(Heb. 143)
1 Aotrou, klev va fedenn, selaou va aspedenn :
Hervez da bromesaou ha da justis, respont ahanon ;
2 Na zeu ket da varn da zervicher ;
Ne vefe reiz dirazout tra veo ebed.
3 Poursu va ene a ra an enebour,
Flastra a ra d’an douar va buhez,
O vounta ahanon a-dreñv en deñvalijenn
Evel ar re varo da viken.
4 Brevet eo ennon va spered,
Em c’hreiz mantret va c’halon.
5 Soñjal a ran en deiziou a-wechall
O prederia war da oll oberou,
E labouriou da zaouarn e soñjan.
6 Astenn a ran va daouarn warzu ennout,
Va ene ’zo ’vel eun douar skuiz ouz da c’hortoz.
7 Buan, respont ahanon, Aotrou !
War zisterraad e ya va spered
Na guz ket da zremm ouzin :
Pe e vin heñvel ouz ar re a ziskenn er bez.
8 Gra din kleved abred da vadelez,
Ennout e fizian.
Diskouez din an hent da vond :
War-zu ennout e tougan va ene.
9 Saveta ahanon euz va enebourien, Aotrou,
En da gichenn em-bo gwarez.
10 Kelenn ahanon d’ober da youl,
Rag Te eo va Doue.
Da Spered madelezuz am reno
War an douar plên.
11 Ablamour d’az Ano, Aotrou, gra ma vevin,
Gand da justis, tenn euz an anken va ene !
12 Dre c’hras, distruj va enebourien,
Kas da get oll waskerien va ene,
Rag bez ez on da zervicher !
« Ne vez ket jutizet an den dre oberou al Lezenn, med dre ar feiz e Jezuz Krist nemed ken. » (Gal. 2,16)