Accueil  -  Famill Zantel ha sizunvez araog Epifani

Famill Zantel ha sizunvez araog Epifani

Euz an 29 a viz Kerzu 2024 d’ar 4 a viz Genver 2025

Gouel ar Famill Zantel (C)

Lk 2, 41-52

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ? »

50 Med ne intentjont ket ar pez a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.

Mired a ree e vamm kement-se oll en he halon.

52 Kreski a ree Jezuz avad, e pep doare : furnez, ment ha gras, dirag Doue ha dirag an dud.

Lun 30 a viz Kerzu
(6ved devez en eizveted Nedeleg)

Lk 2, 36-40

En em gavet tud Jezuz en Templ evid kinnig anezañ, 36 e oa eno ive eur brofetez : Anna, merh da Fanuel, euz rummad Azer. Oajet braz e oa. Goude beza bevet seiz vloaz gand he fried war lerh an dimezi,37 e oe intanvezet hag e oa d’ar mare-ze pevar bloaz ha pevar-ugent.

Ne guitee ket an Templ, o servicha Doue noz-deiz, er yun hag er bedenn.

38 Digouezet d’an eur-ze end-eün, en em lakeas d’he zro da veuli Doue. Ha komz a ree euz ar bugel d’an oll dud a oa o hortoz silvidigez Jeruzalem.

39 Eur wech echu ganto kement a oa da ober hervez Lezenn an Aotrou, ez ejont en-dro da Vro-Halilea, da Nazared o hêr. 40 Hag e kreske ar bugel, nerz o tond dezañ ; leun e oa a furnez, ha gras Doue a oa warnañ.

Meurz 31 a viz Kerzu
(7ved devez en eizveted Nedeleg)

Yn 1,1-18

1 Er penn kenta, e oa ar Verb,
hag ar Verb a oa gand Doue,
hag ar Verb a oa Doue.
2 Er penn kenta, e oa gand Doue.
3 Drezañ eo bet greet pep tra,
hag heptañ n’eus bet greet netra.
4 Ennañ e oa ar vuhez,
hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
5 Lugerni a ra ar sklêrijenn e-kreiz an deñvalijenn,
hag an deñvalijenn n’he-deus ket dalhet anezi.
6 Bez’ e oe eun dén, kaset gand Doue,
Yann oa e ano.
7 Dond a reas evid beza test,
evid rei testeni d’ar Sklêrijenn,
ha ma teufe an oll da gredi drezañ.
8 An dén-ze ne oa ket ar Sklêrijenn,
med dond a ree evid rei testeni d’ar Sklêrijenn.
9 Dond a ree ar Sklêrijenn er bed, an hini wirion,
an hini a sklêrijenn pep dén.
10 Er béd e oa ar Verb, hag eo bet greet ar béd gantañ.
Ha n’eo ket bet anavezet gand ar béd.
11 Deuet eo en e vro,
hag e dud n’o-deus ket digemeret anezañ.
12 Med, d’ar re o-deus e zigemeret,
d’ar re a gréd en e ano,
e-neus roet galloud da zond da veza bugale da Zoue.
13 Ar re-ze n’int ket ganet euz ar gwad,
na diwar youl ar horv,
na diwar bolontez mab-dén,
med euz Doue eo, ez int ganet.
14 Hag ar Verb zo en em hreet dén,
ha deuet eo da jom en on-touez,
hag on-eus-ni gwelet e hloar,
ar gloar deuet dezañ digand e Dad,
dre ma’z eo ar Mab unganet,
leun a hras hag a wirionez.
15 Bez’ e ro Yann-Vadezour testeni diwar e benn,
o youhal a-bouez penn :
« Hemañ eo an hini am-eus lavaret diwar e benn :
« An hini a zo o tond war va lerh
« a zo eet bremañ e-biou din,
« rag em-raog e oa anezañ ».
16 Oll on-eus bet euz e leunder,
ha gras goude gras,
17 dre ma’z eo bet roet al Lezenn dre Voïzez,
med dre Jezuz-Krist eo deuet ar hras hag ar wirionez.
18 Doue, dén ebéd n’e-neus gwelet anezañ biskoaz.
Gand ar Mab unganet, hag a zo e kalon an Tad,
eo bet diskouezet anezañ.

Merher 1a a viz Genver 2019
Santez Mari, Mamm Doue (gouel-meur)

Lk 2, 16-21 (ABC)

16 Pa en em gavas ar bastored e Betleem, e kavjont Mari ha Jozef, hag ar hrouadur gourvezet el laouer.

17 Goude beza gwelet anezañ, e rojont da houzoud ar pez a oa bet diskleriet dezo diwar-benn ar hrouadur-ze. 18 Ha souezet e veze an oll re a gleve anezo, gand ar pez a veze kontet dezo gand ar bastored.

19 Derhel a ree Mari a-vad, en he halon, kement a hoarveze, hag a zoñje enno.

20 En eur vond kuit, e rente ar bastored gloar ha meuleudi da Zoue, evid kement o-doa gwelet ha klevet, hervez ar pez a oa bet lavaret dezo.

21 D’an eizvzed devez war-lerh, e teuas ar mare da amdroha ar hrouadur, ha neuze e oe anvet Jezuz, ano bet roet dezañ gand an êl, a-raog ma oe douget e korv e vamm.

Yaou 2 a viz Genver

Yn 1, 19-28

19 Setu amañ testeni Yann-Vadezour, pa oe kaset d’e gaoud euz Jeruzalem, gand ar Juzevien, beleien ha levited da ober outañ ar goulenn-mañ :

— « Piou out-te ? »

20 Diskeria a reas, ne nahas ket, diskleria a reas :

— « N’eo ket me eo ar Hrist ».

21 Neuze, e houlennjont outañ :

— « Piou out ’ta ? Ha bez’ ez out Elïaz ? »

— « N’on ket », emezañ.

— « Ha bez’ ez out ar Profet, neuze ? »

— « N’on ket », emezañ.

22 Neuze, e lavarjont dezañ :

— « Piou out-te ? ma kasim respont d’ar re o-deus kaset ahanom. Petra a lavarez ahanout-te da-unan ? »

23 — « Me, emezañ, eo mouez an dén o youhal en dezert : Kempennit an hent d’an Aotrou, evel m’eo bet lavaret gand ar profet Izaïaz ».

24 Farizianed avad, e oa lod euz ar re a oa bet kaset. 25 Ober e rejont outañ ar goulenn-mañ c’hoaz :

— « Perag neuze e vadezez, ma n’out nag ar Hrist, nag Elïaz, nag ar Profet ? »

26 Respont a reas Yann dezo :

— « Badezi en dour a ran-me, med en ho-touez, ema an hini ha n’anavezit ket, 27 an hini a zeu war va lerh, ha n’on ket dîn da ziskoulma dezañ lèrenn e zandalennou ».

28 Kement-se a hoarvezas e Betania, en tu all d’ar stèr Jordan, el leh m’edo Yann o vadezi.

Gwener 3 a viz Genver

Yn 1, 29-34

29 O weled Jezuz o tond war-zu ennañ, e lavaras Yann-Vadezour :

— « Setu Oan Doue, an hini a zilam pehed ar béd ! 30 Hemañ eo an hini am-eus lavaret diwar e benn : « War va lerh e teu eun dén hag a zo eet e biou din, rag em-raog e oa anezañ ». 31 Ha me ne anavezen ket anezañ ; med deuet on da vadezi en dour evid ma vefe roet da Izrael da anaoud anezañ ».

32 Neuze e roas Yann an testeni-mañ :

— « Gwelet em-eus ar Spered, evel eur goulm, o tiskenn euz an Neñv, hag o chom warnañ. 33 Ha ne anavezen ket anezañ, med an hini e oan bet kaset gantañ da vadezi en dour, e-noa lavaret din : « An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennez eo a vadez er Spered-Santel ».

34 « Ya, gwelet em-eus, hag e roan an testeni-mañ : hennez eo Mab Doue ».

Sadorn 4 a viz Genver

Yn 1, 35-42

35 An deiz war-lerh, e oa Yann adarre er memez leh gand daou euz e ziskibien. 36 O veza sellet ouz Jezuz o tond hag o vond, e lavaras :

— « Setu Oan Doue ».

37 Kleved a reas an daou ziskib kement-se, ha mond da heul Jezuz. 38 Distrei a reas Jezuz outo, hag en eur weled e oant o tond d’e heul, e lavaras :

— « Petra emaoh o klask ? »

Respont a rejont dezañ :

— « Rabbi ! (da lavared eo : Mestr), e peleh emaout o chom ? »

39 Lavared a reas dezo :

— « Deuit ha gwelit ».

Mond a rejont gantañ hag e weljont e peleh e oa o chom, hag e chomjont gantañ en deiz-se. War-dro peder eur e oa.

40 Bez’ e oa Andre, breur Simon-Pèr, unan euz an daou ziskib o-doa klevet Yann-Vadezour, hag eet neuze da heul Jezuz.

41 En em gaoud a reas da genta gand Simon e vreur, hag e lavaras dezañ :

— « Kavet on-eus ar Mesiaz (da lavared eo : ar Hrist). 42 Hag e kasas anezañ da gaoud Jezuz. O veza sellet outañ, e lavaras Jezuz :

— « Te eo Simon, mab da Yann ; bez’ e vo « Kefaz » da ano (da lavared eo : Pèr).