An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.
Paol a lavar adarre meuleudi da gristenien Tesalonig, peogwir o-deus dalhet mad e-kreiz an heskinèrèz; digollet e vezint da zevez ar varnedigez. Araog an devez-se e vo gwall drubuillou evid ar gristenien, med ne oar den pe vare e tegouezo. Neuze ’ta, e-leh gortoz an devez-se, heb ober netra, eo red da beb hini labourad evid gounid e voued.
I. 1 Paol, Silvan ha Timote da iliz Tesalonika a zo e Doue an Tad hag en Aotrou Jezuz Krist, 2 deoh gras ha peoh a-berz Doue an Tad ha Jezuz Krist on Aotrou. 3 Red eo deom lavared heb ehan, bennoz da Zoue evidoh, breudeur ; hag eun dra just eo, rag kreski a ra kalz ho feiz, hag ho karantez an eil evid egile a gresk e peb hini ahanoh. 4 Setu perag, ni, e ilizou Doue, a zo lorh ennom ganeoh ablamour ma chomit fidel d’ho feiz e-kreiz an heskinadennou ha trubuillou ho-peus da houzañv. 5 Diskouez a reont eo just barnedigez Doue ; evid beza din euz Rouantelez Doue, ho-peus da houzañv evitañ, 6 rag just eo e rofe Doue trubuill d’ar re a drubuill ahanoh. 7 Hag e rofe deoh-hwi hag a zo trubuillet an diskuiz ganeom da zeiz diskuliadur Jezuz an Aotrou a zeuio euz an neñv gand êlez e halloud, 8 e-kreiz eur flamm-tan evid kastiza ar re na anavezont ket Doue hag ar re na zentont ket ouz aviel an Aotrou.
9 Beza kollet da viken, pell diouz dremm an Aotrou ha diouz sked e halloud, a vo o hastiz, 10 pa zeuio en deiz-se da reseo gloar diwar goust e zent hag estlamm diwar goust ar re oll o-dezo kredet ; hogen, c’hwi ho-peus kredet en on testeni deom-ni. 11 Setu perag e pedom heb ehan evidoh, evid ma vezoh kavet din gand Doue euz e halvidigez a zo bet ho lod euz e berz, ha ma roio deoh dre e halloud ar hras da gas da benn ar vad c’hoanteet ganeoh, ha renta oberiant ho feiz. 12 Evel-se e vo enoret ennoh ano Jezuz Krist, on Aotrou, ha c’hwi ennañ hervez gras on Doue hag an Aotrou Jezuz Krist.
II. 1 Goulenn a reom an dra-mañ diganeoh, breudeur, diwarbenn distro or Zalver hag on unaniez gantañ : 2 na dit ket da goll ho penn re vuan na da veza enkrezet ablamour d’eun diskuliadur a brofed, pe d’eur gomz, pe d’eul lizer a vefe lakeet war or hont deom hag a rofe da gredi e vefe degouezet deiz an Aotrou. 3 Arabad eo da zen dond d’ho touella e doare ebed ; da genta eo red e vefe nahet ar feiz hag e teufe d’en em ziskouez an den peher mab ar gollidigez. 4 An hini en em zav a-eneb kement tra a anver Doue, pe a vez adoret, beteg mond da azeza eñ, e-unan, e templ Doue ha da ziskleria ez eo Doue.
5 Ha n’ho-peus ket a zoñj e lavaren deoh kement-se pa edon c’hoaz ganeoh ? 6 Ha bremañ c’hoaz, c’hwi a oar petra ’zalh warnañ evid ma ne vo diskouezet nemed d’e boent. 7 Rag mister ar fallagriez a zo dija gand e labour o hortoz ma vefe eet kuit an hini a harz outañ bremañ. 8 Neuze eh en em ziskouezo ar Fallagr ; gand Jezuz an Aotrou e vo distrujet, dre eur c’houezadenn euz e henou ha sked e zistro a gaso anezañ da netra. 9 Evid ar pez a zell ouz donedigez ar Fallagr a-vad merket gand oberiantiz Satan, en em ziskouez a raio dre oberou gallouduz a beb seurt, miraklou, fals-burzudou, 10 ha dre douellèrèz fallagr a beb seurt evid ar re a ya da goll, en-abeg ma n’o-deus ket digoret o halon d’ar wirionez, he dije o zaveteet. 11 Setu perag Doue a gas dezo eur spered touelluz, 12 evid ma vo barnet ar re oll n’o-deus ket kredet er wirionez med o-deus kavet o flijadur en droug.
13 Ni a-vad a dle renta dalhmad bennoz da Zoue evidoh, breudeur ken karet gand an Aotrou, rag Doue e-neus ho tibabet azaleg ar penn-kenta evid ho savetei dre ar Spered a ro santelez ha dre ar feiz er wirionez ; 14 evid kement-se e-neus ho tibabet dre an Aviel da ober deoh gounid gloar an Aotrou Jezuz Krist. 15 Evel-se eta breudeur, dalhit mad, mirit stard ar gelennadurez on-eus desket deoh dre gomz, pe dre lizer. 16 Ra zeuio an Aotrou Jezuz Krist e-unan ha Doue on Tad, e-neus or haret ha roet deom gras eur frealzidigez peurbaduz, 17 dre ar hras, da frealzi ho kalonou ha d’ho startaad e kement a lavarit hag a rit evid ar mad.
III. 1 A-hent-all, breudeur, pedit evidom, m’en em strewo komz or Zalver, ha ma vo enoret evel du-ze 2 hag evid ma vezim diframmet diouz an dud fall ha fallagr, rag n’o-deus ket ar feiz. 3 Feal a-avad eo an Aotrou, ho startaad a ray hag ho tiwall diouz ar Fallagr. 4 Evidoh-hwi e kredom stard en Aotrou e rit hag e kendalhit da ober ar pez a gemennom deoh. 5 Plijet gand an aotrou ren ho kalonou e karantez Doue hag e pasiañted ar Hrist.
6 Kemenn a reom deoh en ano an Aotrou Jezuz Krist tehed pell diouz kement breur a vev eur vuez dilabour ha kontrol d’ar gelennadurez o-deus resevet diganeom. 7 C’hwi hoh-unan a oar penaoz ho-peus da gemer skouer diwarnom, rag n’om ket chomet dilabour en ho touez, 8 n’on-eus goulennet digand den rei deom evid netra ar bara on-neus debret, med er boan, er skuizder noz-deiz, on-eus labouret evid mired da zamma hini ebed ahanoh. 9 N’eo ket a-vad n’or-boa ket a wir a gement-se, med felloud a ree deom beza on-unan eur skouer deoh da heulia. 10 Rag pa edom en ho touez e tiskleriem deoh : ma ’z eus unan bennag ha na fell ket dezañ labourad, arabad eo dezañ debri kennebeur. 11 Ha koulskoude e klevom lavared ez euz en ho-touez tud dilabour ha ne reont netra, prederiet ma ’z int gand traouachou, 12 o fedi a reom hag o alia stard, en ano an Aotrou Jezuz Krist, da labourad e peoh evid debri eur bara gounezet ganto o-unan.
13 Evidoh-hwi breudeur, na skuizit ket oh ober ar mad, 14 ha ma teu unan bennag da zisenti ouz an urz roet dezañ dre al lizer-mañ, na zarempredit ket anezañ. 15 Arabad eo koulskoude e vefe eun enebour evidoh, med reprenit anezañ evel eur breur. 16 Ra zeuio Aotrou ar peoh e-unan da rei deoh ar peoh e peb amzer hag e peb doare.
Ra vo an Aotrou ganeoh oll. 17 Ar zalud am-eus skrivet gand va dorn va-unan ; me Paol, sin a a ran evel-se va oll liziri. Setu aze va skritur.
18 Ra vo gras an Aotrou Jezuz Krist ganeoh oll.