Euz ar 24 d’ar 30 a viz Genver 2021
Mk 1, 14-20 (B)
14 Goude ma oa bet lakeet Yann-Vadezour er prizon, ez eas Jezuz da Vro-Halilea.
15 Embann a ree ar Helou Mad a-berz Doue, o lavared :
« Deuet eo an amzer d’e boent, tost tre ema Rouantèlèz Doue. Troit ho kalon ouz Doue, ha kredit er Helou Mad ».
16 En eur vond a-héd mor Galilea, e welas Simon hag e vreur Andre o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant.
17 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Deuit d’am heul, hag e rin pesketerien tud ahanoh ».
18 Kerkent, dilezet ganto o rouejou, ez ejont d’e heul.
19 Eet eun tammig pelloh, e welas Jezuz Jakez, mab Zebede, hag e vreur Yann, int-i ive en o bag, o kempenn o rouejou. 20 Gelver a reas anezo kerkent. Neuze, o tilezel o zad gand e vevelien er vag, ez ejont d’e heul.
Mk 16, 15-18
15 Savet Jezuz a varo da veo, e lavaras d’an unneg abostol :
— « It dre ar béd a-béz, embannit ar Helou Mad d’an oll dud.
16 Salvet e vo an hini a gredo hag a vo badezet.
Kondaonet e vo an hini a zinaho kredi.
17 Setu amañ ar zinou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : dre va ano, e kasint kuit an droug-sperejou ; yezou nevez a gomzint ; tapoud krog a raint en naered ; 18 ha ma’h evont eun ampoezon marvel bennag, ne raio droug e-béd dezo ; astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag e vo pareet ar re-mañ ».
Mk 3, 31-35
31 Bez’ e oa Jezuz en eun ti, hag e tigouezas e vamm hag e vreudeur. Chom a rejont er-mêz avad, ha kas unan bennag goulenn anezañ. 32 En-dro dezañ, e oa kalz tud azezet ; lavared a reer dezañ :
— « Aze er mêz, ema da vamm, da vreudeur ha da hoarezed o klask war da lerh ».
33 Respont a reas dezo :
— « Piou eo va mamm ? ha piou va breudeur ? »
34 Hag o taoler e zellou war an dud azezet en-dro dezañ, e lavar :
35— « Setu va mamm ha va breudeur. An hini a ra bolontez Doue, hennez zo breur din, ha c’hoar din, ha mamm din ».
Mk 4, 1-20
1 Staga a reas Jezuz adarre da gelenn war bord mor Galilea. Dond a reas e-leiz a dud en-dro dezañ, ken ma savas en eur vag, hag eh azezas enni. Bez’ e oa Jezuz war ar mor, hag an oll dud war an aod.
2 Kalz traou a gelenne dezo dre barabolennou, hag e lavare dezo en e gelennadurez :
3— « Selaouit ! Setu an hader o vond da hada. 4 E-pad ma oa oh hada, e kouezas greun a-hed an hent. Deuet eo al laboused, hag eet ar greun ganto.
5 Kouezet ez eus greun ive war eun takad meineg, el leh ma ne oa ket kalz a zouar.
Diwan a ra an had raktal, dre ma ne oa ket kalz a zouar. 6 Ha pa ’z eo bet savet an heol, eo bet skaotet, ha dizehet dre ma n’e-noa ket a wriziou.
7 « Koueza a ra greun c’hoaz e-touez ar spern. Sevel a ra ar spern, hag e teu da vouga anezo ; ha n’eus tamm frouez e-béd diwarno.
8 « Koueza a ra had c’hoaz war an douar mad, ha diwan, ha kreski, ha dougen frouez : tregont, tri-ugent ha kant evid unan ».
9 Hag e lavaras Jezuz :
— « An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! ».
10 Pa en em gavas Jezuz e-unan, e stagas ar re a oa en-dro dezañ gand an Daouzeg, da ober goulennou outañ diwar-benn ar parabolennou.
11 Hag e lavare dezo :
— « Deoh-c’hwi eo bet roet mister Rouantèlèz Doue da intent. Med evid an dud euz an diavêz, ne zeu pep tra nemed dre barabolennou, rag, 12 kaer o-deus selled, ne welint ket, ha kaer o-deus klevet ne intentint ket, a-hend all e trofent ouz Doue hag e vefe pardonet dezo ».
13 Hag e lavaras dezo :
– « Ne intentit ket ar barabolenn-ze ? Penaoz neuze, eh intentot an oll barabolennou ? »
14 « Ema an hader o hada ar Gomz. 15 Evid an dud a zo war bord an hent, el leh m’eo hadet ar Gomz, p’o-devez klevet, e teu kerkent Satan, hag e tenn diganto ar Gomz bet hadet enno.
16 « Evel-se ive, ema ar re o-deus resevet an had e takadou meineg ; ar re-ze, p’o-devez klevet ar Gomz, o-deus kerkent resevet anezi gand levenez. 17 Med, n’eus ket a wriziou enno, bez’ ez int tud euz eur mare hepken. Pa zav trubuill pe heskinèrèz diwar goust ar Gomz, e vezont strobet.
18 Bez’ ez eus reou all a zo bet hadet e-touez ar spern : ar re-ze eo ar re o-deus klevet ar Gomz. 19 Med trabas ar béd-man, ar binvidigez o touella, ha meur a hoantegez all, en em zil enno, hag e vez mouget ar Gomz, houmañ a jom neuze difrouez.
20 « Ha bez’ ema ar re a zo bet hadet en douar mad : klevet a ra ar re-ze ar Gomz, reseo a reont anezi, hag e taolont frouez : tregont, tri-ugent, kant evid unan ».
Mz 9, 35-38
35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn er zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.
36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel deñved hep pastor.
37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :
— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».
Mk 4, 21-25
21 Lavared a reas Jezuz c’hoaz ar barabolenn-mañ d’e ziskibien :
— « Daoust ha digaset e vez al lamp evid beza lakeet dindan an armel pe dindan ar gwele ? Daoust ha n’eo ket evid beza lakeet war ar hantolor ?
22 « Rag kement tra a zo kuzet, a vo lakeet war wél, ha kement tra zekret a vo diskleriet :
23 « Piou bennag e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! »
24 Lavared a ree dezo, c’hoaz :
— « Bezit war evez pa glevit eun dra bennag ! Gand ar muzul a rit gantañ, e vo greet evidoh ive, hag e vo roet muioh deoh, zokén.
25 Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ, hag an hini n’e-neus ket, e vo lamet digantañ ar péz e-neus zokén ».
Mk 6, 30-34
30 Bodet en-dro da Jezuz, e tisplegas an ebestel dezañ kement o-doa greet ha kelennet. 31 Hag e lavaras Jezuz dezo :
— « Deuit en eul leh distro diouz an dud, evid diskuiza eun tammig ».
Ken stank e oa an dud o vond hag o tond en-dro dezo, ma n’o-doa ket zokén amzer da zebri. 32 Gand ar vag ez ejont kuit, da gaoud eul leh distro, evid beza en o fart o-unan.
33 Med gwelet int bet o vond kuit, ha komprenet eo bet gand kalz a dud da beleh e oant o vond. War o zroad, e tiredjont di, euz an oll gêriou, hag e oent digouezet en o-raog.
34 En eur ziskenn euz ar vag, e welas Jezuz tud e-leiz, hag e-noe truez outo, abalamour ma oant evel deñved, ha pastor e-béd da ober war o zro. Staga a reas neuze da gelenn anezo war galz a draou.
Mk 4, 26-34
En amzer-ze, e lavare Jezuz d’an dud, dre barabolennou :
26 — « Gand Rouantèlèz Doue ema kont evel gand eun dén taolet gantañ had en douar. 27 Pe ’ve kousket, pe ’ve dihun, en noz pe en deiz, e tiwan hag e kresk an had, hep gouzoud dezañ.
28 « Anezañ e-unan e taol an douar e frouez : da genta ar yeotenn, goude-ze ar penn-éd, hag erfin greun leun ar penn-éd.
29 Ha pa vez dare an éd, e vez medet dioustu, rag deuet eo amzer an eost ».
30 Lavared a ree c’hoaz :
— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Gand peseurt parabolenn rei anezi da intent ?
31 « Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo.
Pa vez hadet en douar, e vez anezi ar bihanna euz an oll hajou a zo er béd. 32 Med, pa vez bet hadet, e sav, hag e teu da veza brasoh eged an oll blant all. Sevel a ra skourrou braz dezi, ken ma hell laboused an neñv kaoud ar goudor dindan he skeud ».
33 Ha gand seurt parabolennou e-leiz, e roe d’an dud da anaoud ar Gomz diouz ma oant gouest da intent. 34 Ne gomze outo nemed dre barabolennou, med pa veze gand e ziskibien en o fart o-unan, e tisplege dezo pep tra.
Mk 4, 35-41
35 En deiz-se, deuet ar pardaez-noz, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Treizom da vond d’an tu all ».
36 Goude beza lezet an dud, e kemerjont Jezuz ganto er vag, evel ma oa ; hag e oa bagou all ouz e heul.
37 Sevel a reas neuze, eur barr avel diroll. Lammad a ree an tarziou er vag, beteg dezi beza karget a zour.
38 Kousket e oa Jezuz avad, war an dorchenn, e penn-a-dreñv ar vag. Dihun a reont anezañ o lavared :
— « Mestr, kollet om ! ne ra netra kement-se dit ?
39 Eur wech dihunet, e hourdrouzas an avel, hag e lavaras d’ar mor :
— « Chom sioul ! Ro peoh ! »
Ha terri a reas an avel, hag e renas eur peoh kaer.
40 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :
— « Perag kaoud aon evel-se ? N’ho-peus ket c’hoaz ar feiz ? »
41 Hag e krogas eur spont braz enno, hag e lavarent kenetrezo :
— « Piou ’ta eo hemañ, pa zent outañ koulz an avel hag ar mor ? »