Euz ar 26 a viz Kerzu 2024 d’an 2 a viz Genver 2025
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
17 « Diwallit diouz an dud ! kas a raint ahanoh dirag al lezvarn. Skourjeza a raint ahanoh en o zinagogennou. 18 Kaset e vezot dirag ar gouarnourien hag ar rouaned, ablamour din. Eun testeni e vo kement-se evito, hag evid ar bayaned.
19 « Pa vezot evel-se laket etre o daouarn, na vezit ket nehet o klask petra lavared na penaoz lavared. Roet e vezo deoh da houzoud ar pez ho-po da lavared d’ar mare-ze. 20 Ha n’eo ket c’hwi eo a gomzo, med Spered ho Tad eo a vo o komz ennoh.
21 « Kas a raio ar breur e vreur evid beza laket d’ar maro, hag an tad e grouadur, sevel a raio ar vugale a-eneb o zud, ha kas aneho d’ar maro.
22 « Kasoni o-do an oll ouzoh ablamour d’am ano ; an hini avad, a zalho beteg penn, hennez a vo saveteet ».
D’an deiz kenta euz ar zizun, 2 mond a ra d’ar réd Mari-Madalen da gaoud Simon-Pèr hag an diskib all, an hini a oa karet gand Jezuz, hag e lavar dezo :
— « Lamet eo bet an Aotrou euz ar béz, ha ne ouezom ket e-peleh eo bet lakeet ».
3 Neuze, ez eas Pèr asamblez gand an diskibl all da vond war-zu ar béz. 4 Redeg a reent o-daou a-unan, med buannoh eged Pèr e redas an diskib all, hag e tigouezas da genta er béz. 5 Soubla a reas ha gweled al lurennou ledet a-blad eno. Padal, ne ’z a ket tre e-barz ar béz.
6 D’e dro war e lerh, en em gav ive Simon-Pèr. Mond a ra e-barz ar béz, hag e wél al lurennou ledet a-blad, 7 hag al lienenn a oa bet en dro da benn Jezuz : ne oa ket houmañ gand al lurennou, med rollet en he fart en he flas.
8 Neuze eo ez eas an diskib all er barz ar béz d’e dro, an hini a oa digouezet da genta. Gweled a reas, hag e kredas.
13 Goude ma oa eet ar vajed kuit euz Betleem, setu eun êl d’an Aotrou o para dirag Jozef, dre e gousk, hag o lavared dezañ :
— « Sao en da zav, kemer ganit ar bugelig hag e vamm, ha teh buan da Vro Ejipt. Ha chom eno beteg ma lavarin dit, rag ema Herodez o vond da glask ar bugelig, evid e lakaad d’ar maro ».
14 Sevel a reas Jozef, hag e kreiz an noz e kemeras gantañ ar bugelig hag e vamm, hag en em dennas en Ejipt. 15 Chom a reas eno beteg maro Herodez, evid ma teuio da wir komz Doue, lavaret gand ar profet :
15 « Euz an Ejipt, em-eus galvet va mab ».
16 Neuze, o weled e oa bet touellet gand ar vajed, ez eas Herodez e kounnar ruz, hag e roas urz da laza oll baotredigou Betleem ha re an tro-war-droiou, a oa en tu-mañ da zaou vloaz : an oad-se eo a oa bet roet dezañ da anaoud gand ar vajed. 17 Dond a reas, neuze, da wir ar pez oa bet lavaret gand ar profet Jeremïaz :
18 « Klevet ez eus bet eur vouez e Rama,
« mouez eur vaouez o ouela hag o klemm e-leiz :
« Rachel eo, a zo o ouela d’he bugale,
« ha ne fell ket dezi beza frealzet
« rag n’eus mui anezo ».