(Heb. 141)
1 Aotrou, da c’hervel a ran, deus buan d’am zikour,
Selaou va mouez pa grian etrezeg ennout.
2 Ra zavo va fedenn evel eun ezañs dirazout,
Ha va daouarn, evel kinnig an abardaez.
3 Aotrou, laka eur gward d’am genou,
Ha diwall dor va muzellou.
4 Distro va c’halon diouz an droug-oberou,
Ma na rin ket a draou fall
Da heul an dud fallagr,
Ha na dañvain ket euz o friko.
5 Beza skoet gand eun den just ? Eur c’hras evidon ;
Beza kastizet gantañ ? Eun eoul a c’hwez-vad war va fenn.
Eoul ar re fallagr na Iuio biken war va ’fenn
Ha va fedenn a bado a-eneb d’o fallagriez.
6 O barnerien a zo bet stlapet ouz ar roc’h,
Int-i a gave o zudi ouz va c’hleved o lavared :
7 « ‘Vel pa vez aret hag ogejet an douar ,
Eo bet strewet on eskern ouz genou ar Sheol. »
8 Ya, warzu ennout Aotrou, va Aotrou, emañ va daoulagad,
Ennout emañ va goudor : na skuill ket va buhez !
9 Va diwall diouz krabanou ar pech stignet evidon,
Diouz roued an dud a fallagriez.
10 (Ra gouezo en o rouejou an dud fallagr o-unan,
E-keid ha ma vin me va-unan o tremen !)
« Hag euz dorn an êl e savas eur moged fronduz, dirag Doue gand pedennou ar zent . » (Disk. 8,4)