(Heb. 123) Kanenn pirhirinaj.
1 War-zu ennout e savan va daoulagad,
War-zu ennout hag a zo en neñv.
2 Evel daoulagad ar zervicherien
war-zu daouarn o mistri,
Evel daoulagad ar vatez
war-zu dorn he mestrez,
Evelse on daoulagad war-zu an Aotrou on Doue,
beteg m’e-no truez ouzom.
3 Truez ouzom, Aotrou, truez ouzom ;
Rag kalz re ez om bet disprizet !
4 Kalz re e-neus bet on ene
euz goaperez ar re binvidig,
Ha dismegañs ar re lorhuz !
« Eüruz ar zervicherien a vo kavet war-veill gand o mestr pa zistroio. » Lk 12,37)