(Heb. 132) Kanenn pirhirinaj.
1 Dalc’h soñj Aotrou euz David,
Euz e oll boaniou,
2 Pa reas eul Ie d’an Aotrou,
E bromesa da C’halloudeg Yaakob :
3 « N’antrein ket en va zeltenn,
Ne ’z in ket da c’hourvez war va gwele,
4 Ne Iezin ket va daoulagad da gousked,
Na va malvennou da ziskuiza,
5 Ken n’am-bo kavet eul lec’h evid an Aotrou,
Eun deumeurañs evid Galloudeg Yaakob. »
6 Setu m’or-boa klevet edo en Efrata,
He c’havet on-eus e mêziou Yaar.
7 Deom da di an Aotrou,
Stouom ouz skabell e dreid.
8 Sao, Aotrou, da vond da lec’h da ziskuiz,
Te hag Arc’h da c’halloud.
9 Ra wisko da veleien ar justis,
Ra youho gand levenez da vignoned !
10 Ablamour da Zavid da zervicher,
Na ziarbenn ket dremm da olevad.
11 Touet e-neus an Aotrou da Zavid :
Ar wirionez eo ha ne zistroio ket diwarni :
« Eun den ganet ouzit eo
A lakin war da drôn.
12 Ma vir da vugale va emgleo,
Hag ar gourhemennou a zeskin dezo,
O bugale ivez
A azezo war da drôn da virviken. »
13 Rag an Aotrou e-neus dibabet Sion,
Ha c’hoanteet ober enni e zeumeurañs :
14 « Setu Iec’h va diskuiz da virviken,
Eno e chomin, rag c’hoant am-eus bet anezi.
15 Bennoz ha bennoz a skuillin war he magadurez,
D’he feorien e roin o gwalc’h a vara,
16 He beleien a wiskin a zilvidigez,
Hag he zud fidel a youho gand ar joa.
17 Aze e lakin da ziwan nerz David,
Eur c’houlaouenn a enaouin evid va olevad ;
18 E enebourien a wiskin a vez,
Ha warnañ e vleunio e gurunenn.
« An Aotrou Doue a roio dezañ trôn David e dad. » (Lk 1,32)