D'an 25 a viz Kerzu
Lk 2, 1-14
1 En amzer-ze, e teuas urz a-berz an impalaer Aogust da enskriva oll dud ar béd.
2 Greet e oe an niveradeg kenta-ze, pa oa Kiriniuz gouarnour Bro-Siria. 3 Mond a ree an dud da lakaad o ano, pep hini en e gêr.
4 Mond a reas Jozef euz Nazared e Bro-Halilea, eñ ive, da Vro-Judea, beteg kêr David, anvet Betleem, o veza ma oa euz tiad ha lignez David, 5 evid lakaad e ano, gand Mari e bried, hag a oa dougéréz.
6 E-pad m’edont eno, setu ma teuas an amzer dezi da henel he bugel.7 Hag e lakeas da zond war an douar he mab kenta-ganet ; maillura a reas anezañ, hag e lakaad da hourvez en eur laouer, rag ne oa ket a blas evito e porz ar veajourien.
8 Bez’ e oa pastored, er mêziou tro-war-dro, o veilla a-hed an noz, da ziwall o deñved. 9 Ha setu eun êl d’an Aotrou o para dirazo, ha gloar an Aotrou a skedas en-dro dezo, hag e oent spontet.
10 Lavared a reas an êl dezo :
— « N’ho pet ket aon, rag digas ar ran deoh eur helou mad, eul levenez vraz, a vo evid ar bobl a-bez : 11 Ganet ez eus evidoh, hirio, eur Zalver, e kêr David. Ar Mesïaz eo, an Aotrou.
12 « Ha setu ar pez a raio deoh e anaoud : bez’ e kavot eur hrouadurig, mailluret ha gourvezet en eul laouer ».
13 Ha neuze, en eun taol, e teuas da heul an êl, êlez a-vilierou euz an neñv, o veuli Doue en eur lavared :
14 — « Gloar da Zoue e barr an neñvou, ha peoh war an douar d’an dud a blij dezañ ».
Lk 2, 15-20
15 Goude ma oe eet kuit an êlez diwar o zro, war-zu an neñv, e lavare ar bastored kenetrezo :
— « Deom beteg Betleem da weled ar pez a zo c’hoarvezet, ar pez a zo bet disklêriet deom gand an Aotrou ».
16 Mond a rejont buan, hag e kavjont Mari ha Jozef, hag ar hrouadur gourvezet el laouer.
17 Goude beza gwelet anezañ, e rojont da houzoud ar pez a oa bet disklêriet dezo diwar-benn ar hrouadur-ze. 18 Ha souezet e veze an oll re a gleve anezo, gand ar pez a veze kontet dezo gand ar bastored.
19 Derhel a ree Mari a-vad, en he halon, kement a hoarveze, hag a zoñje enno.
20 En eur vond kuit, e rente ar bastored gloar ha meuleudi da Zoue, evid kement o-doa gwelet ha klevet, hervez ar pez a oa bet lavaret dezo.
Yn, 1,1-18
1 Er penn kenta, e oa ar Verb,
hag ar Verb a oa gand Doue,
hag ar Verb a oa Doue.
2 Er penn kenta, e oa gand Doue.
3 Drezañ eo bet greet pep tra,
hag heptañ n’eus bet greet netra.
4 Ennañ e oa ar vuhez,
hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
5 Lugerni a ra ar sklêrijenn e-kreiz an deñvalijenn,
hag an deñvalijenn n’he-deus ket dalhet anezi.
6 Bez’ e oe eun dén, kaset gand Doue,
Yann oa e ano.
7 Dond a reas evid beza test,
evid rei testeni d’ar Sklêrijenn,
ha ma teufe an oll da gredi drezañ.
8 An dén-ze ne oa ket ar Sklêrijenn,
med dond a ree evid rei testeni d’ar Sklêrijenn.
9 Dond a ree ar Sklêrijenn er bed, an hini wirion,
an hini a sklêrijenn pep dén.
10 Er béd e oa ar Verb, hag eo bet greet ar béd gantañ.
Ha n’eo ket bet anavezet gand ar béd.
11 Deuet eo en e vro,
hag e dud n’o-deus ket digemeret anezañ.
12 Med, d’ar re o-deus e zigemeret,
d’ar re a gréd en e ano,
e-neus roet galloud da zond da veza bugale da Zoue.
13 Ar re-ze n’int ket ganet euz ar gwad,
na diwar youl ar horv,
na diwar bolontez mab-dén,
med euz Doue eo, ez int ganet.
14 Hag ar Verb zo en em hreet dén,
ha deuet eo da jom en on-touez,
hag on-eus-ni gwelet e hloar,
ar gloar deuet dezañ digand e Dad,
dre ma’z eo ar Mab unganet,
leun a hras hag a wirionez.
15 Bez’ e ro Yann-Vadezour testeni diwar e benn,
o youhal a-bouez penn :
« Hemañ eo an hini am-eus lavaret diwar e benn :
« An hini a zo o tond war va lerh
« a zo eet bremañ e-biou din,
« rag em-raog e oa anezañ ».
16 Oll on-eus bet euz e leunder,
ha gras goude gras,
17 dre ma’z eo bet roet al Lezenn dre Voïzez,
med dre Jezuz-Krist eo deuet ar hras hag ar wirionez.
18 Doue, dén ebéd n’e-neus gwelet anezañ biskoaz.
Gand ar Mab unganet, hag a zo e kalon an Tad,
eo bet diskouezet anezañ.