(Heb. 25)
1 Beteg ennout Aotrou, e savan va ene,
Beteg ennout va Doue.
2 Ennout e fizian, kuit din da gaoud mez,
Ne vo ket laouen va enebourien diwar va c’houst !
3 Neb a esper ennout a vez kuit a vez,
Ar vez ’zo ’vid an dreitourien didalvez.
4 Diwarbenn da heñchou Aotrou, ro din deskamant,
Kentel diwarbenn da wenojennou.
5 Heñch ahanon en da wirionez,
Kenteill ahanon, Te, va Doue Salver.
Te hag a c’hortozan e-pad an deiz *
6 Bez soñj euz da drugareziou, Aotrou,
Euz da garantez hag a zo a-viskoaz ;
7 Euz pehejou va yaouankiz,
euz va mankou na zalc’h ket soñj,
Med dre garantez soñj ennon,
Te hag a zo ken mad Aotrou.
8 Mad ha just eo an Aotrou,
Ragse e kelenn d’ar beherien an hent.
9 Heñcha ’ra an dud izel hervez ar justis,
Deski a ra d’an dud izel o hent.
10 Oll wenojennou an Aotrou a zo karantez ha feiz
Evid an hini a vir e emgleo ha reoliou.
11 Ablamour d’az Ano Aotrou,
E pardoni va fehed, pegen braz e ve.
12 Kement hini en-devo doujañs e-keñver an Aotrou,
An Aotrou a zesko dezañ an hent da zibab.
13 E ene a jomo en eurvad,
D’e lignez e vezo ar vro.
14 Sekred an Aotrou a zo ’vid ar re a zouj anezañ ;
Dezo e ro da anaoud e emgleo.
*
15 Va daoulagad a zo bepred etrezeg an Aotrou :
Eñ a denno va zreid euz ar roued.
16 Sell ouzin, bez truez ouzin,
Rag va unan, ha reuzeudig ez on !
17 Franka va c’halon en anken,
Euz peb enkrez tenn ahanon.
18 Sell, nag a boan hag a zoan am-eus,
Ha dilamm va oll behejou.
19 Sell ouz va enebourien ken niveruz,
Na pebez kasoni diroll o-deus ouzin.
20 Diwall va ene ha saveta ahanon ;
Kuit din da gaoud mez : va fiziañs ’zo ennout !
21 Onestiz ha gwirionez a ziwall ahanon,
Esperoud a ran ennout !
22 O Doue, dizamm lzrael
Euz e oll enkreziou !