Pemped sizunvez ar Horaiz

Euz an 21 d’ar 27 a viz C’hwevrer 2021

Pemped sul ar Horaiz

Yn 12, 20-33 (B)

20 Bez’ e oa eun nebeud Gresianed e-touez an dud deuet da Jeruzalem evid adori da geñver ar gouel. 21 Dond a rejont da gaoud Filip, hag a oa euz Betsaïda e Bro-Halilea, da houlenn outañ :

— « Aotrou, kared a rafem gweled Jezuz ».

22 Mond a reas Filip da lavared da Andre, hag o-daou ez ejont da gaoud Jezuz.

23 Respont a reas Jezuz evel-henn :

— « Deuet eo an eur ma rañk Mab an Dén reseo e hloar.

24 « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : ma ne varv ket ar hreunenn winiz taolet en douar, e chom e-unan. Ma varv a-vad, e toug frouez e-leiz.

25 « Koll a raio e vuhez an neb a gar anezi ; an neb avad a zispriz anezi er béd-mañ, a viro anezi evid ar vuhez peurbaduz.

26 « Ra zeuio d’am heul piou bennag e-neus c’hoant servicha ahanon, hag el leh ma vin, e vo ive va zervicher. Enoret e vo gand va Zad an hini a vo servicher din.

27 « Strafuillet on bremañ. Petra a lavarin ? Tad, savete ahanon euz an eur mañ ? Ha koulskoude evid an eur-mañ end-eün eo ez on deuet. Tad, ro gloar d’az ano ! »

28 Dond a reas neuze eur vouez euz an Neñv : « Gloar am-eus roet dezañ, hag ober a rin c’hoaz ».

29 Eno e oa e-leiz a dud : kleved o-doa ar vouez, hag e lavarent e oa bet eun tarz-kurun. Med lavared a ree lod all :

— « Eun êl eo e-neus komzet outañ ».

30 Komz a reas Jezuz a-nevez :

— « N’eo ket evidon eo deuet ar vouez-se, med evidoh-c’hwi. Bremañ eo ez a ar béd da veza barnet.

31 « Bremañ e vo taolet er mêz Mestr ar béd.

32 « Ha me pa vin savet uhel diouz an douar, e sachin an oll war-zu ennon ».

33 Kement-se a lavare evid rei da intent peseurt maro e-noa da houzañv.

Lun

Yn 8, 12-20

12 Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :

— « Me eo sklêrijenn ar béd. An hini a zeuio d’am heul ne gerzo ket en deñvalijenn, med bez’ e-no sklêrijenn ar Vuhez ».

13 War-ze, e lavaras ar Farizianed dezañ :

— « Rei a rez testeni dit da unan ; n’eo ket gwirion da desteni ».

14 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ya, rei a ran testeni din-me va-unan, ha koulskoude eo gwirion va zesteni, rag gouzoud a ran euz peleh on deuet ha da beleh ez an ; e-leh c’hwi, n’ouzoh ket a beleh e teuan, na da beleh ez an.

15 « Barn a rit-c’hwi hervez doare an dud. Ne varnan-me dén.

16 « Ha, ma teu din barn, gwirion eo va barnedigez, rag n’emaon ket va-unan : ganin ema an Tad, e-neus kaset ahanon.

17 « Hogen, skrivet eo en ho Lezenn eo gwirion testeni daou zén.

18 « Rei a ran-me testeni din va-unan, hag e ro an Tad e-neus kaset ahanon testeni din ive ».

19 Lavared a ree ar Farizianed dezañ :

— « E peleh ema da Dad ? »

Respont a reas Jezuz :

— « Ne anavezit na me, na va Zad. Ma ’h anavezfeh ahanon, eh anavezfeh ive va Zad ».

20 Lavared a reas Jezuz ar homzou-ze pa oa o kelenn en Templ, e tu an Teñzor. Ha ne dapas dén krog ennañ, rag ne oa ket deuet e eur c’hoaz.

Meurz

Yn 8, 21-30

21 En amzer-ze, e lavare Jezuz d’ar Farizianed :

— « O vond kuit emaon ; klask a reot ahanon, ha mervel a reot en ho pehed. D’al leh ma ’z an-me, ne hellit ket c’hwi mond ».

22 Lavared a ree ar Juzevien kenetrezo :

— « Daoust ha mond a ra d’en em laza, peogwir e lavar : D’al leh ma ’z an-me, ne hellit ket c’hwi mond ?

23 Respont a reas Jezuz dezo :

— « C’hwi a zo euz an traoñ ; me a zo euz an neh. C’hwi a zo euz ar béd-mañ ; me n’on ket euz ar béd-mañ.

24 « Setu perag em-eus lavaret deoh, e varvot en ho pehejou. Rag ma ne gredit ket EZ ON, e varvot en ho pehejou ».

25— « Piou out-te ? » emezo neuze.

Respont a reas Jezuz :

— « Bez’ ez on a-grenn ar pez am-eus lavaret deoh abaoe ar penn kenta.

26 « Meur a dra am-eus da lavared ha da varn diwar ho penn. A hend-all, e lavar ar wirionez an hini e-neus kaset ahanon, hag ar péz am-eus klevet anezañ o lavared, kement-se e lavaran evid ar béd ».

27 Ne gomprenjont ket e-noa komzet euz e Dad.

28 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « P’ho-pezo savet Mab an Dén d’an uhel, neuze e ouezoh EZ ON, ha penaoz ne ran netra ahanon va-unan : lavared a ran ar péz a zo bet kelennet din gand va Zad.

29 « Ganin ema an hini e-neus kaset ahanon : N’e-neus ket lezet ahanon va-unan, peogwir e ran bepréd ar péz a blij dezañ ».

30 Klevet ar homzou-ze lavaret gand Jezuz, e kredas e-leiz a dud ennañ.

Merher

Yn 8, 31-42

31 Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien o-doa kredet ennañ :

— « Ma chomit fidel d’am Homz, ez oh, e gwirionez, diskibien din ; 32 neuze, eh anavezot ar wirionez, hag ho-po ar frankiz digand ar wirionez ».

33 Respont a rejont dezañ :

— « Bez’ ez om-ni euz lignez Abraham, ha n’om bet biskoaz sklaved da zén e-béd. Penaoz eta e hellez lavared : Dond a reot da veza tud libr ? »

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : piou bennag en em daol er pehed a zo sklav d’ar pehed.

35 « Ne jom ket eur sklav e-barz an tiad ; ar mab avad, a jom ennañ da viken.

36 « Ma vez roet eta ar frankiz deoh gand ar Mab, e viot libr da vad.

37 « Gouzoud a ran ez oh euz lignez Abraham, ha koulskoude emaoh o klask lakaad ahanon da vervel, peogwir ne ’z a ket va Homz beteg ennoh.

38 « Lavared a ran ar péz am-eus gwelet gand va Zad, hag e rit-c’hwi ive ar péz ho-peus klevet digand ho tad ».

39 Respont a rejont dezañ :

— « Abraham eo on tad-ni ».

Ha Jezuz dezo :

— « Ma vefeh bugale da Abraham, neuze e rafeh oberou Abraham. 40 Ha bremañ, e klaskit laza ahanon, me hag am-eus lavaret deoh ar wirionez am-eus klevet digand Doue : kement-se n’e-neus ket greet Abraham. 41 Med ober a rit-c’hwi oberou ho tad ».

Respont a rejont dezañ :

— « N’om ket ganet diwar ganedigez vil ! N’on-eus nemed eun Tad : Doue ».

42 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Ma vije bet Doue ho Tad, ho-pije karet ahanon, rag euz Doue eo ez on ganet, hag anezañ e teuan. N’on ket deuet ahanon va-unan ; Eñ eo e-neus kaset ahanon.

Yaou 25 a viz Meurz, Gouel Maria Veurz
(Gouel Jezuz kemennet d’ar Werhez)

Lk 1, 26-38

26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.

28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :

— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».

29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.

30 Lavared a reas an êl dezi :

— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».

34 Lavared a reas Mari d’an êl :

— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz e-béd ? »

35 Respont a reas an êl dezi :

— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab Doue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »

38 Lavared a reas Mari neuze :

— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».

Hag ez eas an êl kuit diouti.

Gwener

Yn 10, 31-42

31 Mond a reas adarre ar Juzevien da gerhad mein, da veinata Jezuz.

32 Neuze e komzas Jezuz outo :

— « Oberou kaer o tond a-berz va Zad am-eus greet dirazoh dreist-muzul. Evid pehini euz an oberou-ze, e klaskit meinata ahanon ? »

33 Respont a reas ar Juzevien dezañ :

— « N’eo ket evid eun oberenn gaer e klaskom meinata ahanout ; dre ma vlasfemez eo : rag n’out nemed eun dén, hag e rez Doue ahanout ».

34 Respont a reas Jezuz dezo :

— « Daoust ha n’eo ket skrivet en ho Lezenn : Lavaret em-eus : bez’ ez oh doueed ?

35 « Neuze, ar re m’eo bet kaset beteg enno Komz Doue, e ra doueed anezo al Lezenn ; ha ne hell ket ar Skritur beza torret.

36 « Ahanta ! D’an hini a zo bet sakret gand an Tad, ha bet kaset er béd gantañ, e lavarit dezañ : Blasfemi a rez, peogwir em-eus lavaret : Bez’ ez on Mab Doue ».

37 « Ma ne ran ket oberou va Zad, chomit hep kredi ennon.

38 « Med ma ran anezo, ha pa jomfeh hep kredi ennon, kredit en oberou-ze.

En doare-ze e ouezot, hag eh anavezot muioh-mui, ema an Tad ennon, hag emaon-me en Tad ».

39 Klask a reent neuze, eur wech c’hoaz, tapoud krog ennañ, med tehed a reas a dre o daouarn.

40 Distrei a reas Jezuz en tu all d’ar Jordan, el leh m’e-noa Yann-Vadezour kroget da vadezi, hag e chomas eno.

41 Dond a reas e-leiz a dud d’e gaoud, en eur lavared :

— « Yann, gwir eo, n’e-neus greet burzud e-béd, med re wir e oa kement e-neus lavaret diwar-benn an dén-mañ ».

42 Hag eno, e oe stank ar re a gredas ennañ.

Sadorn

Yn 11, 45-57

Pa oe deuet Lazar beo euz ar béz, 45 e teuas Juzevien da weled Mari : gweled a reas kalz euz ar re-mañ ar péz e-noa greet Jezuz, hag e kredjont ennañ. 46 Med mond a reas reou all da gaoud ar Farizianed, ha da gonta dezo petra e-noa greet Jezuz.

47 Bodet ar Huzul-Meur gand ar Veleien-Vraz hag ar Farizianed, e lavarent :

— « Petra a hellom ober ? Ober a ra an dén-se kalz burzudou. 48 Ma talhom da lezel anezañ da ober, e kredo an oll ennañ, hag e teuio ar Romaned da zistruja hag ol Leh santel hag or broad ».

49 Neuze, e lavaras unan anezo, Kaïfaz, hag a oa Beleg-Braz er bloavez-se :

— « Ne ouzoh diouz netra ! 50 Ne lakit ket ho soñj zokén e kement-mañ : ez eo gwelloh ganeoh e varvfe eun dén hepkén evid ar bobl, hag evel-se ne ’z aio ket ar vroad da goll en he-féz ».

51 N’eo ket anezañ e-unan e teue ar péz a lavare, med o veza ma oa Beleg-Meur er bloavez-se, e tiouganas e rañke Jezuz mervel evid ar vroad. 52 Ha n’eo ket hepkén evid ar vroad, med evid boda en eun tropellad hepkén, oll vugale Doue strewet.

53 Diwar an deiz-se, e oa greet e zoñj gand ar Huzul-Meur kas Jezuz d’ar maro.

54 Setu perag e chome Jezuz heb mond amañ hag a-hont war-wél d’ar Juzevien. Mond a reas kuit d’eun tolead tost d’an dezert, er gêr a Efraïm, ma chomas enni gand e ziskibien.

55 Tost e oa gouel Pask ar Juzevien, hag e teuas da Jeruzalem e-leiz a dud euz ar hornad-se, dezo da veza glaneet araog ar Pask. 56 Klask a reent war lerh Jezuz ; hag en Templ, e lavarent kenetrezo :

— « Petra a zoñj deoh ? Ha dond a raio d’ar gouel ?

57 Urziou o-doa roet Priñsed ar veleien hag ar Farizianed : an neb a ouezfe e peleh e oa Jezuz, dezañ dond da ziskuilla anezañ, evid ma vefe tapet krog ennañ.