ; dister e vez kavet e-skoaz « an ebestel all ».
Daoust ma ne blij ket kement-se dezañ, Paol en-em garg d’en em zivenn e-unan. Ya, abostol e gwirionez, gwir ha reiz eo e Aviel, koulz hag e labour a abostolèrèz, kalet e sko d’en em zivenn ; med startoh c’hoaz eh embann e garantez evid ar Gorintianed hag ar joa e-neus outo.
I. 1 Paol abostol ar Hrist Jezuz, dre volontez Doue, hag ar breur Timote da Iliz Doue a zo e Korint ha d’an oll zent a zo en Akaia a-bez, 2 deoh, gras ha peoh a-berz Doue on Tad hag an Aotrou Jezuz Krist. 3 Ra vo benniget Doue, Tad an Aotrou Jezuz Krist, Tad an oll drugarez ha Doue peb frealzidigez.
4 Frealz a ro deom en on oll drubuillou, evid rei deom galloud da frealzi kement-hini a zo en drubuill, dre ar frealzidigez a resevom-ni on-unan digand Doue. 5 Rag evel ma ’z eo puill ennom poaniou ar Hrist, evel-se ivez, dre ar Hrist, e vo puill or frealzidigez. 6 Hag en drubuill emaom ? Evid ho frealzidigez hag ho silvidigez an hini eo ; hag er frealz emaom ? Evid ho frealzidigez e ra deoh gouzañv an heveleb poaniou a ziwaskom ni ivez. 7 Hag on esperañs diwar ho penn a zo stard : ni a oar ho-po lod en or frealzidigez, c’hwi hag ho po kemeret lod euz or poaniou.
8 Rag ne fell ket deom, breudeur, ho lezel heb gouzoud : an enkrezou on-eus gouzañvet en Azia o-deus or gwasket kenañ, dreist on nerz, ken na oan mennet da goll esper euz ar vuez zoken. 9 Ya, ennom on-eus santet ez oam barnet d’ar maro. Hag evel-se n’hellem ket lakaad or fiziañs ennom on-unan, med e Doue a zav ar re varo da veo. 10 Eñ eo e-neus on tennet euz eur seurt maro hag on tenno c’hoaz. Ennañ on-eus lakeet or fiziañs : on tenna a raio c’hoaz anezañ. 11 C’hwi ho-po sikouret ivez dre ho pedennou evidom ; evel-se ar hras-se on-eus bet dre bedennou eun niver braz a dud a zeuio da veza evid kalz a dud eur bedenn a drugarez evidom.
12 Rag ar pez a laka stad ennom eo an testeni-mañ euz or houstiañs : en on darempredou er bed ha dreist-oll en ho keñver-c’hwi, ez om bet atao didroidell ha leal dirag Doue, n’eo ket a-vad hervez eur furnez-den med hervez gras Doue. 13 Rag ne skrivan deoh netra all ebed nemed ar pez a lennit hag a intentit. Med fiziañs am-eus eh intentit mad kenañ. 14 Peogwir ho-peus intentet ahanon, evid eul lodenn da vianna : ni a zo evidoh eun abeg a enor evel ma ’z oh c’hwi evidom da zeiz an Aotrou Jezuz.
15 Eur seurt asurañs ennon, edo em zoñj mond beteg ennoh da genta evid m’ho-pefe eur hras all muioh ; 16 goudeze, ahano mond da Vakedonia hag erfin distrei euz Makedonia beteg ennoh evid ma rafeh kement a zo red evid va beach e Judea. 17 O tivizoud kemend-all n’am-eus ket marteze pouezet mad peb tra ? Pe n’eo va mennadou nemed mennadou deuet en doare ma vefe ennom war eun dro ar ya hag an nann. 18 Ken gwir ha m’eo Doue feal, n’oa ket ar homzou am-eus lavaret deoh « ya » ha « nann » war eun dro, 19 rag mab Doue, ar Hrist Jezuz, on-eus prezeget en ho touez, Silvan, Timote ha me, n’eo ket bet « ya » ha « nann » war eun dro, n’eus bet ennañ nemed « ya ». 20 Hag oll bromesaou Doue o-deus kavet ennañ o « ya ». Setu perag ivez eo dre ar Hrist e lavarom « amen » da Zoue evid e hloar. 21 An hini a ra deom beza kreñv evid an Aotrou Krist, a-unan ganeoh, an hini e-neus or zakret eo Doue. 22 Eñ e-neus or merket gand e ziell ha roet deom da hêrez ar Spered Santel en or halonou. 23 Evidon-me, a gemer Doue da dest war va buez, dre zamant evidoh eo n’on ket distroet da Gorint. 24 Nann, ne glaskom ket ober or mestr war ho feiz med dond war zikour ho levenez eo a reom, rag evid ar feiz e talhit mad.
II. 1 Evidon-me am-eus divizet kement-mañ : ne zistroin ket davedoh gand an dristidigez a zo warnon. 2 Rag ma vezan eun abeg a dristidigez evidoh, piou a roio din laouenidigez nemed an hini am-eus greet poan dezañ a vefe ? 3 An dra-ze eo a glaskan gand va lizer : mired na vefen poaniet gand ar re a dlefe rei din laouenidigez pa zegouezin. Kredi a ra din stard evid ar pez a zell ouzoh-hwi, eo va laouenidigez hoh hini deoh-hwi ivez oll. 4 Setu perag, ankeniet va halon, eo am-eus skrivet deoh, an dour em daoulaged, n’eo ket a-vad evid doania ahanoh, med evid ma ouezfeh pegen braz eo ar garantez am-eus evidoh.
5 M’e-neus unan bennag greet poan da unan all, n’eo ket din-me eo, med, en eun doare, – arabad eo mond re hir, – deoh-hwi oll. 6 Evid eur seurt den, awalh eo ar rebech greet dezañ gand an dam-vuia. 7 Er hontrol zoken, pardonit dezañ ha frealzit anezañ gand aon na gouezfe e re vraz tristidigez. 8 Alia a ran ahanoh da zelaou mouez ar garantez en e geñver, 9 rag va zoñj a oa, o skriva deoh, gweled ha gwirion e oa ho sentidigez e peb tra. 10 D’an hini a bardonit c’hwi dezañ e pardonan me ivez. M’am-eus me pardonet, e kement ha m’am-eus bet d’henn ober, evidoh-hwi eo am-eus her greet, ar Hrist o weled ahanon, 11 evid na vefem ket touellet gand Satan. Rag n’emaom ket heb gouzoud o klask petra ema.
12 Setu me erruet e Troaz evid prezeg Aviel ar Hrist ha daoust ma oe digoret frank an nor din gand an Aotrou, 13 n’edo ket va spered e peoh o veza n’am-boa ket kavet Tit, va breur. Ha me kimiada diouto ha mond da Vakedonia. 14 Meuleudi da Zoue, e-neus bepred dre ar Hrist roet deom kaoud an treh gantañ hag a skuill drezon, e peb leh, c’hwez vad an anaoudegez anezañ. 15 Rag bez’ ez om, e gwirionez, evid Doue, c’hwez vad ar Hrist, evid ar re en em zavete hag ar re a ya da goll. 16 Evid lod, eur c’hwez a varo a gas d’ar maro, evid re all eur c’hwez a vuez a gas d’ar vuez. Med evid eur seurt labour piou a zo den awalh ? 17 Rag n’om ket heñvel ouz kalz re all ha na brezegont ket komz Doue en e gwir. Ni eo gand lealded a-berz Doue, er Hrist, eo e komzom.
III. 1 Daoust hag emaom adarre o vond d’en em veuli on-unan, pe ezomm on-eus, evel lod ’zo, euz eul lizer-kred da ziskouez, pe da gaoud diganeoh ? 2 C’hwi hoh-unan eo al lizer-ze skrivet en or halonou, hag a hell an oll lenn hag anaoud. 3 Sklêr eo ez oh al lizer deuet a-berz ar Hrist ha fiziet ennom, skrivet n’eo ket gand liou, med gand spered an Doue beo, n’eo ket war daolennou-mên, med war daolennou kig ho kalonou. 4 Setu an asurañs on-eus dre ar Hrist dirag Doue. 5 Drezom on-unan, n’am ket gouest da lakaad tra pe dra war or hont, evel ma vefe ahanom on-unan. Nann, euz a Zoue eo e teu or galloud. 6 Eñ eo e-neus rentet ahanom gouest da veza ministred an Emgleo nevez, ha n’eo ket hini al lizerenn eo med hini ar Spered ; rag al lizerenn a ro maro, ar Spered a ro buez.
7 Hogen m’e-neus ar ministrèrèz a varo engravet war vên, skedet gand kement a hloar ma ne helle ket an Israelited para o daoulagad war dremm Voizez ablamour d’ar hloar, tremenuz koulskoude, euz an dremm-se, 8 pegement muioh n’e-no ket ministrèrèz ar Spered ? 9 Ha mar deo bet leun a hloar ministrèrèz ar gondaonedigez, pegement muioh ne vo ket ministrèrèz ar justis ? 10 Nann, ar pez a zo bet merket neuze en eun doare gand ar hloar, n’eo netra e kichenn ar hloar-se divuzul. 11 Rag mar deo bet merket a hloar ar pez ne ra nemed tremen, pegement muioh ne vo ket ar pez a zo paduz ?
12 Kennerzet gand eur seurt esperañs, ez on leun a asurañs. 13 Ne reom ket evel Moizez, a lakee eur ouel war e zremm evid na welfe ket bugale Israel ar fin euz ar pez ne ree nemed tremen. 14 Med teñval eo eet o sperejou ! Beteg hirio pa lenner an Testamant Koz, ar ouel-se a jom. N’eo ket savet, rag ne vez savet kuit nemed er Hrist. 15 Ya, beteg an deiz a hirio, beb gwech ma lennont Moizez, ez eus eur ouel war o halon. 16 Ne gouez ar ouel nemed gand an distrei d’an Aotrou. 17 Rag ar Spered eo an Aotrou, hag el leh m’ema Spered an Aotrou, eno ema ar frankiz. 18 Ha ni oll, dizolo on dremm, gloar an Aotrou, o skedi warnom ni a zeu da veza ar skeudenn-se end-eeun gand eur hloar atao splannoh-splanna dre an Aotrou a zo Spered.
IV. 1 Ha peogwir eo deom, dre drugarez, ar ministrèrèz-se, ne fallgalonom ket. 2 Troet on-eus kein d’an troiou kuzet pe vezuz, pell diouzim an doareou gwidreuz, ha ne zistresom ket Komz Doue, er hontrol eo, oh embann ar wirionez eo e klaskom gounid fiziañs an oll dud dirag Doue. 3 Ha ma chom eur ouel war an Aviel eo evid an dud difeiz, 4 dallet o spered gand doue ar bed-mañ, evid mired na welfent sked Aviel an Aotrou Krist, eñ hag a zo ar skeudenn a Zoue. 5 Nann, n’eo ket ni on-unan eo a brezegom, med Jezuz Krist an Aotrou ; evidom-ni, ni a embann beza servicherien deoh ablamour da Jezuz. 6 Rag an Doue e-neus lavaret : « Ra darzo ar sklerijenn euz an deñ valijenn », eo an hini e-neus skedet en or halonou, da lakaad da splanna an anaoudegez euz e hloar a sked war dremm ar Hrist.
7 Med an teñzor-se a zougom ennom evel e listri-pri, evid rna vo sklêr n’eo ket ahanom e teu ar galloud burzuduz-se med euz Doue. 8 A beb tu ez om gwasket, med pas flastret, nehet gand on hent, med pas nehet en or halon, 9 heskinet, med pas dilezet, diskaret, med pas kaset da netra. 10 Dalhmad e tougom en or horv maro Jezuz, evid ma vo buez Jezuz, hi ivez, roet da anaoud en or horv. 11 Rag ni, ar re veo, a vez dalhmad taolet d’ar maro ablamour da Jezuz, evid ma vo buez Jezuz, hi ivez, roet da anaoud en or horv tonket d’ar maro. 12 Evel-se ema ar maro o labourad ennom, hag ar vuez ennoh. 13 Koulskoude, douget gand ar spered a feiz hervez m’eo skrivet er Skritur : « Kredet am-eus ha setu perag am-eus komzet », ni ivez on-eus ar feiz ha setu perag e komzom. 14 Rag her gouzoud a reom ervad, an hini e-neus adsavet an Aotrou Jezuz da veo, on adsavo, ni ivez, a-unan gand Jezuz hag on lakaio ganeoh en e gichenn. 15 Kement a reom a zo ablamour deoh, evid ma teuio grasou puill en eur greski da lakaad da greski an anaoudegez vad e kalonou eun niver brasoh a dud.
16 Setu perag ne fallgalonom ket, ha daoust ma ’za da fall ennom an den diavêz, e talh an den diabars ahanom da nevesaad euz an eil devez d’egile. 17 Ya, on trubuillou er bed-mañ, a zo buan tremenet ha skañv e-skoaz an digoll a hloar heb par ha peurbaduz a bourchasont deom. 18 Setu perag, n’eo ket war an traou a weler eo paret or zellou, med war an traou na weler ket. Ar re a weler n’int ket da badoud, med ar re na weler ket a zo peurbaduz.
V. 1 Her gouzoud a reom ; ma teu on demeurañs war an douar, ha n’eus anezi nemed eun deltenn, da veza diskaret, on-eus en neñvou eun ti savet gand Doue, ha n’eo ket diwar zorn an den, eun demeurañs peurbaduz, 2 hag eh hirvoudom gand ar c’hoant braz da wiska war horre egile on ti neñvel, 3 gand ma vefem kavet gwisket ha n’eo ket en noaz. 4 Rag ni hag a zo en deltenn-mañ, huanadi a reom, gwasket ; e gwirionez, ne fell ket deom fila on dilhad, med lakaad eur wiskamant all war egile evid ma vo lonket gand ar vuez ar pez a zo marvel ennom. 5 An hini e-neus or greet evid an amzer-se da zond eo Doue, eñ hag e-neus roet deom arrez ar Spered.
6 Evel-se eta ez om atao leun a fiziañs, daoust ma ouzom emaom en harlu, pell diouz ti an Aotrou, e-keid ha m’emaom o veva en or horv. 7 Evel-se, leun a fiziañs e kerzom, n’eo ket dre ar gweled anezañ… 8 Ya, bez’ ez om leun a fiziañs, ha kalz gwelloh e kavom diloja euz ar horv-mañ evid mond da veva gand Doue. 9 Or brasa preder eo plijoud dezañ, pe e vefem o chom en on demeurañs pe kuiteet or-befe anezi. 10 Rag oll e rankim en em ziskouez evel m’emaom evid beza barnet gand or Zalver, ha reseo peb hini en e gorv kement e-no gounezet, mad pe fall.
11 Oh anaoud eta an doujañs dleet d’an Aotrou e klaskom sacha an dud d’ar wirionez ; ha dirag Doue n’eus netra ahanom hag a vefe kuzet, ha fiziañs am-eus n’eus ahanom netra guzet en ho koustiañsou. 12 N’en em veulom ket eur wech c’hoaz dirazoh, med tro a room deoh da veza lorh ennoh ganeom, evid ma hellfeh respont d’ar re a denn o lorh euz ar pez a vez gwelet ha n’eo ket euz ar pez a zo er galon. 13 Ma ’z om bet diboell eo evid Doue, ma ’z om fur eo evidoh. 14 Karantez or Zalver ne lez diskuiz ebed ganeom pa zonjom en dra-mañ : ma ’z eo bet marvet unan evid an oll, an oll eta a zo tremenet dre ar maro. 15 Marvet eo or Zalver evid an oll, evid ma teuio ar re a zo beo da veva, n’eo ket evito o-unan, med evid an hini a zo bet maro hag adsavet da veo evito.
16 Evel-se ni, diwar vremañ, n’on-eus mui anaoudegez euz den ebed hervez doareou ar bed, ha p’on-defe bet anavezet or Zalver hervez doareou ar bed, bremañ avad n’eo ket mui ar memez tra. 17 Setu perag kement hini a zo en Aotrou Krist a zo greet anezañ eun den nevez, ar bed koz a zo eet e-biou, setu ganet ar bed nevez. 18 Peb tra a zeu euz a Zoue e-neuz greet ar peoh dre ar Hrist hag e-neus fiziet ennom ministrèrèz ar peoh. 19 Rag e peb doare Doue eo a ree ar peoh etrezañ hag ar bed, o chom heb lakaad o fehejou e kant an dud hag o lakaad ennom komz ar peoh. 20 En ano ar Hrist eta ez on bet kaset, ha drezom eo Doue e-unan, e gwirionez, a zeu d’ho kelver. En ano ar Hrist e teuom d’hoh aspedi, lezit ar peoh d’hoh unani gand Doue.
VI. 1 Peogwir emaom o labourad asamblez gantañ, ho pedom da jom heb lezel difrouez ar hras resevet digand Doue. 2 Rag lavared a ra : da vare an drugarez am-eus da zelaouet ha da zeiz ar zilvidigez am-eus da zikouret. Setu bremañ amzer wella an drugarez, setu bremañ deiz ar zilvidigez. 3 Ne fell ket deom, e doare ebed, rei sikour fall da zen evid ma vo didamall or ministrèrèz. 4 Er hontrol eo, ni a fell deom beva e peb doare evel ministred da Zoue dre ar perz da herzel e-kreiz an trubuillou, an enkadennou, an ankeniou, 5 an taoliou, ar prizoniou, an taoliou dispah, ar skuizder, ar yunou, ar beilladegou, 6 dre ar burentez, ar ouisiegez, ar perz da houzañ, ar vadelez, dre ar Spered Santel, er garantez wirion, 7 dre ar gomz a wirionez, dre halloud Doue, dre armou ar justis da skei ha d’en em zivenn, 8 enoret pe dismegañset, brudet mad pe fall, lakeet e renk touellerien ha ni gwirion koulskoude, 9 e renk tud dianav ha ni anavezet mad, dare da vervel ha ni beo koulskoude, kastizet ha ni o chom heb mervel 10 evel tud glaharet ha ni laouen atao, evel peorien ha ni o lakaad meur a hini pinvidig, evel tud dibourvez krenn, ni hag on-eus peb tra koulskoude. 11 Komzet on-eus didroidell, Korintianed, n’on-eus kuzet netra. 12 N’hoh ket enket en on touez, ennoh hoh-unan eo ez oh enket. 13 Neuze ’ta, bezit evidom ar pez ez om bet evidoh ; komz a ran deoh evel d’am bugale, digorit frank ho kalonou, c’hwi ivez.
14 Na zachit ket, c’hwi, war ar memez karr gand an dud difeiz ; penaoz lakaad asamblez ar justis hag ar fallagriez ? Peseurt unvaniez etre ar sklerijenn hag an deñvalijenn ? 15 Peseurt emgleo etre ar Hrist ha Belial ? Peseurt darempred etre an den a feiz hag an den difeiz ? 16 Petra a gaver kenkouz e templ Doue hag en idolou ? Rag bez ez om-ni templ an Doue beo, evel m’e-neus Doue lavaret : « En o zouez e teuin da jom hag e kerzin. Me a vezo o Doue, hag int-i a vezo va fobl. 17 Deuit kuit euz a-douez an dud-se, hag en em lakit disparti, eme an Aotrou. Na douchit ket ouz netra zihlan ha me a roio degemer deoh. 18 Me a vezo evidoh eun Tad, ha c’hwi a vezo evidon mibien ha merhed, eme an Aotrou oll-halloudeg ».
VII. 1 Peogwir on-eus ar promesaou-ze, breudeur karet, en em nêtaom euz peb saotr euz ar horv hag euz ar spered ; peurechuom da zantellaad en doujañs a Zoue. 2 Grit deom plas en ho kalonou ; n’on-eus greet gaou ouz den ebed, n’on-eus rivinet den ebed, n’om ket bet dizonest e keñver den ebed. 3 N’eo ket evid ho kondaoni eo e lavaran kement-se, henn lavaret am-eus dija, en or halonou emaoh, beo pe varo. 4 Braz eo va hardizegez en ho keñver, braz eo al lorh am-eus ganeoh, karget on a frealzidigez, leun-barr on a levenez e-kreiz on oll drubuillou.
5 E gwirionez, pa ’z om degouezet er Makedonia, n’on-eus ket bet a ziskuiz, kentoh kalz a drubuillou, stourmajou en diavêz, ankeniou en diabarz. 6 Med Doue, an hini a ro frealz d’an dud izel, e-neus or frealzet dre zonedigez Tit. 7 N’eo ket hebken dre e zonedigez med dre ar frealzidigez e-noa bet diganeoh, rag diskleriet e-neus deom ho c’hoant braz, ho taerou, ho youl vad evidon ken n’eo bet kresket c’hoaz va levenez. 8 M’am-eus glaharet ahanoh gand va lizer, n’am-eus keuz ebed. Ha m’am-befe bet keuz, al lizer-se a welan e-neus glaharet ahanoh ha pa n’e-vefe bet nemed evid eur pennadig. 9 Laouen on bremañ, n’eo ket a-vad ablamour m’hoh bet glaharet, med ablamour d’ar heuz a zo savet diwar ho klahar. Rag ho tristidigez a oa hervez Doue ; 10 Rag ar hlahar hervez Doue a zeu ganti eur heuz hag a gas d’ar zilvidigez, ha ne zeu ket a gerse war he lerh. An dristidigez hervez ar bed a ro ar maro. Gwelit kentoh petra he-deus greet deoh. Ya a-vad, peseurt hast ouzin, peseurt digareziou, peseurt taerijenn, peseurt nehamant, peseurt c’hoant, peseurt gred, peseurt kastiz ; n’eus forz penaoz, diskouezet ho-peus hoh-unan ez oh direbech en afer-se.
12 M’am-eus skrivet deoh, n’eo ket ablamour d’an dismegañser pe d’an hini a zo bet dismegañset, med evid diskleria dirazoh ha dirag Doue ar greduz ma ’z oh en or heñver. 13 Setu petra e-neus or frealzet. Ouspenn ar frealz-se deom, ez eus bet muioh a levenez ennom c’hoaz gand ar joa e-neus bet Tit, a zo bet kennerzet e spered ganeoh oll. 14 Rag m’am-eus diskouezet dirazañ beza lorh ennon ganeoh, n’am-eus ket bet da gaoud mez, med evel m’o-neus lavaret deoh ar wirionez bepred, evel-se al lorh on-eus diskouezet diwar ho penn dirag Tit, a zo deuet da veza ar Wirionez. 15 Kreski a ra c’hoaz ar garantez e-neus evidoh pa zeu da zoñj dezañ euz ho sentidigez deoh oll, gand pebez doujañs ha pebez respect ho-peus e zegemeret. 16 Levenez a zo ennon o veza ma hellan e peb tra konta warnoh.
VIII. 1 Felloud a ra deom, breudeur, rei deoh da anaoud ar hras e-neus roet Doue da Ilizou ar Makedonia. 2 E-kreiz an trubuillou niveruz o-deus o amprouet, karget a levenez, ha paour-raz, ez int bet brokuz dreist da rei, 3 hervez ar pez a hellent, euz o fenn o-unan, ha dreist zoken, test on a gement-se ; 4 goulennet o-deus stard diganeom ar hras da gemer lod er zikour-se roet d’ar zent. 5 En tu all zoken d’on esperañs, o-deus en em roet o-unan da genta d’an Aotrou ha goude deom-ni dre volontez Doue. 6 Setu perag on-eus poaniet war Tit evid ma kaso da benn, en ho keñver ivez, an oberenn-se a garantez evel m’e-noa staget ganti. 7 Med peogwir ez oh pinvidig a beb seurt traou : feiz, prezegèrèz, mall da ober peb tra vad, karantez silet ganeom en ho kalonou, bezit eta ken brokuz all en dro-mañ.
8 N’eo ket eun urz a roan deoh ; med o rei da anaoud deoh gred ar re all, e roan tro deoh da weled ha gwirion eo ho karantez. 9 Gouzoud a rit beteg pegeid eo eet Jezuz Krist, on Aotrou, eñ pinvidig a zo en em lakeet paour ablamour deoh evid ma vefeh pinvidikeet diwar e baourentez. 10 Eun ali eo a roan deoh war ar poent-se : ar pez a zo deread evidoh peogwir oh bet ar re genta, n ’eo ket hebken o tigas da vad an oberenn-se, med c’hoaz o tivizoud ober anezi warlene dija. 11 Bremañ eta kasit anezi da benn ; evel-se e vo greet hervez ho kalloud an traou kaer ho-poa divizet ober. 12 Pa vez e gwirionez bolontez vad, e vezer resevet mad gand ar pez a vez, n’eus forz ar pez n’on-eus ket. 13 N’eo ket da lavared evelato e tleit koueza en dienez evid dizamma ar re all, med beza par an eil d’egile. 14 En amzer a vremañ, ar pez ho-peus a re a zeuio war zikour dienez ar re all evid ma teuint d’o zro gand ar pez o-deus war zikour ho tienez deoh ; hag evel-se e vo kement ha kement d’an oll, 15 hervez m’eo skrivet : an hini e-noa dastumet kalz n’e-noa netra a re, hag an hini e-noa dastumet nebeud ne ree netra diouer dezañ.
16 Bennoz da Zoue da lakaad e kalon Tit ar memez gred en hoh andred. 17 Plijet eo gantañ respont d’or houviadenn ha muioh c’hoaz a brez warnañ ez eo eet davedoh euz e benn e-unan. 18 Kaset on-eus gantañ ar breur a gan an oll Ilizou e veuleudi e keñver an Aviel. 19 Gwelloh c’hoaz, eñ eo an hini a zo bet astennet warnañ an daouarn gand an Ilizou evid beaji ganeom, en oberenn-se a garantez en em room dezi evid gloar an Aotrou e-unan ha kas da vad or gwella menoziou. 20 Evez braz a lakom evid na vo kavet netra da rebech deom war ar pez a reom gand an arhant braz a vez fiziet ennom. 21 Preder a gemerom gand ar mad, n’eo ket hebken hervez menoz Doue, med ivez hervez menoz an dud.
22 Gand ar gannaded on-eus kaset ivez or breur, an hini on-eus aliez hag e meur a dra gwelet pegen greduz e oa ha bremañ her gwelom gwelloh, rag fiziañs braz e-neuz ennoh. 23 Tit a zo o veva ganin hag o labourad ganin en ho servich ; or breudeur a zo kannaded an Ilizou, gloar ar Hrist, 24 roit dezo eta, dirag an Ilizou, ar merk euz ho karantez hag euz an abeg mad on-eus bet da gaoud lorh ennoh.
IX. 1 War ar pez a zell ouz ar zervich da rei d’ar zent, ezomm ebed din da skriva deoh. 2 Gouzoud a ran e klaskit ober euz ho kwella, ha war ar poent-se am-eus diskouezet va lorh dirag ar Vakedonianed : « Bro Akaia, – a lavaren-me dezo, – a zo prest abaoe warlene hag ho kred deoh-c’hwi e-neus entanet an darn-vuia. 3 Ar vreudeur am-eus kaset deoh evid na vo ket kaset da netra, war ar poent-se, al lorhuz ma ’z om ahanoh, evid ma vefeh e gwirionez prest evel ma lavaren. 4 Aon am-befe, ma teu Makedonianed ganin, ha ma ne vefeh ket prest, e teufe mez deom ha deoh-c’hwi ivez, e leh ar fiziañs-se. 5 Soñjet am-eus eta e oa eun dever evidon pedi ar vreudeur da vond davedoh en or raog ha da reiza ho tonezonou. An donezonou brokuz ho-peus prometet a vezo gwir largentez pa vezint dastumet ha n’eo ket pizoni.
6 Gouezit an dra-mañ : « Piz a hado, treud a eosto, frank a hado, puill a eosto ». 7 Da beb hini rei hervez m’e-no divizet en e galon, heb keuzi na dre heg, rag Doue a blij dezañ ar re a ro gand laouenidigez. 8 Doue a zo en e halloud rei deoh a-fonn a beb seurt grasou evid m’ho-pefe bepred ar pez a zo red e peb doare hag eun dra bennag ouspenn evid oberou mad a beb seurt, 9 evel m’eo skrivet : « ingalet e-neus, roet e-neus d’ar beorien, e justis a bado da viken ». 10 An hini a bourvez had d’an hader ha bara dezañ da zebri a roio deoh ivez an had, a lakaio anezañ da greski, ha da greski ivez frouez ho justis. 11 Pinvidikeet e vezoh e peb doare ha gand a beb seurt donezonou a lakaio da zevel dre on daouarn ar grasou warzu Doue. 12 Rag ar gest-se n’eo ket hebken herzel ouz ezommou ar zent eo a raio, med ouspenn, lakaad da greski ar grasou rentet da Zoue. 13 Prizoud a reont talvoudegez ar zervich-se hag e rentont gloar da Zoue evid ar sentuz ma ’z oh e keñver Aviel ar Hrist hag evid ar brokuz ma ’z oh en o heñver hag e keñver an oll, 14 ha dre o fedennou evidoh e tiskouezint deoh o harantez ablamour d’ar grasou puill roet deoh gand Doue. 15 Ra vo rentet grasou da Zoue evid e zonezon dreist-lavar !
X. 1 Me, Paol, me va-unan, a houlenn diganeoh dre zouster ha madelez ar Hrist, me ken izel a galon pa vezan en ho touez ha ken hardiz pa vezan pell diouzoh ; 2 Me ho ped, pa vezin ganeoh, grit ma n’am-bo ket a dro da implijoud an hardizegez a zo em zoñj implijoud a-zevri gand ar re a gred dezo e renom or buez hervez an natur-den. 3 Rag en natur-den e vevom, med n’eo ket hervez an natur-den eo e stourmom. 4 Nann, on armou deom-ni ne zeuont ket ahanom on-unan. O galloud a zeu euz a Zoue evid dismantr kestell, diskar a reom fals menoziou pabored a zo, 5 ha kement penn uhel leun a lorh en em zav a-eneb an anaoudegez euz Doue hag a lakom en on dalh kement spered a zo evid e lakaad da zenti ouz ar Hrist. 6 Ha ni a zo prest da gastiza peb disentidigez, kerkent ha ma vo ho santelez deoh-hwi deuet da veza peurvad.
7 Sellit piz ouz an traou, ma ’z eus unan bennag hag a gred stard dezañ beza d’ar Hrist, ra zeuio da gompren, eur vech evid mad, evel ma ’z eo d’ar Hrist, ni ivez kement hag eñ. 8 Ouspenn, ha goude ma vefe re a lorh ennon gand ar galloud roet gand an Aotrou evid ho tiorren ha n’eo ket evid ho koll, n’am-bo ket mez ebed, 9 ne fell ket din klask ho sponta gand va liziri 10 rag « e liziri, a lavarer, o-deus pouez ha nerz, med pa vez war al leh, e vez dister e zoare ha gwall zister e gomz ! » 11 Ra gompreno mad an den-se kement-mañ : evel ma vezom dre or homzou hag euz a-bell en on liziri, evel-se ivez e vezim en on oberou pa vezim war al leh.
12 Rag n’om ket hardiz awalh evid en em lakaad keñver-ha-keñver gand tud a zo hag en em veul o-unan, ar re-ze a goll o fenn oh en em gemered o-unan da skouer ha da batrom. 13 Ni avad, ne ’z aim ket dreist muzul gand al lorh a ziskouezim, ni a gemero da vuzul ar reolenn merket deom gand Doue, o tegas ahanom beteg ennoh. 14 Rag ne ’z eom ket en tu all d’on tachenn, evel ma ne vijem ket bet deuet dija davedoh. E gwirionez, ni a zo bet erruet beteg ennoh gand Aviel ar Hrist. 15 N’eus ket ennom eul lorh heb muzul, savet diwar labour ar re all, fiziañs on-eus a-vad, gand ho feiz o vond war gresk, e teuim da greski muioh-mui en ho touez o heulia an dachenn merket deom, 16 hag e hellim mond da brezeg an Aviel da vroiou pelloh eged ho re, heb kemer lorh euz labouriou kaset da benn war dachennou re all. 17 – An hini a gemer lorh, dezañ lakaad e lorh en Aotrou. 18 N’eo ket an hini a ro meuleudi dezañ e-unan a ziskouez eo gouest, med an hini a ro an Aotrou meuleudi dezañ.
XI. 1 A ! ma hellfeh gouzañv euz va ferz eun tamm follentez ! Ya, c’hwi am gouzañv. 2 Oazuz on en ho keñver, kement ha Doue ; ho timezet am-eus d’eur pried unik evid ho kinnig d’ar Hrist evel eur werhez hlan ; 3 med aon am-eus, – evel ma teuas ar zarpant da zeseo Eva dre widre, – e teufe ho soñjou da drei fall ha da goll ho lealded e-keñver ar Hrist. 4 Ma teu hini pe hini, n’eus forz piou e vefe, da embann deoh eur Jezuz Krist all ha n’eo ket an hini on-eus-ni embannet deoh ; pe ma roit degemer vad d’eur spered disheñvel diouz an hini ho-peus resevet, pe d’eun Aviel disheñvel diouz an hini ho-peus degemeret, e kavit mad an dra-ze. 5 Me a gred din koulskoude n’on, e netra, disterroh eged an ebestel dreist-se. 6 Diampart evid ar prezeg, ne lavaran ket, evid ar skiant a-vad n’eo ket ar memez tra. Henn diskouezet on-eus deoh e peb tra hag e peb doare.
7 Daoust ha pehed am-eus oh en em izellaad evid hoh uhellaad, pa embannen deoh evid netra Aviel Doue ? 8 Ilizou all am-eus dibourhet diwar ho koust, o reseo diganto peadra da veva evid gelloud ho servicha. 9 – Ha pa edon en dienez, en amzer m’edon en ho touez, n’am-eus goulennet sikour digand den, rag breudeur deuet euz ar Makedonia o-deus pourvezet d’am ezommou, hag e peb tra n’am-eus goulennet sikour digand den, hag en em vired a rin d’henn ober. 10 Dre wirionez ar Hrist a zo ennon, henn diskleria a ran, ne vo ket greet din kuzad an dra-ze, hag a ra va lorh, e broiou an Akaia. 11 Ha perag ta ? Ablamour ma ne garan ket ahanoh ? Doue her goar. 12 Ar pez a ran, a rin c’hoaz, evid lemel peb digarez digand ar re a garfe kaoud hini pe hini evid en em veuli euz ar memez traou ha ni. 13 Ar re-ze a zo fals-ebestel, mevelien ar gaou deuet da veza drevezerien Ebestel ar Hrist. 14 Netra souezuz ebed aze : Satan e-unan a gemer neuz eun êl a sklerijenn. 15 Netra zouezuz eta ma teu e zervicherien da gemer neuz servicherien ar justis. Diouz o oberou e vo an termen diweza.
16 Henn lavared a ran c’hoaz, arabad eo kredi deoh e vefen eet diskiant ; peotramant neuze lakit ez on diskiant, ma hellin, me ivez, fougeal eun tammig. 17 Ar pez ez an da lavared, n’eo ket hervez an Aotrou eo henn lavaran, med evel dre follentez, ken asur on da gaoud peadra da gemered lorh. 18 Peogwir ez eus kalz tud o lorha euz o ferziou a zen, me ivez a lorho. 19 Ya, laouen e houzañvit an dud foll, c’hwi an dud fur. 20 Gouzañv a rit e vefe greet sklaved ahanoh, e vefeh debret, e vefe skrapet ho peadra, ez afed deoh gand regentez, e vefe roet fasadou deoh. 21 Evid or mez e lavaran kement-se, evel ma vefem bet re laosk. Ar pez a greder lavared, evel eur foll e komzan, henn lavaran me ivez.
22 Hebreed int ? Me ivez ! Israelited ? Me ivez ! Euz gouenn Abraham ? Me ivez ! 23 Ministred ar Hrist int ? – eur zotoni emaon o vond da lavared, – me muioh egeto ! El labouriou, muioh egeto, er prizoniou, muioh egeto, gand an taoliou warnon, kalz muioh egeto, e riskl ar maro, meur a wech. 24 A-berz ar Juzevien am-eus resevet pemp gwech an nao daol skourjez ha tregont. 25 Teir gwech on bet bazatet, eur wech labezet, teir gwech am-eus greet peñse eun devez hag eun nozvez on chomet er mor ; 26 Beajou war droad aliez, risklou war ar steriou, risklou a-berz al laeron, risklou a-berz va henvroiz, risklou a-berz ar bayaned, risklou e kêr. risklou er hornadou digenvez, risklou er mor, risklou a-berz ar fals-vreudeur, 27 poan ha skuizder, beilladegou aliez, naon ha sehed, yun aliez, yenien ha diouerou ; 28 heb ober ano euz ar peurrest, va zamm pemdezieg, ar zoursi euz an oll Ilizou. 29 Piou a zo sempl heb na vefen sempl ? Piou a gouez heb na vefe an dra-ze eun deo evidon ?
30 Ma ranker fougeal, e lakin va fouge em zempladurez. 31 Doue ha tad an Aotrou Jezuz Krist, benniget anezañ da viken, a oar ne lavaran ket gevier. 32 E Damas, gouarnour ar roue Aretaz e-noa lakeet diwall kêr Damas evid lakaad krog ennon. 33 Med dre eur prenest e oen diskennet en eur baner a-hed ar mogeriou hag eh en em dennis a-dre e zaouarn.
XII. 1 Fougeal ? Ne dalv ket ar boan ! Koulskoude e teuio ano ganin euz gweledigeziou ha diskuliaduriou an Aotrou. 2 Anaoud a ran eun den er Hrist, bremañ ez eus pevarzeg vloaz, an den-se a zo bet savet beteg an trede neñv ; en e gorv e oa ? n’ouzon ket, er mêz euz e gorv ? n’ouzon ket, Doue a oar. 3 Hag her gouzoud a ran, an den-se gand e gorv pe heb e gorv, n’ouzon ket Doue a oar. 4 An den-se a oe douget beteg ar baradoz hag a glevas komzou ha n’heller ket lavared ha n’eo ket bet aotreet da zen o distaga. 5 Evid an den-se e hellan lorha ; med evidon-me a-vad ne fell ket din lorha nemed euz va zempladurez. 6 Ma karfen lorha, ne vefen ket diskiant, ne lavarfen nemed ar wirionez, med diwall a ran d’henn ober gand aon na lakfe unan bennag ahanon dreist ar pez a wel ennon pe a glev diwar va fenn.
7 Hag ablamour d’ar gweladennou dreist am-eus bet digand Doue, evid mired ouzin d’en em zevel re, ez eus bet lakeet din eur flemm em horv, eun êl da Satan da rei din javedadou, evid mired ouzin d’en em zevel re. 8 Diwarbenn hennez am-eus, etre teir gwech, pedet an Aotrou Krist ma ’z afe pell diouzin. 9 Med lavaret e-neus din : « tra-walh az-peus gand va gras, er zempladurez eo e teu va nerz en he haerra. » A greiz kalon eta e kemerin lorh er zempladureziou, evid ma tiskenno ennon nerz an Aotrou Krist. 10 Ablamour da-ze eh en em blijan er zempladureziou, en dismegañsou, en diouerou, en heskinou, en enkreziou gouzañvet evid ar Hrist. Rag pa vezan dinerz, neuze eo e vezan kreñv.
11 Setu me eet da zod, c’hwi a zo bet penn-kaoz a gement-se. C’hwi eo a dlefe beza va harpet, rag n’on e netra disterroh eged an « dreist-ebestel-se » daoust ma n’on netra. 12 Sinou ar gwir abostol a zo bet greet en ho touez : pasianted e peb keñver, sinou, marzenou, burzudou. 13 Petra ho-peus bet a nebeutoh eged an Ilizou all ? Nemed evid ar pez a zell ouzin, n’am-eus ket sammet ahanoh. Pardonit din ar gaou-se a-eneb ar justis ! 14 Setu m ’z on prest da vond davedoh evid an trede gwech. Ne glaskin ket kaoud netra diganeoh. N’eo ket ho madou emaon o klask, med c’hwi hoh-unan ; rag n’eo ket d’ar vugale lakaad a-gostez evid o herent, med d’ar gerent evid o bugale. 15 Evidon-me, a greiz kalon eo e tispignfen peb tra hag en em zispignfen va-unan evid hoh eneou. Ha m’ho karan muioh daoust ha nebeutoh e vin karet ? 16 Lakom ’ta, me va-unan n’on ket bet eur garg evidoh, med, toueller ma ’z on, am-eus tapet ahanoh dre widre. 17 Kemerit n’eus forz pehini euz ar re am-eus kaset davedoh, daoust ha tennet am-eus ganin eun dra bennag diwar ho koust drezo ? 18 Goulennet am-boa stard digand Tit mond, ha kaset am-boa gantañ ar breur a ouzoh, daoust ha Tit e-neus tennet eun dra bennag diwar ho koust ? Daoust ha n’on-eus ket heuliet an heveleb spered o tispenn ar memez roudou ?
19 Pell-zo e soñjit e klaskom en em zidamall dirazoh. Dirag Doue, er Hrist eo e komzom, ha kement-se, breudeur karet, evid ho skoueria mad. 20 Aon am-eus n’ho kavfen ket, pa zegouezin, evel ma karfen e vefeh, ha ma ne vefen ket kavet ganeoh evel ma karfeh e vefen, na vefe en ho touez rendael, gwarizi, drougrañs, dizemgleo, drougkomzou, glabousèrèz, lorhajou, dizursiou. 21 Aon am-eus na rafe Doue mez din ganeoh pa zistroin ha n’am-befe da ouela war veur a hini bet peher araog ha chomet heb ober pinijenn euz o hudurnez, o ribodèrèz hag o hadaliez.
XIII. 1 An trede gwech eo din mond beteg ennoh ; war lavar daou pe dri dest e vezo divizet peb afer. 2 Henn lavaret am-eus dija hag, evel d’an eil beach, henn lavaran hirio adarre pa n’emaon ket ganeoh, d’ar re a zo bet peher araog ha d’ar re all : ma teuan en-dro e vezin dizamant, 3 peogwir e fell deoh kaoud eur brouenn ema ar Hrist o komz ennon. En n’eo ket sempl en ho keñver, med diskouez a ra e halloud ennoh. 4 Staget eo bet ouz ar groaz en e zempladurez, med beo eo dre halloud Doue. Ha ni ivez a zo sempl ennañ, med beo e vezim gantan dre halloud Doue en ho keñver.
5 Ennoh hoh-unan gwelit hag er feiz emaoh, en em amprouit hoh-unan ; ha ne gred ket deoh e vefe Jezuz Krist ennoh, nemed ha trei a rafe an amprouenn eneb deoh. 6 Anzav a rit moarvad ez om bet kavet mad. 7 Pedi a reom Doue na rafeh netra fall ebed. Ne fell ket deom diskouez ez om aprouet, med c’hoant on-eus e rafeh c’hwi ar pez a zo mad hag e seblantfe an amprouenn beza a-eneb deom. 8 Rag ni a zo dihalloud eneb ar wirionez, n’on-eus galloud ebed nemed evid ar wirionez. 9 Laouen e vezom seul wech ma vezom-ni dinerz ha c’hwi nerzuz. Setu ar pez a glaskom dre or pedennou : ma teufeh da zantellaad. 10 Setu perag e skrivan kement-se deoh, bremañ p’emaon pell diouzoh evid mired, pa vezin war al leh, da veza kriz en ho keñver hervez ar galloud e-neus roet an Aotrou din evid diorren ha n’eo ket evid diskar.
11 A-hend-all, breudeur, bevit er joa, poaniit da zantellaad, roit kalon an eil d’egile, bezit unan a spered, bevit e peoh, hag an Doue a garantez hag a beoh a vezo ganeoh. 12 Roit ho salud an eil d’egile dre eur pok santel. An oll zent ho salud. 13 Gras an Aotrou Jezuz Krist, karantez Doue ha kommunion ar Spered Santel ra vint ganeoh oll.