(Heb. 116a)
1 Allelouia !
Kared a ran an Aotrou :
Selaouet e-neus mouez va fedenn ;
2 Etrezeg ennon e-neus troet e skouarn,
E c’hervel a rin e doug va buhez.
3 Stardet e oan e lasou ar maro,
Enkreziou an ankou o-doa kavet ahanon,
Anken ha tristidigez am-boa kavet ;
4 En Ano an Aotrou em-eus galvet
« O, Aotrou, saveta va ene ! »
5 Truezuz ha just eo an Aotrou,
On Doue a zo trugarezuz.
6 Difenner ar re vihan eo an Aotrou :
Ezommeg e oan hag e-neus va zalvet.
7 Sioula bremañ, o va ene ;
An Aotrou e-neus greet vad dit,
8 Tennet e-neus va ene euz ar maro,
Va daoulagad euz an daelou,
Ha va zreid euz al lamm.
9 Hag e kerzin dirag an Aotrou,
War zouar ar re veo.
« Red eo deom gouzañv kalz trubuillou evid antreal e Rouantelez Doue. » (Ob. 14,22)