(Heb. 42)
2 Evel eun c’heizez
o klask ar waziou dour,
Evelse va ene
a glask ahanout va Doue.
3 Sehed e-neus va ene euz Doue
euz an Doue beo,
Peur ez-in da weled
dremm Doue ?
4 Bez am-eus va daelou evid bara
deiz ha noz,
Pa lavarer din ’doug an deiz :
Pelec’h emañ da Zoue ?
5 Pa zoñjan,
ha va ene en em skuill ennon va unan,
Penaoz e tremenen
ar porrasteliou.
E penn engroez ar goueliou
etrezeg ti Doue,
E-kreiz ar youhadennou
a levenez hag a veuleudi.
6 Perag beza mantret va ene,
hag hirvoudi warnon ?
Esper e Doue, c’hoaz e vo meulet ganin
va Zalver ha va Doue.
*
7 O va Doue, ennon va ene a zo mantret *
setu perag e soñjan ennout,
Euz bro ar Yordan, an Hermonou
hag ar menez izel.
8 Euz eun islonk d’egile
e tasson trouz da ruillou-dour,
Da oll goummou ha da oll wagennou
a zo tremenet warnon.
9 War an deiz e ro Doue e garantez, *
hag a-hed an noz
E gan a zo ganin
pedenn da Zoue va buhez.
10 Lavaroud a rin da Zoue va roc’h : *
perag am ankounac’haez ?
Perag e vezan trist o vale
gwasket gand an enebour ?
11 Brevet eo va izili
dindan dismegañs va enebourien
A lavar din a-hed an deiz :
pelec’h emari da Zoue ?
12 Perag beza mantret va ene
hag hirvoudi warnon ?
Esper e Doue, c’hoaz e vo meulet ganin
va Zalver ha va Doue.