Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 87

Salm 87

(Heb. 88)

Aotrou Doue, selaou va fedenn !

2 Aotrou Doue, va zilvidigez,
A-hed an deiz hag a-hed an noz e krian dirazout.
3 Ra yelo va fedenn beteg ennout,
Digor da skouarn d’am galvadenn.

4 Rag va ene a zo skuiz gand re a boan,
War vord ar bez emañ va buhez.
5 Kontet on dija e-touez ar re a ziskenn er foz,
Bez’ ez on evel eun den echu gantañ.

6 E-touez ar re varo on dija gourvezet,
Evel ar re lazet, astennet er berejou,
Ha na zoñjer ket enno ken,
Falhet ma ’z int bet euz da zorn.

7 E donder ar puñs ’peus va lakeet,
En deñvalijenn, e-touez ar skeudou.
8 Warnon e pouez da gounnar,
Da oll goummou ’peus digaset warnon.

9 Pelleet ’peus diouzin ar re am anaveze,
Eun heug on evito.
Serret eo bet warnon, ha n’hellan ket mond kuit :
10 Gwenvet eo va daoulagad gand ar c’hlahar.

          *

Etrezeg ennout, Aotrou, e krian doug an deiz,
Warzu ennout e savan va daouarn.
11 Evid ar re varo e rafez burzudou ?
Daoust hag an Anaon a zavfe da veuli ahanout ?

12 Daoust ha kontet e vefe er bez da vadeleziou,
Ha da fealded e bro an Ankou ?
13 Hag anavezet ’vez da vurzudou en deñvalijenn,
Ha da justis e douar an ankounac’h ?

14 Etrezeg ennout Aotrou e krian,
Mintin-mad va fedenn a ya warzu ennout.
15 Perag, Aotrou, e tistaolez ahanon ?
Perag kuzad da zremm ouzin ?

16 Reuzeudig on, ha tohor adal va bugaleaj,
Daoubennet o houzañv da spontou.
17 Warnon eo tremenet da fuloriou,
Da spontou o-deus va brevet.

18 En-dro din emaint evel dour doug an deiz,
Va gwaska a reont asamblez.
19 Pelleet ’peus diouzin mignoned ha kerent,
Va mignonez eo an deñvalijenn !

En deñvalijenn e krian warzu ennout, Aotrou !