Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 30

Salm 30

(Heb.31)

I. En da justis, selaou ahanon, Aotrou !

2 Ennout Aotrou am-eus goudor,
N’am-bo ket a vez biken !
En da justis, saveta ahanon,
3 Tro da skouarn etrezeg ennon, deus d’am zikour.

Bez evidon eur roc’h kreñv,
Kastell-kreñv va zilvidigez,
4 Rag va roc’h ha va c’hastell ez out,
Evid enor da Ano, ren hag heñch ahanon.

5 Va zenn euz ar roued kuzet ouzin,
Rag Te eo va minihi.
6 Etre da zaouarn e lakan va spered.
Va dasprenet ’peus, Te an Doue gwirion.

7 Kasaad a ran ar re a enor idolou didalvez :
Evidom-me, en Aotrou e fizian.
8 Tridal a ran gand al levenez
Da veza mignon dit.

Gwelet ’peus va reuzeudigez,
Hag anavezet anken va ene.

9 N’az-peus ket va lakeet etre daouarn an enebour,
Frankiz ’peus roet d’am zreid.

II. Evid da zervijer, ra sklerijenno da zremm !

10 Truez ouzin, va Doue
Rag nehet braz on.
Va lagad, va ene ha va c’hov
A zo krignet gand ar glahar.

11 En dristidigez, ec’h echuan va buhez,
Ha va bloaveziou en hirvoudou.
Kollet eo va nerz ablamour d’am fehed,
Ha drastet eo va oll eskern.

12 Dismegañset on gand va enebourien,
Ha gand va amezeien ouzpenn ;
Eur spont ez on evid va mignoned,
Pa welont ahanon er-mêz, e tehont.

13 Ankounac’heet on, evel eun den maro dizoñjet,
Evel eur pod torret ha taolet kuit.
14 Kleved a ran drougkomzou an dud :
« Eur spont tro-war-dro ! »
En em vodi ’reont da guzulia a-eneb din,
’Vid tenna diganin va buhez.

15 Me avad am-eus fiziañs ennout Aotrou,
Hag e lavaran : « Va Doue out ! »
16 Va amzeriou a zo etre da zaouarn,
Saveta ahanon euz va enebourien ha va heskinerien.

17 Lak sklaerder da zremm war da zervijer,
Ro din an trec’h dre vadelez.
18 Aotrou, n’am-bo ket a vez
Da veza pedet ahanout.

III. Meuleudi d’an Aotrou, a ra evidon burzudou a garantez !

20 Pegen braz ar vadelez
A virez evid ar re a zouj ahanout,
A bourchasez evid ar re a glask goudor ennout
Dirag bugale an dud !

21 O c’huzad a rez gand da zremm
Pell diouz itrikou an dud ;
O c’huzad a rez en da deltenn,
Pell diouz tabut an teodou.

22 Benniget ra vezo an Aotrou,
E garantez evidom ’neus greet burzudou…
23 Ha me a lavare em zrubuillou :
« Distaolet on a zirag da zoulagad. »

Med klevet ’peus mouez va ’fedenn,
Pa oan o krial warzu ennout.
24 Karit an Aotrou, c’hwi e oll vignoned,
An Aotrou a ziwall an dud a feiz,

Med o fegement a ro, gand ar c’hampi,
D’ar re a ra an droug.

25 Bezit kreñv ha kennerzit ho kalonou
C’hwi oll hag a esper en Aotrou.