Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze

Pennad 1

LIGNEZ JEZUZ-KRIST

1 Lignez Jezuz-Krist, mab da Zavid, mab da Abraham.

2 Abraham a oe tad da Izaag, Izaag da Jakob, Jakob da Juda ha d’e vreudeur.

3 Juda tad da Farez ha da Zara dre ar vaouez Tamar. Farez tad da Esron, Esron da Aram,

4 Aram tad da Aminadab, Aminadab da Naason, Naason da Zalmon.

5 Salmon tad da Vooz dre ar vaouez Rahab, Booz tad da Obed dre ar vaouez Ruth hag Obed da Jesse.

6 Jesse tad d’ar roue David, ha David, tad da Zalomon, dre an hini a oa bet gwrég da Uri.

7 Salomon, tad da Roboam, Roboam da Abiaz, Abiaz da Asaf.

8 Asaf, tad da Jozafad, Jozafad da Joram, Joram da Oziaz,

9 Oziaz da Joatam, Joatam da Akaz, Akaz da Ezekiaz,

10 Ezekiaz da Vanase, Manase da Amon, Amon da Josiaz.

11 Joziaz da Jekoniaz ha d’e vreudeur, da vare an harlu e Babilon.

12 Ha goude an harlu e Babilon, Jekoniaz, tad da Zalatiel, Salatiel, tad da Zorobabel.

13 Zorobabel, tad da Abiud, Abiud da Eliakim, Eliakim da Azor.

14 Azor, tad da Sadok, Sadok da Akim, Akim da Eliud,

15 Eliud da Éleàzar, Eleazar da Vatan, Matan da Jakob,

16 Jakob tad da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz anvet ar Hrist.

17 Bez’ ez eus eta pevarzeg rummad euz Abraham beteg David   [1], pevarzeg euz David beteg an harlu e Babilon, ha pevarzeg euz an harlu e Babilon beteg Ar Hrist.

GANEDIGEZ JEZUZ-KRIST

18 Evel-henn eh erruas ganedigez Jezuz-Krist: Mari, e vamm, a oa dimezet da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e tigouezas dezi beza dougéréz dre vertuz ar Spered-Santel.

19 Jozef, he ’fried, dén just anezañ, pa ne ’felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.

20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag a lavaras dezañ :

— « Josef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuez a zo diwanet enni.

21 « Genel a raio eur mab ; te a roio dezañ an ano a Jezuz, rag en eo a zalvo e bobl euz he ’fehejou ».

22 « Kement-se a hoarvezas, evid ma teuje da wir ar pez e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet :

23 — « Setu ma vo ar Werhez dougéréz ha ma hano eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo « Doue ganeom ».

24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret dezañ El an Aotrou : kemer a reas e bried en e di hag he mired a reas gwerhez, 25 beteg m’he-doa laket er béd eur mab a roas dezañ an ano a Jezuz.