(Heb. 91)
1 An hini a zo o chom e gwasked an Aotrou,
Hag a zeu da dremen an noz e skeud an oll-c’halloudeg,
2 A lavar d’an Aotrou : « Va c’hastell, va minihi,
Doue am euz fiziañs ennañ ! »
3 Eñ eo a denn ahanout
Euz roued ar chaseour hag euz ar vosenn noazuz.
4 Gand e blu e holo ahanout,
Ha dindan e ziouaskell e kavez eur minihi.
5 Ne vezi ket spontet gand spont an noz,
Na gand ar bir a nij e-kreiz an deiz.
6 Na gand ar vosenn a vale en deñvalijenn
Na gand al lorgnez a zistruj da greisteiz.
7 Koueza ’ray mil en da gichenn
Ha deg mil a-zehou dit.
Med te, n’out tizet gand hini ebed,
Da skoed, da c’hobregon : e wirionez.
8 Sell hepken, ha da zaoulagad a welo,
Hag e weli kastiz ar beherien.
9 Rag te ’peus lavaret : « An Aotrou, va goudor ! »
Hag an Uhel-meurbed eo da vinihi.
10 Droug ebed n’hello koueza warnout,
Na reuz ebed tostaad ouz da deltenn.
11 Rag d’e êlez e-neus roet an urz
Da ziwall ahanout en da oll henchou.
12 War balv o daouarn e tougint ahanout,
Gand aon na stokfe da droad ouz eur mên.
13 War an naer hag an aspig e kerzi,
Hag e flastri al leon hag an aerouant.
14 « Peogwir ec’h en em stag ouzin, e savetaan anezañ
Trec’h e vo, rag anaoud a ra va Ano.
15 Va gervel a ra hag e respontan dezañ, *
En enkrez, setu m’emaon gantañ ;
Frankiz ha va gloar a roan dezañ.
16 Bez’ e-no e walc’h a hirder a zeiziou,
Hag e rin dezañ gweled va zilvidigez. »