(heb. 15)
1 Aotrou, piou a vo digemeret en da deltenn,
Piou en em zalho war da venez santel ?
2 An neb a vale dibec’h,
Hag a zo just en e oberou,
a lavar ar wirionez hervez e galon
3 ha n’eus ket a falstamall war e deod,
ha na ra ket a zroug d’e nesa,
ha na daol ket a zismegañs war e amezeien ; R/
4 Dispriz e-neus evid an den droug,
Med enori a ra an neb a zouj an Aotrou.
Ma ’neus touet diwar e goust,
Ne dorr ket e c’her ;
5 Ne brest ket e arhant gand uzurerez,
Ne zigemer netra evid samma an didamall. R/
An neb a ra evelse
A vo divrall da viken.