(Heb. 32)
1 Eüruz an den a zo pardonet e fazi
Ha dilammet e behed.
2 Eüruz an den na gont ket an Aotrou dezañ e vank,
Ha ’neus ket a douellerez en e spered.
3 Tevel a raen, ha va c’horv a yee skuiz-maro
O hirvoudi a-hed an deiz ;
4 Deiz ha noz e ponnerae warnon da zorn,
Treñka a rae va zeo ’vel dindan tommder an hañv.
5 Anzavet am-eus va fehed dirazout,
N’am-eus ket kuzet va faot.
Lavaret am-eus : « Koves a rin va mankou d’an Aotrou, »
Ha Te, lamet ’peus diwarnon pouez va fehed.
6 Setu perag da vignoned a bed ahanout
Da zeiz an anken ;
Ha tarza ’rafe an doureier divent,
O ’faka ne rint ket.
7 Te eo va goudor,
Va diwall a rez ouz an enkrez ;
Kanaouennou a ’frankizadur
A lakez en-dro din.
*
8 Da gentelia a rin ha diskouez dit an hent da heulia,
Da alia a rin, va daoulagad paret warnout.
9 Arabad dit beza ’vel ar marc’h pe ar mul diboell,
Red gweskenn ha kabestr da zerhel berr warno !
10 Kalz poaniou en devez an den fallagr,
Med karantez Doue a zo tro-dro d’an neb a gont warnañ.
11 Bezit laouen en Aotrou, ha tridit, tud just,
Youhit a levenez, oll dud eeun a galon !