1 Allelouia ! Meulit an Aotrou euz an neñv,
E veulit euz an nec’h.
2 E veulit e oll êlez,
E veulit, e oll strolladou.
3 E veulit heol ha loar,
E veulit oll stered skeduz.
4 E veulit an neñv hag an neñvou,
Hag an doureier a zo a-uz d’an neñvou.
5 Ra veulint Ano an Aotrou,
Rag dre e urz ez int bet krouet.
6 Hag e talc’h anezo da virviken,
D’eun urz roet gantañ ne vez ket dizentet. (D)
7 Meulit an Aotrou euz an douar,
Morviled hag islonkou ;
8 Tan ha grizill, erc’h ha brumenn,
Avel stourm hag a ra pez a lavar.
9 Meneziou ha kement torgenn a zo,
Gwez frouezuz hag oll sedrez ;
10 Loened gouez hag oll jetal,
Stlejviled ha laboused askellet. (D)
11 Rouaned an douar hag oll bobladou,
Priñsed hag oll varnerien an douar ;
12 Pôtred ha merhed yaouank,
Kozidi ha yaouankizou.
13 Ra veulint Ano an Aotrou,
Rag uhelloh eo e Ano eged pep hini.
E veurded a zo a-uz d’an douar ha d’an neñv ;
14 Uhel e-neus savet galloud e bobl.
E veuli a c’hell e oll vignoned,
Bugale lzrael, poblad kar dezañ.
Allelouia ! (D)
« D’an hini a zo azezet war an trôn ha d’an Oan, meuleudi, enor, gloar, galloud da virviken » (Disk.5,13)