2 Pa c’halvan, respont din,
Doue, va justis !
Er c’hlahar az-peus va diboaniet,
Truez ouzin, selaou va fedenn !
3 Mibien an dud, beteg pegeid ho po dismegañs
evid va gloar,
Karantez evid an netra ha c’hoant euz ar gevier ?
4 Gouezit e-neus an Aotrou dibabet e vignon ;
An Aotrou a zelaou pa grian etrezeg ennañ.
5 Krenit ha na behit ket ;
Komzit ouz ho kalon war ho kwele, ha chomit peoc’h.
6 Kinnigit sakrifisou reiz,
Ha lakit ho fiziañs en Aotrou.
7 Kalz a lavar : « Piou a raio deom gweled an eurvad ? »
Laka da zevel warnom sklerder da zremm, Aotrou.
8 Lakeet az-peus muioh a levenez em c’halon
Eged pa oa puill o gwiniz hag o gwin.
9 E peoc’h e c’hourvezan hag e kouskan,
Rag te hepken, Aotrou, a zalc’h ahanon e surentez.