(Heb. 57)
2 Truez va Doue, truez ouzin,
Ennout emañ va minihi.
E skeud da ziouaskell e teuan da waskedi,
Keid ha ma pad ar gwalleur.
3 Youhal a ran etrezeg Doue, an Uhel-meurbed,
An Doue a raio pep tra evidon.
4 Euz an neñv, ra gaso din e zilvidigez !
(sakreal a ra va enebour !)
Ra gaso Doue e garantez hag e wirionez.
5 Bez emaon e-touez loened,
Gourvezet e-kreiz loened fuloret ;
An dud-se o-deus e-giz dent goafiou ha birou,
Hag e-giz teod, eur c’hleze Iemm.
6 Va Doue, sao war an neñvou,
Ra vezo da c’hloar war an douar a-bez !
7 Eur roued o-deus stignet war va hent,
Hag em-eus pleget va ’fenn.
Dirazon o-deus kleuzet eun toull ;
Kouezet int e-barz !
*
8 Va Doue, emañ seder va c’halon,
Emañ seder va c’halon, hag e kanin hag e sonin !
9 Dihun va gloar ; dihun telenn ha kitar,
Ma tihunin tarz an deiz.
10 Aotrou, da veuli a rin e-touez ar poblou,
Ha kana evidout e-touez ar broiou.
11 Beteg an neñvou e sao da vadelez,
Beteg ar c’houmoul da wirionez.
12 Va Doue, sao war an neñvou,
Ra vezo da c’hloar war an douar a-bez !