Accueil  -  Foi et culture bretonne – FEIZ  -  Feiz ha sevenadur  -  Liziri an Eskibien  -  Embann an Aviel d’ar grouidigez a-bez

Embann an Aviel d’ar grouidigez a-bez

Lizer a Bastor an Aotrou ’n Eskob Lorañs Dognin
Eskob Kemper ha Leon
Pask 2019

Breudeur ha c’hoarezed,

Tri bloaz ’zo e skriven deoc’h eul lizer a Bastor ’lec’h ma roen deoc’h da gleved « va zantimañchou kenta war buez ha mision on Iliz e kalon on departamant a Benn-ar-Bed ». Aze e lavaren deoc’h va levenez da veza gellet gweled ar veleien ha kalz ahanoc’h ha da veza bet eun taol-lagad kenta war ar pez a vez bevet er parreziou, er zervichou eskoptiel, er skoliou hag e strolladou a bep seurt. Lavared a reen deoc’h ive va nehamant dirag galloud Iliz on eskopti da veva he c’harg a avielerez ablamour da urziadur ar parreziou hag an deanadou deuet da veza direiz. Kalz beleien ha klaz izili euz ar skipaillou o-doa lavaret din o nehamant. Ablamour da ze on-eus staget gand eun adurziadur euz Iliz on eskopti ; goulennet eo bet hoc’h ali diwar-benn kement-se, ha kaset eo bet al labour da benn da Bask 2017 en eur groui ugent parrez nevez. Diazezet eo an adurziadur-se war an diell : Heñtennou evid buez ha mision ar parreziou nevez, hag a ro dija an diazezou teologel, hag a lavar penaoz e vint urziet hervez gwir an Iliz. ’Vel a lavaren neuze : « Pal an diell-mañ eo sikour oll oberourien ar bastorelez da gregi gand an hentenn-se en eun doare peohuz ha da gaoud levenez ha nerz da embann ar C’helou Mad da oll dud o farrez nevez heb lezel den war bord an hent ».

An ugent parrez a zo bremañ en o flas abaoe tost da zaou vloaz, med an ergerz n’eo ket echu c’hoaz, anad eo. Red e vo kaoud amzer, sklêr eo, evid cheñch on doareou da ober, med intentet on-eus mad e tlee ar cheñchamañchou-ze or sikour da gas da benn or mision da embann an Aviel en eur zerhel kont euz an en-dro a-vremañ hag on nerziou. ’Vel a skrive ar pab Frañsez : « Adstumma ar frammaduriou, hag a c’houlenn eur cheñchamant pastorelez, ne c’hell beza komprenet nemed evel henn : oberia evid ma teufent da veza muioc’h misioner, evid ma vefe ar bastorelez ordinal ledannoc’h ha digorroc’h, ha ma rafe d’an oberourien pastorel « mond er-mêz » ha rei tu d’an oll re a ginnig Jezuz dezo e vignoniaj da respont Ya ».

El lizer a bastor-mañ, ne fell ket din komz dre ar munud euz an divizou niveruz kemeret dija en on eskopti, med hepkén rei eun neboud merkou d’or sikour da vond war raog gand an avielerezse neveseet. Kavoud a reoc’h goulennou hag a c’hello marteze ho sikour d’en em zoñjal c’hwi hoc’h unan, rag pep hini, forz pe oad e-nefe, e-neus e lodenn da gemer e nevezadurez misioner or parreziou. Ar goulennou-ze a c’hell ive maga prederiadennou en ho skipaillou ha strolladou.

1. Cheñch or sell

« Eur barr-avel diroll a zav. An tarziou a lamme er vag beteg he c’harga. Jezuz a oa e penn a-dreñv ar vag, kousket war eun dorchenn. Dihuna ’reont anezañ en eur lavared : « Mestr, ne ra netra dit e vefem o vond da goll ? » Eur wech dihunet e c’hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor : « Chom sioul ! ro peoc’h ! » Ha setu torret an avel ha peoc’h kaer o rén. Lavared a reas Jezuz dezo : « Perag kaoud aon evel-se ? Penaoz ! n’ho-peus ket a feiz ? » (Mk 4, 37-40).

Ya, gwir eo, bepred eo hejet an Iliz gand ar gwall-amzer. Santel eo, ’vel ma embannom er Gredo, rag ar C’hrist eo ar penn, hag ar Spered Santel a ro dezi he alan, med eun Iliz a beherien eo, ha ni a zo anezo. Santoud a reom en eun doare poaniuz ez eo a-wechou beuzet gand gwagennou a wallskweriou enni hec’h-unan ha kement-se a gabestr he mision. Gwall-nehet om lakeet ni-on unan gand kement-se.
Hejet eo ive peogwir he flas er gevredigez a zeblant mond da get, e Bro-Frañs d’an nebeuta. N’eo ket nevez ! ’Vel a skrive e 1948 unan euz an eskibien bet em-raog, an aotrou ’n eskob André Fauvel : « Bez’ emaom dirag eur goadur don en eur bed tousmahet. Eur gevredigez a-bez a ’n em urz er-mêz euz ar frammaduriou hengounel. Bez’ e seblant beza e tu da veva heb ar relijion. Ar re zentusa euz an dud a gemer o frankiz. An teknikou nevez a antre e peb lec’h, hag e cheñchont tro-spered or parrezioniz. Cheñchet eo bet buez or mêziou abaoe hanter-kant vloaz muioc’h eged epad kantvejou, hag e kendalho da jeñch. Barr-reverzi an digristenna, hag e-neus gwastet kement a eskoptiou, a ro da zantoud beteg amañ e dromorennou. Eun deiz a c’hell dond ’lec’h ma ne vo nemed ar re virvidika da jom fidel deom ».

Hirio an Iliz ne urz ket kén buez an dud ’vel ma ree en amzer dremenet. Red eo kaoud bolontez, ha kalon zokén, evid beva eur vuez kristen wirion er gevredigez a-vremañ, hag emouestla enni. Ar boblañs dre vraz a zo pelleet diouz ar feiz kristen, a zouge anezi en eun doare speredel hag a roe dezi eur stern ha reolennou. Ha neuze eveljust ez-eus nebeutoc’h a dud fidel, nebeutoc’h a veleien, ha bodadegou ar zul gand nebeutoc’h a dud…

An Iliz koulskoude n’ema ket war-nez mervel, pell ahano ; er gevredigez e kendalc’h da gaoud eur plas pouezusoc’h ha na soñjom, rag ar Spered Santel a labour e kalon kalz tud. An Aviel a ra goulennou, an esperañs kristen a sach an evez, komz an Iliz a zireñk. Forz penaoz ne lez ket dizeblant. Jezuz e-noa lavaret : « Heñvel eo Rouantelez an Neñvou ouz eun tamm goell, kemeret gand eur vaouez, da gemmesk gand tri vuzuliad bleud, beteg ma sav an toaz en e béz » (Mz 13,33). Kemennadenn Jezuz a zo sklêr : awalc’h eo eun nebeudig goell, ha koulskoude an toaz a-béz a zav. Eveljust e vo red gortoz distro ar C’hrist en e c’hloar, evid ma teufe da wir penn-da-benn, med dija e Rouantelez a garantez a ’n em led er c’halonou en eun doare ledannoc’h ha na zoñjom. An Iliz a zo dija sin ar Rouantelez-se o tond hag ez om test en or parreziou euz ar pez a zo o sevel. Pep hini a c’hell gweled tro-dro dezañ hini pe hini, pell diouz an Iliz, hag a zo bet skoet gand gras Doue, da geñver eul liderez, eur pelerinaj pe eun emgav gand kristenien. Bep bloaz, ar re yaouank hag an dud en oad a c’houlenn ar vadeziant a ro deom da anaoud êzenn zoueel goell ar Rouantelez.

Aliez on-eus eur zell re zu war stad an Iliz, rag selled a reom re ouz ar gwagennou a hej anezi, ha ne welom ket Jezuz a zo aze hag a c’hell pep tra. « Perag kaoud aon evel-se ? Penaoz ! n’ho-peus ket a feiz ?» Ar goulenn eo a ra Jezuz ouzom hirio, rag ne c’hell beza avielerez ebed heb cheñch or sell, heb eun distro gwirion. Goulennom ha digemerom frouez leun a beoc’h ar Spered Santel, kentoc’h eged en em lezel da veza distroadet ha distroet diouz or feiz hag or mision dre wagennou spered an Droug. ’Vel a lavar ar pab Frañsez : « Arabad deom lezel laerez diganeom on esperañs ».

• Pere eo ar sinou a ro kalon din hag a welan e buez ar bed hag e buez an Iliz ?
• Pere eo an testeniou kaer o-deus skoet ahanon er zizunveziou diweza ?
• Petra a ro din c’hoant da drugarekaad Doue hirio ?

2. Beva an distro misioner

« Ouz kleved Pèr, ez eo treuzet o c’halon, hag e lavaront da Bèr ha d’an Ebestel all : Petra eo deomni ober, Breudeur ? » Ha Pèr dezo : « Distroit ouz Doue, ha ra vo badezet pep hini ahanoc’h en ano Jezuz-Krist evid pardon ho pehejou, hag e tegemeroc’h donezon ar Spered Santel, rag deoc’h ive eo ar bromesa ha d’ho pugale ha d’an oll re a zo pell-braz, kement bennag a c’halvo an Aotrou, on Doue » (Ob. 2, 37-39).
Penn-kenta pep tra eo ! Bepred e rankom kreñvaad or feiz en Hini a zo deuet en or c’horv-den d’on diwall diouz an droug ha da rei deom ar vuez ne vo fin ebed dezi. Or feiz ne c’hell ket beza « kredennou », « talvoudegeziou » pe « giziou ». Diazezet e rank beza war eur mignoniaj don gand ar C’hrist : « Bremañ e roan deoc’h an ano a vignon, rag kement am-eus klevet gand va Zad am-eus roet deoc’h da anaoud » (Yn 15, 15).

Ar mignoniaj-se gand ar C’hrist a vez maget en eur brederia war Gomz Doue, en eur rei amzer d’eur bedenn personel ha d’eur bedenn a galon en on deveziou. Ar bedenn pemdezieg n’eo ket eur c’holl amzer, med amzer gounezet, rag an Aotrou a zikour ahanom da weled ar pez e-neus gwir dalvoudegez en or bueziou bervet, hag e ro d’or c’halonou ar peoc’h hag ar sederded on-eus kement a ezomm anezo da dala ouz diêzamañchou ar vuez. Maga a reom ive ar mignoniaj-se gand ar C’hrist en eur gemer perz ingal e overenn ar zul « eienenn ha penn uhella or buez kristen », hag e tleom derhel mort dezi kousto pe gousto.

Red eo deom ive kavoud an tu da istima or fealded d’an Aviel, evid trei kein d’an droug ha reseo gras ar pardon. Diêz e kavan e vefe kalz, en on eskopti, o lezel a-gostez madoberou sakramant ar pardon. Bez’ e ro tro, gand sikour ar beleg, da respont d’ar goulenn : « Petra eo deom-ni ober ? » ’Vel lavar ar pab Frañsez, « Ar gador-goves n’eo ket eul lec’h da jahina an dud, med lec’h trugarez an Aotrou a boulz ahanom da ober ar vad a c’hellom ». Eur zakramant eo, an Aotrou eta a labour ennañ e gwirionez evid or frankiza, evid on digeri d’ar vuez wirion gand Doue. Gwelet am-eus tud o lammad a levenez ’n eur zond er-mêz euz ar gofesion. O buez a zo bet treuzfurmet.

An distro misioner a dremen ive dre ar stummadur. Red eo deom donnaad or feiz hag he lakaad da greski evid dond da veza diskib-misioner. Stummaduriou a beb live a zo kinniget en eskopti. Soñjal a ran dreist-oll e hentenn a gatekizadur evid tud-deuet : War on heñchou gand Jezuz-Krist – hag a zo evid an oll ha bet staliet er bloaz-mañ. Servij speredel an eskopti e-neus ive meur a dra da ginnig, hag on-eus c’hoaz lehiou ’lec’h ma tigemer ahanom kumunieziou relijiel, vel manati sant Gwenole e Landevenneg, ar C’harmel e Montroulez, hag ar c’hreizennou speredel. Kemerom amzer d’en em stumma ha da nevesaad evid beza gouest da skedi levenez ar feiz.
An distro misioner a boulz ahanom da rei testeni euz or feiz en eun doare nevez. N’eo ket awalc’h rei skwer eur vuez karantezuz, red eo ive lavared or feiz gand geriou ha beza gouest d’he displega d’an oll re, niveruz bremañ beteg en or famillou, ha n’o-deus morse klevet ano euz ar C’hrist. Med greom kement-se « gand douster ha doujañs » a lavar deom sant Pèr (1 P 3, 16). Aviela a c’houlenn kalz madelez ha pasianted e-keñver ar re n’o-deus ket a feiz ha ne anavezont netra euz ar feiz kristen. N’on-eus morse da goll kalon gand ar re n’o-deus ket bet c’hoaz ar chañs d’en em gavoud gand Jezuz-Krist, pe o-deus distaolet anezañ warlerc’h eun digouez poaniuz. Bez’ on-eus da bedi evito ha da respont d’o goulennou.

Ar veleien n’int ket ken niveruz kén, hag o c’harg a zo ponneroc’h ponnerra. N’on-eus ket da c’houlenn outo muioc’h ha na c’hellont dougen. Er c’hontrol, pedom evito, na varnom ket anezo, diskouezom dezo or mignoniaj, emouestlom ganto ha digemerom ar cheñchamañchou red a bourchasont gand o skipaillou pastorel. Trugarekaom anezo ive, ha room kalon dezo evid an donezon a roont euz o buez bemdez evid embann an Aviel, santellaad ar bobl kristen ha gouarn an Iliz. Ar bed e-neus cheñchet, ha ne c’heller ket kén ijina buez ar barrez ’vel m’edo gwechall. Ar Spered santel a boulz ahanom da veva mision an Iliz en eun doare all. Da bep hini da gemer perz e kement-se en eun doare pozitivel heb selled en a-dreñv.

Buez ha mision an Iliz a zo diazezet ive war an diagoned ha kalz tud fidel lik ha n’o-deus damant ebed ouz o foan evid embann an Aviel. Red eo deom harpa anezo hag emouestla ni on-unan en eur respont gand kalon ha fiziañs d’ar galvadennou a vez greet ouzom. Doareou disheñvel da weled ha da zoñjal a weler hirio, dreist-oll hervez ar rummadou. Pep hini ’neus e istor ! Digemerom ar menoziou nevez, zokén ma n’int ket hervez on doare da zoñjal. ’Vel a c’houlenn diganeom sant Paol, « En em glevit kenetrezoc’h, bezit eun heveleb karantez, eun heveleb kalon, klaskit an unaniez » (Fil 2,2).

• Peseurt darempred am-eus gand ar C’hrist-Jezuz ? Peseurt plas a roan d’ar bedenn em buez ? Ha kemeret ’m-eus mareou hirroc’h da endonia er bloaz-mañ ?
• Hag anaoud a ran al leorig « En em stumma hag endonia e Penn-ar-Bed » ? Daoust hag ez-eus kinnigou a blij din hag e c’hellfen lakaad va ano evito ?
• Abaoe pegeid n’am-eus ket resevet sakramant ar pardon o komz gand eur beleg ?
• Ha kredet am-eus rei testeni euz va feiz tro-dro din ? Ha kiled am-eus ? Perag ?
• Peseurt sell am-eus war ar veleien ? Daoust hag e soñjan pedi evito ha beza madelezuz en o c’heñver ?
• Peseurt daremprejou am-eus gand an dud fidel all euz ar barrez, dreist-oll gand ar re ha ne welont ket an traou eveldon ? Penaoz e c’hellom asamblez « klask an unaniez » ?

3. Parreziou nevez kreñvoc’h evid aviela

’Vel a skriven : « An adreñka euz ar parreziou a oa red evid lakaad da glota or pastorelez gand stad or c’hêriou, or bourkou, ha stad on nerziou beo ». N’eo ket eun adreñka melestradurel hepkén. Sant Paol a lavar deom e zalvoudegez : « Da bep hini ahanom eo bet roet ar c’hras hervez donezon ar C’hrist… Evid ma vo ar zent e stad da ober ar vinistrerez eevid diorren korv ar C’hrist, beteg ma tegouezim oll asamblez e unaniez ar feiz hag en anaoudegez euz Mab Doue, e stad eun den greet, deuet da vent ar C’hrist en e wella » (Ef 4, 7. 11-13). Donezon Doue eo da genta a fell deom lakaad da rei frouez en eur lakaad asamblez on nerziou beo da zevel kumunieziou kristen beo a roio da weled ema Doue hag e garantez e-kichenn tud on amzer.

Ar parreziou braz a vir ouz ar veleien da veza o-unan-penn hag a ro tro d’eur gwir labour asamblez tro-dro d’ar person, d’ar veleien all, d’an diagoned ha d’ar skipaill a virvill pastorel. Kalz on-eus da c’hounid en eur labourad gwelloc’h asamblez war dachenn or parreziou. Ar parreziou-ze a ro tro da gaoud awalc’h a dud da zevel lidereziou kaer, da brepar an dud fidel da zakramañchou ar vadeziant hag an eured, da lida an interamañchou, da rei kresk d’ar c’hatekizadur ha da stummadur an dud deuet, eur c’hemenn efeduz, eur sekretourva hag eur c’huzul ekonomikel. Talvouduz eo kement-se evid an avielerez, rag an Iliz a dle kavoud peadra evid he mision.

Niveruz eo an dud a c’houlenn beza dimezet en Iliz, lakaad o bugel da veza badezet pe beza harpet da vare maro unan tost dezo. Med gweled a reom aliesoc’h aliesa n’o-deus ket bet an dud-se eur gelennadurez kristen, ha n’eo ket anad evito ober hent war-zu eur zakramant. Ar parreziou n’o-deus ket gortozet evid cheñch o doare da zigemer ha da ambrouga an dud-se evid embann dezo an esperañs kristen. Kement-se a c’houlenn muioc’h a amzer hag a ijin, med koueza a ra aliez war ar memez tud, hag ar zamm a vez re bonner pa vez war chouk re nebeud a dud. Bez’ e rankom oll kemer on lod evid ma c’hellfe an dud-se kaoud perz en eur vuez kristen wirion.

Ar skoliou kristen o-deus eur plas a-bouez en or parreziou. Kalz famillou, kristen pe get, a zeu da fizioud enno o bugale. Red eo deom kenderhel gand ar strivou a zo bet greet abaoe eun nebeud bloaveziou gand renerez an Deskadurez Katolig evid sikour ar strolladou a gelennerien da greski er feiz ha rei tro d’an oll skolidi da zizolei levenez an Aviel ha d’ar muia posubl da heulia eur gwir gatekizerez.

Diorren ar vugale a zo hirio eur gwir difi dreist-oll ablamour d’ar rouejou sokial, ha n’o-deus ar gerent galloud ebed warno, hag a skuill e kalonou ar re yaouank ar gwella hag ar gwasa. En or parreziou e rankom sikour ar gerent da ziorren o bugale. Katekizerez ar barrez, aluzennerez ar re yaouank hag ar skoliou katolig a zo lehiou dibar evid-se, med ive pastorelez ar famillou, ar skouted hag ar strolladou all.

Ema ar parreziou o sevel o Raktres Pastorel Misioner. Lod o-deus roet lañs d’eur brederiadenn ’doug ar bloaz en o c’humunieziou Kristen lehel, lod all o-deus reñket eun devez a-bez a Vodadeg-Veur evid ar barrez, evid ma c’hellfe an oll re a fell dezo lavared o zoñj. Red eo e vefe an dud fidel kenlodeg er brederiadenn-ze, rag an distro misioner a zo evid pep hini ahanom peogwir ez om badezet ha « diskib-misioner » eta. Ar Raktres Pastorel a ro tro da anaoud gwelloc’h an dud a zo o chom war ar barrez, o stad sokial hag ekonomikel, doareou-beva tud on amzer, o ezommou a vuez, o ezommou speredel. Evel-se e c’hellom, er bedenn, merzoud ar pez a gont ar muia evid ma c’hellfe ar C’helou Mad mond da gavoud e gwirionez buez an dud, hag on diwall d’en em skigna ha da skuiza o souten ar pez ne ro ket pe ne ro kén a frouez.

• Pere eo ar boazamañchou am-eus asantet cheñch em buez personel ha kumuniezel evid sikour ar barrez nevez d’en em stalia ?
• Ma ’z eo bet embannet dija, daoust hag em-eus anaoudegez euz raktres pastorel va farrez ? Peseurt galvadennou e lak da zevel ennon ?
• Penaoz e c’hellan kemer perz, hervez ar pez a c’hellan, e buez va farrez, da skwer : an digemer, ambrougerez an dud a c’houlenn reseo sakramant ar briedelez, ar vadeziant, katekizereez evid o bugel pe interamant unan tost outo ?

4. An Aviel bevet hag embannet tostig-tost

Ar parreziou braz a vroud hag a harp ahanom da vond war-raog asamblez, med embann an Aviel a grog da genta en or buez deom-ni, dre an testeni a room dre or c’homzou hag on oberou d’ar re a zarempredom bemdez. Evel-se eo o-deus an diskibien genta greet anaoudegez gand Jezuz, ’vel a lavar deom sant Yann en e Aviel : « Andre, breur Simon-Pèr, a oa unan euz an daou o-doa klevet Yann-Vadezour hag a oa eet da heul Jezuz. Mond a reas da genta da weled Simon e vreur hag e lavaras dezañ : ‘Kavet on-eus ar Mesiaz, da lavared eo ar C’hrist.’ Hag e kasas anezañ da gavoud Jezuz » (Yn 1, 40-42).

Ablamour da-ze ar pez a gont ar muia bremañ eo rei kresk d’ar mision gand kristenien kement bourk pe garter en eur ober evel-se, gand reou all ma n’int ket niveruz awalc’h, ar pez on-eus anvet « Kumunieziou Kristen Lehel », en he fenn eun dileuriad pastorel. Bez’ e c’hell beza meur a KKL en eur barrez. Peurliesa er parreziou nevez eo bet savet ar c’humunieziou-ze diwar ar bodadou-parreziou a oa bet savet gand an Aotrou ’n eskob Guillon e 1996 ; lod all a zalc’h kont muioc’h euz al lehiou nevez a boblañs. Red eo kavoud ar gwella ment, med war al live tost-se eo e tle an Iliz beza a-wél ha skedi. Hervez ma vezo beo ha misioner ar C’humunieziou Lehel eo e c’hello ar veleien hag an dud fidel beva o mision en eun doare seder.

An diagoniaj a zo ive o ’n em stalia e pep parrez, hag eun dra gaer eo. Skipaillou « Plas ha komzou ar re baour » a ziwan evid ranna o buez hervez sklêrijenn Komz Doue. Ar skipaill eskoptiel « Plas ha Komz ar re baour » am-eus anvet e miz du diweza, a zacho on evez evid na c’hellfem morse lavared da unan bennag : « N’am-eus ket ezomm ahanout » (1 Kor 12, 21). Ar pez a zo c’hoarvezet er Frañs er miziou diweza ’neus roet da weled eo red adgwiada an danvez sokial ha lakaad da genta ar Vad Boutin. Kleved a c’hellom kement-se ’vel eur galvadenn da genderhel, e mod pe vod, gand an emgavou digor a zo bet e lod euz ar parreziou er goañv-mañ evid respont d’ar goulenn kreñv a vreudeuriaj, a justis hag a genskoazell.

An Aviel a vez bevet ive tostig-tost e diabarz skipaillou pe kenvreurieziou kristen, ’lec’h ma c’hellom ranna or buez hervez sklêrijenn an Aviel, pedi asamblez hag en em harpa an eil war egile evid mond war-raog en or feiz. Kement den badezet a zlefe gelloud evel-se en em gavoud gand reou all ingal awalc’h. Eur c’hristen e-unan-penn a zo eur c’hristen e dañjer.

• Penaoz e c’hellfen kemer perz en va C’humuniez Kristen Lehel ? (Forz pe zervij ’vefe)
• Hag anaoud a ran on dileuriad pastorel ? Penaoz e c’hellfen harpa anezañ ?
• Peseurt liamm am-eus gand an dud tro-dro din hag a zo o-unan-penn, klañv, diasur o stad, ampechet… ? Penaoz e c’hellfen rei kalon dezo hag o zikour da gemer o flas er gumuniez kristen ?
• Pe re eo al lehiou ’lec’h ma c’hellan en em gavoud gand reou all, kristenien pe get, evid lakaad da greski ar vreudeuriaj, ar justis hag ar c’henskoazell en or c’harter pe en or bourk ?
• Daoust hag ez on ezel euz eur skipaill, eur strollad pe eur c’henvreuriez kristen ? A-hend-all, daoust hag e c’hellfen kavoud tud all ha sevel unan ?

5. Ijina doareou nevez da embann ar C’helou Mad

’Vel a lavar sant Paol : « Kement hini a chalvo Ano an Aotrou a vezo salvet. Penaoz ’ta e c’halvint an Hini n’o-deus ket kredet ennañ ? Penaoz e kredint en Hini n’o-deus ket klevet ? Penaoz e klevint heb embanner ebed ? Penaoz ec’h embannint ma ne vezont ket kaset ? Evel m’eo skrivet : Na pegen kaer eo treid ar re a embann ar C’helou Mad ! » (Rom 10, 13-15).

Tud ’zo a c’houlenn diganin petra eo evidon « aviela » ha petra eo evid gwir. Me ’gav din e rankom da genta komañs gand ar bedenn. Gervel a ran ar gristenien euz ar memez bourk, euz ar memez karter d’en em voda evid pedi asamblez da vareou ingal en o iliz, hag a zo eul lec’h anavezet gand an oll. Pedenn ar Rozera, pedenn ar meuleudiou pe ar gousperou, ar c’hantikou a veuleudi, al Lectio Divina (lenn Komz Doue en eur bedi). Adorazion ar Zakramant a zo ive eun doare kaer da ober al liamm gand an overenn. Kreski a ra eun tammig e peb lec’h en on eskopti, beb an amzer, pe en eun doare ingal (Brest, Kemper), hag e ro tro da bep hini d’en em zantoud tost ouz ar C’hrist, o veza unanet ive er bedenn gand kalz re all. Ne vank ket a zanvez deom evid pedi asamblez. Zokén ma n’emaom nemed daou pe dri, Jezuz a zo aze dija ! Dre aze eo e rankom kregi. Pa ’z-om unanet gand Doue, n’en em c’houlennom ket kén penaoz aviela. « Rag ma ’neus unan bennag digemeret ar garantez-se a ro dezañ en-dro talvoudegez ar vuez, penaoz e c’hellfe en em vired d’her rei da anaoud d’ar re all ? »
Goude-ze eo red deom ijina doareou nevez d’en em gavoud gand an dud a hirio evid embann dezo an Aviel dre gomz ha dre ober. ’Vel a lavare ar pab Frañsez e Levenez an Aviel : « Ar gumuniez oc’h aviela a wél mad e-neus an Aotrou greet ar c’hammed kenta, en he raog ema er garantez (1 Yn, 4, 10) hag ablamour da ze, e oar-hi mond war-raog, heb aon e oar rei lusk, mond da gaoud, klask ar re a zo pell ha beza er c’hroaz-heñchou da bedi ar re a vez lezet a-gostez ».
Soñjal a ran, da skwer, en « taoliou digor » a liesa da zigemer evel breudeur ar re a zo o chom en eur c’harter pe en eur bourk, hag a ro tro evel-se da dostaad ouz ar re a zo o-unan, ouz ar re baourra, ouz ar re en em zant lezet a-gostez, ha da greñvaad evel-se al liamm sokial on-eus kement a ezomm anezañ. An hentenn a gatekizadur evid tud deuet « War on heñchou gand Jezuz-Krist », am-eus meneget uhelloc’h, a zo ive eur benveg mad evid aviela, rag tud ha zeuont ket d’an Iliz, med o-deus c’hoant anaoud petra eo ar feiz kristen, a c’hell kemer perz ennañ. Soñjom ive er pez a c’hoarvez e bourk pe vourk (prezegenn, beilladeg a gan hag a veuleudi, hag all…)
War an dachenn-ze, ema on eskopti o vond da zigemer dizale ar gumuniez Palavra Viva euz ar Brezil, evid sevel eur skol a avielerez e Kreac’h-Balbe (Lannurvan). Ar skol-ze a roio tro bep bloaz da bôtred yaouank etre 18 ha 30 vloaz da zonnaad o feiz ha da veva sizunveziou a avielerez a-unan gand parreziou ha skoliou kristen. Ar gumuniez-se, yaouank, beo ha laouen, a zegaso deom al lañs on-eus ezomm evid rei da anaoud d’ar muia posubl, ha dreist-oll d’ar re yaouank, al levenez da gredi. Eur skol all a avielerez gand Palavra Viva a zigoro evid ar plahed yaouank e eskopti Soissons. Bez’ e c’hello digemer plahed yaouank euz on eskopti a blijfe dezo ober eun taol-esa epad bloaz.

Eur gumuniez a Dadou Misioner euz Itron-Varia ar Salet a ’n-em stalio dizale evid kas-endro Santual Itron-Varia ar Folgoad ha degemer ar belerined. Eul lec’h kaer e vo evid harpa ar mision en on eskopti.

Doareou kosoc’h a zo, a-wechou zokén abaoe pell. Red eo nevesaad anezo, evid ma c’hellfent dedenna ar rummadou yaouank. Soñjal a ran en or pardoniou, hag a zo gwriziennet don e sevenadur Breiz. Dor zigor braz e Penn-ar-Bed evid embann an Aviel, rag tostaad a reom enno ouz kalz tud hag a zo war bord an Iliz hag a zo dedennet gand gwriziou kristen don Breiz. Red eo deom adweled on doare da zigemer enno an dud fidel hag an tremenidi. Ar c’hantikou brezoneg a zo peurliesa eur gatekizerez kaer, gand ma vo eun droidigez d’o heul !

Sened ar re Yaouank, hag a zo bet e miz here 2018, a gennerz ahanom da rei muioc’h a blas d’ar re yaouank e buez on Iliz. Red eo rei tro d’ar re yaouank d’or bounta en or boazamañchou. Ne c’hellom ket chom stag ouz doareou-ober pastorel ha ne glotont ket gand ar rummadou yaouank. Red eo e c’hellfe ar re yaouank, en o zouez ar veleien yaouank, diskouez o ijin hag o startijenn evid embann ar C’helou Mad en o doare dezo. N’eo ket dreist galloud ar re gosoc’h kompren kement-se ! Bez’ e tleont kalonekaad ar re yaouank en eur rei dezo ar pez o-deus ezomm evid beva o mision hag asanti cheñch o boazamañchou.

Ar gweladennou pastorel a ran er bloaveziou-mañ a zo evidon troiou kaer evid dizolei ar pez a staliit e pep parrez evid embann an Aviel. Boda a reont ar barrez a-bez ha degas a reont lañs ha kalonekaad.

• Ha prest e vefen da gemer perz en eur mare a bedenn ingal e iliz va bourk pe va c’harter ? Eur mare a adorasion ar Sakramant ? Ha ma n’eus ket, daoust hag e c’hellfen kroui unan en eur c’houlenn digand tud tost dond ganin ?
• Evid peseurt servichou e c’hellfen gervel re yaouank da gemer o flas evid kemer perz e buez or c’humuniez (muzik, kan ha servichou all) ?

6. « An Overenn a ra an Iliz hag an Iliz a ra an Overenn » (2)

Al lavar-se, hag a zo euz an trede kantved, a zo bet adkemeret ha displeget gand ar C’hardinal Henri de Lubac, hag e lavar mad pal liderez an overenn en or parreziou braz. Pa lavar unan bennag : « Ne ’z-an ket d’an overenn er zul-mañ, rag n’eo ket en va iliz… pe c’hoaz re bell eo… pe c’hoaz ’m-eus ket c’hoant », n’en em rent ket kont e vanko d’ar gumuniez a-bez. Ne ’z-eom ket d’an overenn hepkén evid en em zantellaad-ni, bez’ ez eom peogwir ec’h en em ra an Iliz pa en em vod evid lida an overenn, « eienenn ha penn uhella ar vuez kristen ». Ar C’hrist eo a zao e Iliz, med ni on-eus da veza aze, gand reou all, dezañ da c’helloud oberia ennom dre nerz e Spered hag e sakramañchou.

Dond d’an overenn n’eo ket eun dra zister peogwir e respontom d’ar goulenn a reas Jezuz ouz e ebestel derhent e varo : « Va c’horv eo hemañ, an hini roet evidoc’h, grit kement-mañ gand ar zoñj ahanon » (Lk 22, 19). Abaoe ar mare-ze, n’he-deus morse ehanet an Iliz da lida an overenn, hag enni an Aotrou or mag eñ e-unan gand e Gomz hag e Gorv roet e sakrifis. Kement kristen a rank gweled kement-se ’vel an dra ha ne c’hell ket c’hwita en e zizunvez. ’Vel a lavar deom skrivagner al Lizer d’an Hebreed : « Diwallom da zilezel or bodadegou, evel m’eo kustum da lod, med skoazellom an eil egile, seul vuioc’h ha ma welit an deiz o tostaad ! » (Heb 10, 25). O kemer perz en overenn eo e kreskom er feiz, hag e lakom da zevel ar vokasionou a veleien on-eus kement a ezomm anezo.

Er parreziou nevez e c’hell beza meur a overenn ar zul ingalet war ar c’horn-bro evid beza tost ouz ar c’humunieziou lehel. Med evid ma vefe overenn e ranker derhel kont euz an niver a veleien, euz al laiked gouest da gas brao en-dro ar c’han hag al lennadennou, med ive euz an niver a dud fidel a en em vod e lec’h pe lec’h. Eur vodadeg ar zul gand re nebeud a dud ne ro ket startijenn, hag e c’houlenn koulskoude kement a energiez evid aoza al liderez ha rei buez dezi.
Bez’ ez-eus moarvad nebeutoc’h a overennou en or parreziou hag e vezont lidet marteze pell diouz al lec’h m’emaom o chom, med red eo deom ober or seiz posubl evid kemer perz enno. Ar re o-deus muioc’h a boan o tiblas a c’hell beza ambrouget gand unan bennag tost. Hag evid ar re ne c’hellont ket dond, dreist-oll ar re a zo en eun EHPAD, Servij Avieler ar re Glañv a zo aze evid digas dezo Komz ha Korv ar C’hrist, zokén en eun doare kumuniezel. Ar re glañv hag ar re goz a zo evel-se unanet da vad gand oll gristenien ar barrez hag, en o doare dezo, e kemeront perz ive en avielerez.

• Petra ’lavarfen d’an neb a c’houlenn diganin perag ez-an d’an overenn ? Ma ne ’z-an ket, pe nebeud, ablamour da betra ?
• Ha prest e vefen, hervez ar pez a c’hellan, da zikour reñka ha/pe da rei buez d’on overenn ar zul ?
• Daoust hag ez-eus tud a c’hellfen ambroug d’an overenn ? Ma ne vlenian ket, daoust hag e c’hellan goulenn digand unan bennag tost ambroug ahanon ?

(2) Cardinal de Lubac, Méditations sur l’Église, 1953-2003.

Breudeur ha c’hoarezed, na gollom ket kalon, ra vo lorc’h ennom da veza kristenien hag eüruz da rei testeni a gement-se gand eeunded hag a galon izel dre or c’homzou hag on oberou. Gouzoud a reom ar pez on-eus da ober, rag Jezuz-Krist a ziskouez deom an hent. En em lezom da veza heñchet gand e Spered Santel hag e Gomz a Vuez. Ra vo entanet or buez a bedenn evid beza gwir ziskibienmisioner, pep hini hervez e c’halvadenn.
« Dalhit mad eta, o c’houriza ho targreiz gand ar wirionez, o wiska chupenn-houarn ar justis, o lakaad en ho treid sandalennou ar mall da embann Aviel ar peoc’h, ha dreist-oll o kemer skoed ar feiz da c’helloud mouga oll birou entanet an hini droug » (Ef 6, 14-16).

Aotrou Doue, ennoc’h e fiziom on eskopti hag an oll re a zo o chom ennañ.
Lakit da zevel en on Iliz vokasionou a veleien, diagoned, leaned, tud kensakret ha tud fidel lik on-eus ezomm anezo evid m’en em lakfe or parreziou e servij o breudeur ha ma embannfent dezo Kelou Mad ar Zilvidigez.
Leuniit or famillou gand ho Trugarez. Ra vezint oalejou a garantez ha mein beo an Iliz.
Roit d’an oll re n’anavezont ket ahanoc’h kaoud sehed euz ho kwirionez ha d’an oll re vadezet kas dezo levenez an Aviel ha beza breudeur.
Santez Anna, sant Erwan, sant Kaourantin, sant Paol a Leon, Sant Gwenole, hag an oll zent ha sentezed o-deus en or raog embannet ar C’helou Mad e Penn-ar-Bed, pedit evidom.
AMEN.

D’ar zul Fask 21 ebrel 2019, gouel-meur Adsao or Zalver,

+ Lorañs DOGNIN
Eskob Kemper ha Leon