Sizunvez kenta ar Horaiz

Euz an 21 d’ar 27 a viz C’hwevrer 2021

Sul kenta ar Horaiz

Mk 1, 12-15 (B)

En amzer-ze, e oa Jezuz o paouez beza badezet.

12 Kerkent e oe kaset d’an dezert gand ar Spered.

13 E-pad daou-ugent devez e oe tentet gand Satan. En-dro dezañ e oa loened gouez, hag e veze servichet gand an êlez.

14 Goude ma oe bet lakeet Yann er prizon, e teuas Jezuz da Vro-Halilea, 15 hag e veze oh embann Aviel Rouantèlèz Doue. Hag e lavare :

– « Deuet eo an amzer d’e boent, tost eo Rouantèlèz Doue. Troit ho kalon ouz Doue, ha kredit en Aviel ».

Lun 22 a viz C’hwevrer - Gouel Kador Sant Pèr

Mz 16, 13-19

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15 Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».

Meurz

Mz 6, 7-15

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

7 « Pa vezit o pedi, na randonit ket evel ma ra ar bayaned, a gréd dezo e vezint selaouet, dre forz komzou. 8 Na rit ket eta evelto, rag gouzoud a ra ho Tad ervad petra ho-peus ezomm, a-raog m’ho-pefe greet ho koulenn ».

9 « C’hwi eta, pedit evel-henn :

« On Tad, hag a zo en neñv,
« Hoh ano beza santelleet,
10 « Ho Rouantèlèz deuet deom,
« Ho polontez bezet greet war an douar evel en neñv.
11 « Roit deom hirio or bara pemdezieg.
12 « Pardonit deom or pehejou,
evel ma pardonom d’ar re o-deus manket ouzom.
13 « Mirit ouzom da goueza en tentadur,
« Med on diwallit diouz an Droug.

14 « Rag ma pardonit o mankou d’an dud, e pardono ho Tad euz an neñv deoh ive.

15 Med, ma ne bardonit ket d’an dud, ho Tad kennebeud ne bardono ket deoh ho pehejou ».

Merher

Lk 11, 29-32

29 O veza ma kreske an dud en-dro dezañ, e stagas Jezuz da lavared :

— « Eur rummad fall eo ar rumrnad-mañ : goulenn a ra eur zîn ; med sîn e-béd ne vo roet dezañ nemed sîn ar profed Jonaz.

30 « Rag evel ma oe Jonaz eur zîn evid tud Niniv, evel-se ive e vo Mab an Dén eur zîn evid ar rummad-mañ.

31 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreizteiz gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo ; rag deuet eo euz ar penn pella euz ar béd da zelaou fumez Salomon. Ahanta ! Brasoh eged Salomon a zo amañ.

32 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv gand ar rummad-mañ, hag e kondaonint anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegèrèz Jonaz. Ahanta ! brasoh eged Jonaz a zo amañ.

Yaou

Mz 7, 7-12

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

7 « Goulennit, hag e vo roet deoh ; klaskit, hag e kavot ; skoit, hag e vo digoret deoh. 8 Rag an neb a houlenn, a reseo ; an neb a glask, a gav ; hag an neb a sko war an nor, e vez digoret dezañ.

9 « Piou ahanoh, ma houlenn e vab bara digantañ, a roio eur mên dezañ ? 10 Pe ma houlenn eur pesk, a roio eun naer dezañ ? 11 Neuze ’ta, peogwir e ouezit-c’hwi, tud fallagr ahanoh, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioh e roio ho Tad euz an neñv traou mad d’ar re a houlenn digantañ.

12 « Setu eta, grit d’ar re all kement ho-peus c’hoant e rafent evidoh, rag aze ema al Lezenn hag ar Brofeted ».

Gwener

Mz 5, 20-26

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.

21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.

22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.

23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.

25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.

26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.

Sadorn

Mz 5, 43-48

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

43 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret : Kared a ri da nesa, ha kasaad da enebour. 44 Me avad, a lavar deoh : Karit hoh enebourien, pedit evid ar re ho-peus da houzañv ganto, 45 evid beza evel-se gwir vugale d’ho Tad hag a zo en neñv, rag laka a ra e heol da zevel war an dud fall ha war ar re vad, hag ar glao da ober war an dud a zo just ha war ar re n’int ket.

46 « Rag m’ho-peus karantez evid ar re a gar ahanoh, peseurt digoll a hellfeh da hortoz ? Ha ne ra ket ar bublikaned kemend-all ? 47 Ha ma ne zaludit nemed ho preudeur, petra zo dispar er péz a rit ? Ha ne ra ket ar bayaned kemend-all ?

48 C’hwi avad, ra vo peurvad ho madèlèz, evel ma z’ eo peurvad ho Tad euz an neñv ».