Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Salmou  -  Salm 26

Salm 26

(Heb. 27)

I. An Aotrou eo va sklerijenn ha va zilvidigez ;
dirag piou am-befe aon ?

1 An Aotrou eo va sklerijenn ha va zilvidigez,
dirag piou am-befe aon ?
An Aotrou eo a ziwall va buhez,
dirag piou e krenfen ?

2 Ma tosta ouzin tud fallagr
da ziframma va c’horv,
Int-i eo, va gwaskerien, va enebourien
a gouez hag a bak lamm.

3 Hag e teufe a-eneb din eun arme,
ne spontfe ket va c’halon ;
Ha brezel a rafent a-eneb din,
e chomfe divrall va fiziañs.

4 Eun dra ’m-eus goulennet digand an Aotrou,
an dra nemetañ a glaskan :
Beva e ti an Aotrou oll deiziou va buhez,
oh arvesti ouz splannder an Aotrou,
o weled e dempl.

5 Rag digemer a ra en e deltenn
d’an deiz a reuz ;
Kuzad a ra ahanon e gwasked e deltenn,
war ar roc’h e sao ahanon.

6 Ha bremañ e savan va ’fenn
a-uz d’am enebourien tro-war-dro.

En e deltenn e kinnigin
eur zakrifis a veuleudi ;
O kana hag o seni
en enor d’an Aotrou.

           *

II. Selaou Aotrou va galvadenn,
da zremm eo a glaskan !

7 Selaou, Aotrou, ouz va mouez !
Pa bedan, az-pez truez, respont ahanon !
8 Va c’halon ’deus laret din da c’her :
Klaskit va dremm ! »
9 Da zremm a glaskan, Aotrou,
Na guz ket da zremm ouzin.

Na ziarbenn ket gand kounnar da zervijer,
va zikour out.
N’am distaol ket, n’am dilez ket,
Doue, va zalver !
10 Ha pa vefen dilezet gand va zad ha va mamm,
An Aotrou am digemero.

11 Kelenn din, Aotrou, da hent,
Ha ren ahanon dre eur wenojenn gompez
Ablamour d’ar re a spi ahanon.

12 N’am laki ket etre daouarn va enebourien ;
A-eneb din ez-eus savet testou gaouiad
hag a gaoze diroll.

13 Med sur on da weled madelez an Aotrou
war zouar ar re veo ;
14 Esper en Aotrou, dalc’h mad ha kemer kalon,
esper en Aotrou.