Abaoe ar c’henta a viz Gwengolo 2017 ez eus en eskopti ugent parrez nevez (beteg hen e oa 323 parrez ha 18 deanded).
E pep hini euz ar parreziou nevez e vezo kumunieziou kristen lehel, o dezo da gas da benn tostig tost ouz an dud, er c’humuniou pe er c’harteriou, teir garg an Iliz : – Embann an Aviel (Katekiza ar re yaouank hag an dud-deuet, ranna Komz Doue, mareou a avielerez ’vel sizunveziou misioner, hag all) ; – Lida ar Zilvidigez (mareou a bedenn publik : ar rozera, adorasion ar Zakramant, meuleudiou, liderez an interamañchou, digeri ha netaad an ilizou da zigeri hent d’ar bedenn personel, hag all) ; – Servicha buez an dud (servij ar re baourra, mond da weled ar re glañv, beza tost ouz buez an dud : famill, labour, breudeuriaj, laouenekaad, hag all.)
An adaozadur-ze a zo frouez eul labour kaset da benn en eskopti ’pad eur bloaveziad. Lañset e oa bet gand lizer a bastor an Aotrou ’n eskob Lorañs Dognin “Evid eun Iliz e Mision” (27 a viz Meurz 2016). Anoiou ha bevennou ar parreziou nevez a zo bet dibabet gand ali kristenien pep korn-bro.
Kemper – Sant-Kaourintin (Quimper – Saint-Corentin) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Kaourintin, Sant-Vaze, Santez-Teresa, Treinded Santel / Kerfeunteun, Sant-Pèr-Sant-Paol ar Meillou-Glaz, Itron-Varia Lokmaria, Santez-Klara ha Santez-Bernadette Penharz, Sant-Alor an Erge Vihan, An Erge-Vraz, Gourlizon, Gwengad, Plogoneg, Ploveill, Ploneiz, ha Plugüen.
Brest – Itron-Varia ar Zao-Heol (Brest – Notre-Dame au Levant) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Frañsez Guelmeur, Sant-Yann, Sant-Jozef ar Pilier Ruz, ha Sant-Mark.
Brest Kreizker – Sant-Loeiz (Brest Centre – Saint-Louis) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Loeiz, Sant-Lukaz, Sant-Varzin, ha Sant-Mikêl.
Brest – Lambezelleg Sant-Laorañs (Brest – Lambézellec Saint-Laurent) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Laorañs Lambezelleg, Sant-Jakez, Itron-Varia Bouguen, Itron-Varia Kerinou, ha Boharz.
Brest – an Dreinded Santel (Brest – Sainte Trinité) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Or Zalver Rekourañs, Itron-Varia Kerbonne, Santez-Teresa Landais, Kerber (Sant-Pér-Kilbignon), Gwiler, Lokmaria-Plouzane, ha Plouzane.
Brest Elorn – Sant Pèr ha Sant Paol (Brest Elorn – Saints Pierre et Paul) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Gouenou, Gwipavaz, Itron-Varia Tourbian, ar Releg-Kerhuon, Loperhed, ha Plougastell.
Sant-Tivizio – Bro Landi (Saint-Tiviziau – Bro Landi) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Bodiliz, Koummana, Gwiglann, Lanneured, Logeginer Sant-Tegoneg, Lokmelar, Gwikar, Gwineventer, Plouvorn, Gwitevede, « Santez-Anna Landivizio » (Gwimilio, Lambaol-Gwimillo, Landivizio, Gwikourvest), Sant-Kadou, Sant-Derhen, Sant-Alar, an Dre Nevez, Sant-Servez-Landivizio, Sant-Tegoneg, Sant-Nouga, Sizun, ha Trezilide.
Sant-Herbod Kreiz-Penn-ar-Bed (Saint-Herbot en Centre Finistère) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Berrien, Boneur, Brenniliz, Karaez-Plougêr, Kastell-Nevez-ar-Faou, Kleden-Poher, Koloreg, Kore, an Uhelgoad, Kerglov, ar Fouillez, Landelo, Laz, Leuhan, Lokmaria-Berrien, Motrev, Plonevez-ar-Faou, Plonevell, Plouie, Poulaouen, Sant-Wazeg, Sant-Herbod, Sant-Hern, Santoz, Skrigneg, Speied, ha Tregourez.
Santez-Anna – Kastellin (Sainte-Anne – Châteaulin) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Brasparz, Kast, Kastellin, Dineol, Gouezeg, Lannedern, Klostr-Pleiben, Lennon, Lokorn, Logonna-Kimerc’h, Lopereg, Lokeored, Lotei, Pleiben, Ploeven, Ploudiern, Plonevez-Porze, Pont-ar-Veuzen, Meill-ar-Wern, Kemenven, Kimerc’h, Sant-Kouli, « Sant-Stefan Odet-hanternoz » (Brieg, Edern, Landrevarzeg, Landudal, Langolen), Sant-Vig, Sant-Riwal, Sant-Segal, ha Tregarvan.
Itron-Varia an Daouzeg Abostol – Konk-Kerne (Notre-Dame des Douze Apôtres – Concarneau) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Beuzeg-Konk, Konk-Kerne, Eliant, Kernevel, Lanrieg, an Treiz, Melven, Rosporden, Sant-Filber Tregon, Sant-Ivi, Tourc’h, ha Tregon.
Sant-Tudual – Douarnenez (Saint-Tugdual – Douarnenez) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Gwaien, Beuzeg-ar-C’hap, Kleden-ar-C’hap, Douarnenez, Eskibien, Goulien, Gwiler-Kerne, Enez-Sun, Kerlaz, Lababan, Landudeg, Ar Yeuc’h, Mahalon, Koñforz-Meilar, Purid, Ploare, Plogastell-Sant-Jermen, Plogoñv, Pleheneg, Ploan, Plozeved, Pont-Kroaz, Pouldahu, Pouldregad, Pouldreuzig, Poulgoazeg, Poulann, Prevel, Treboul, Trêgad.
Itron-Varia ar Folgoad – Aberiou-Aod ar Mojennou (Notre-Dame du Folgoët – Abers-Côte des légendes) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Bourc’h-Wenn, Brignogan, Koz-Meal, Goulhen, Gwiseni, Kerlouan, Kerniliz, Kernoues, Kersent-Plabenneg, Lanarvili, Landeda, Laniliz, an Dreneg, ar Folgoad, ar Grouaneg, Lesneven, Lilia, Loprevaler, Plabenneg, Plouzeniel, Plougerne, Plouider, Plouneour-Treaz, Plouvien, Sant-Fregant, Sant-Neven, Tregaranteg, ha Treglonou.
Sant-Paol Aorelian Gorre-Leon (Saint-Paul Aurélien du Haut-Léon) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Kastell-Paol, Karanteg, Kleder, Henvig, Enez Vaz, Lanouarne, Lokenole, Mespaol, Peñzez, Plouenan, Ploueskad, Plougouloum, Gwinevez, Rosko, Santeg, Sibirill, Taole, Trelaouenan, ha Trelez.
Itron-Varia ar Joa Bro Vigoudenn (Notre-Dame de la Joie en Pays Bigouden) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Kombrid, Guelveneg, Enez-Tudi, Keriti-Sant-Pér, Lechiagad, Leskonil, Loktudi, Penmarc’h, Pornaleg, Pleur, Ploneour-Lanvern, Pont-’n-Abad, Sant-Gwenole, Sant-Yann-Drolimon, Triagad, Tregeneg, ha Tremeog.
Itron-Varia ar Mor Bro Fouenn (Notre-Dame de la Mer en Pays Fouesnantais) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Benoded, Kloar-Fouenn, Fouenn, Gouenac’h, Ar Forest-Fouenn, Pluwenn, ha Sant-Evarzeg.
Sant-Vaze Bro an Irwaz (Saint-Mathieu en Pays d’Iroise) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Brelez, Gwiproñvel, Eusa, Molenez, Lamber, Lambaol-Blouarzel, Lampaul-Gwitalmeze, Landunvez, Lanildud, Lañriware, Konk-Leon, Milizag, Plouarzel, Gwitalmeze, Plougonvelen, Plougin, Ploñger, Plourin-Gwitalmeze, Porspoder, Porsal, Sant-Pabu, Lokournan, Trebabu, Treouergad, ha Trezian.
Itron-Varia Remed-Oll Bro Landerne (Notre-Dame de Tout Remède en Pays de Landerneau) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Daoulaz, Dirinonn, Hañveg, Irvillag, an Ospital, ar Forest-Landerne, ar Merzer-Salaun, ar Roc’h-Morvan, Landerne, ar Faou, an Treou-Leon, Logeginer-Plouziri, Logonna-Daoulaz, Penn-ar-C’hrann, Plouziri, Plouedern, Roslohen, Rumengol, Sant-Divi, Sant-Tonan, Lanurvan, Trelevenez, ha Tremawezan.
Sant-Erwan Bro Vontroulez (Saint-Yves en Pays de Morlaix) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Bolazec, Bodsorhel, Garlann, Gwerliskin, Gwimaeg, Lanneur, Lanneanou, Kloastr-Sant-Tegoneg, ar Pontou, Lokireg, « Itron-Varia ar Vur Montroulez » (Koatserho, Plouyann, Plourin-Montroulez, Sant-Seo, Sant-Martin-war-ar-Mêz, Sant-Vaze, Sant-Maelen), Pleiber-Krist, Plegad-Gweran, Plegad-Moazan, Plouezoc’h, Plouganou, Plougonven, Plouigno, Plouneour-Menez, Sant-Itrop, ha Sant-Yann-ar-Biz.
Sant-Kolomban Bro Gemperle (Saint-Colomban en Pays de Quimperlé) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : An Arhanaou, Bañleg, Bei, Kloar-Karnoed, Gellegouarh, An Treou-Kerne, Lokunole, Mellag, Molan, Nevez, Nizon, Pondaen, Kerien, Kemperle, Redene, Rieg, Sant-Turian, Skaer, ha Tremeven.
Santez-Mari Ledenez Kraon (Sainte-Marie en Presqu’Île de Crozon) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Argol, Kameled, Kraon, Landevenneg, Lanveog, Rozkañvel, ha Terrug.
Vous utilisez Internet Explorer 11 ou une version antérieure. Ces navigateurs ne sont plus tenus à jour par Microsoft,
ce qui peut constituer une faille de sécurité pour votre ordinateur. Par ailleurs, ces navigateurs
n'afficheront pas correctement certains contenus.
Pour consulter notre site dans des conditions optimales, veuillez mettre à jour votre navigateur.