(Heb. 136)
1 Meulit an Aotrou, rag mad eo,
Da virviken e garantez !
2 Meulit Doue an doueou,
Da virviken e garantez !
3 Meulit Aotrou an aotrouned,
Da virviken e garantez !
4 Eñ hepken ’neus greet burzudou braz,
Da virviken e garantez !
5 Greet an neñv gand gouiziegez,
Da virviken e garantez !
6 Astennet an douar war an doureier,
Da virviken e garantez !
7 Greet ar gouleier braz,
Da virviken e garantez !
8 An heol da ren war an deiz,
Da virviken e garantez !
9 Al loar hag ar stered da ren war an noz,
Da virviken e garantez !
10 Eñ ’neus skoet war an Ejipt dre e re genta-ganet,
Da virviken e garantez !
11 Tennet lzrael euz o zouez,
Da virviken e garantez !
12 Gand eun dorn kreñv hag eur vrec’h hir,
Da virviken e garantez !
13 Eñ ’neus rannet Mor ar C’horz e daouhanter,
Da virviken e garantez !
14 Lakeet lzrael da dremen dre greiz,
Da virviken e garantez !
15 Stlapet Faraon hag e arme e Mor ar C’horz,
Da virviken e garantez !
16 Eñ ’neus kaset e bobl dre an dezerz,
Da virviken e garantez !
17 Skoet gand rouaned braz,
Da virviken e garantez !
18 Ha lazet rouaned gallouduz,
Da virviken e garantez !
19 Sihon, roue an Amorreed,
Da virviken e garantez !
20 Hag Og, roue ar Bashan,
Da virviken e garantez !
21 Ha roet o bro da herez,
Da virviken e garantez !
22 Da herez da lzrael e zervicher,
Da virviken e garantez !
23 En on izelded e-neus bet soñj ahanom,
Da virviken e garantez !
24 On diframmet diouz on enebourien,
Da virviken e garantez !
25 Da beb krouadur e ro ar bara,
Da virviken e garantez !
Meulit Doue an neñv,
Da virviken e garantez !
Meulit an Aotrou, rag mad eo,
Da virviken e garantez !
« Ma’h anavezfes donezon Doue ! » (Yn 4,10)