Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Yann – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
1 Neuze e treizas Jezuz evid mond en tu all da vor Galilea, pe vor Tiberiad.
2 War e lerh e teue eur bobl vraz a dud, ablamour ma welent ar burzudou a ree war ar re glañv.
3 Setu perag e pignas Jezuz war ar menez hag eh azezas eno gand e ziskibien. 4 Tost e oa ar Pask, gouel ar Juzevien [19].
5 Jezuz o veza savet e zaoulagad ha gwelet eur bobl vraz a dud o tond etrezeg ennañ, a lavaras da Filip :
— « E peleh e prenim bara evid rei dezo da zebri ? »
6 Komz a ree evel-se evid e amproui, rag eñ a ouie mad petra edo o vond da ober.
7 Respont a reas Filip :
— « Daou hant dinerad bara a vefe re nebeud evid rei eun draig bennag da beb hini ».
8 Unan euz an diskibien, Andre, breur da Zimon-Pèr a lavaras da Jezuz :
9 — « Bez’ ez eus amañ eur paotr hag a zo gantañ pemp baraenn heiz ha daou besk. Med petra eo an dra-ze evid kemend-all a dud ? »
10 Neuze e lavaras Jezuz :
— « Grit d’an dud azeza ».
Kalz a yeot a oa el leh-se. Azeza a rejont eta. War-dro pemp mil gwaz a oa anezo.
11 Jezuz a gemeras ar baraennou, a reas eur bedenn a drugarez, hag a ingalas anezo etre an dud a oa eno ; gand ar pesked e reas kemend all. Rei a reas dezo kement ha m’o-doa c’hoant da gaoud.
12 P’o-doa debret an dud hervez o c’hoant, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Dastumit an tammou a jom, ma ne ’z ay netra da goll ».
13 O dastum a rejont, ha diwar ar pemp baraenn heiz e kargjont daouzeg panerad euz an tammou chomet a zilerh a re o-doa debret.
14 Hag an dud-se, o weled ar burzud greet gantañ, a lavare :
— « Hemañ eo e gwirionez ar profet braz, an hini a dle dond er béd ».
15 Hag o houzoud edond o tond d’e gemer dre nerz evid e lakaad da roue, en em dennas Jezuz e-unan-penn, war ar menez.
16 Deuet an abardaez, e tiskennas e ziskibien beteg ar mor.
17 Hag int-i pignad en eur vag evid mond da Gafarnaom, en tu all d’ar mor.
Dija e oa kouezet an deñvalijenn, ha ne oa ket deuet Jezuz beteg enno. 18 An avel a c’hweze kreñv hag ar mor a oa rust [20].
19 Roeñvet o-doa war hed pemp stad [21] war ’n ugent pe dregont, pa weljont Jezuz o kerzed war ar mor hag o tostaad ouz ar vag. Neuze ’krogas aon enno.
20 Jezuz a lavaras dezo :
— « Me eo, n’ho pet ket aon ! »
21 Felloud a reas dezo e gemer er vag, med kerkent e touaras ar vag el leh m’edont o vond.
22 Antronoz, an dud a oa chomet en tu all a welas n’oa bet eno nemed eur vag, hag ne oa ket eet Jezuz enni gand e ziskibien : ar re-mañ a oa eet kuit o-unan.
23 A-hend-all, bagou all o tond euz Tiberiad a oa digouezet e-kichenn al leh m’o-doa debret ar bara goude m’e-noa an Aotrou lavaret ar bedenn a drugarez.
24 P’o-doa gwelet an dud n’edo mui eno na Jezuz nag e ziskibien, e savjont int-i ive er bagou evid mond da Gafarnaom, war glask euz Jezuz.
25 Hag o veza e gavet en tu all d’ar mor, e lavarjont dezañ :
— « Mestr, pe da vare out deuet amañ ? »
26 Jezuz a respontas dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh : War glask ahanon emaoh, n’eo ket ablamour m’ho-peus gwelet sinou burzuduz, med ablamour m’ho-peus debret hervez ho c’hoant.
27 « Grit eta oberou,
n’eo ket evid ar vagadurez a ya da ’fall
med evid ar vagadurez a jom e buez peurbaduz ;
an hini a ro deoh Mab an Dén,
rag Eñ e-neus an Tad hag a zo Doue
merket gand e ziell ».
28 An dud a lavaras dezañ :
— « Petra on-eus da zeveni evid ober oberou Doue ? »
29 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Setu amañ an oberenn a houlenn Doue diganeoh : Kredi en hini e-neus va kaset er béd ».
30 Hag e larvarjont dezañ :
— « Med peseurt sin a rez-te deom evid ma welim ha ma kredim ennout ? Peseurt oberenn a rez ?
31 « On Tadou gwechall o-deus debret ar mann er goueleh, hervez ma lavar ar Skritur :
« Eur bara euz an Neñv e-neus roet dezo ».
32 Med Jezuz a lavaras dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh : Neo ket Moizez eo e-neus roet deoh ar bara euz an Neñv, med va Zad eo a ro deoh ar bara gwirion deuet euz an Neñv.
33 « Rag bara Doue eo an hini a ziskenn euz an Neñv hag a ro buez d’ar béd ».
34 Neuze e lavarjont dezañ :
— « Aotrou, roit deom bepréd euz ar bara-ze ».
35 Ha Jezuz a lavaras dezo :
— « Me eo bara ar vuez [22] ;
An neb a zeu davedon n’e-no ket naon kén,
hag an neb a gred ennon sur,
n’e-no mui biken sehed ».
36 « Med lavaret am-eus deoh :
Va gwelet ho-peus
ha koulskoude ne gredit ket.
37 « Ar re oll a ro din va Zad
a zeuio davedon,
hag an hini a zeu davedon,
nann, ne daolin ket anezañ er-mêz.
38 « Râg diskennet on euz an Neñv,
evid ober, n’eo ket va bolontez,
med bolontez an hini e-neus kaset ahanon.
39 « Ha bolontez an hini e-neus kaset ahanon eo
ne gollfen nikun
euz ar re e-neus roet din,
med ma savfen anezo a varo da veo,
d’an deiz diweza.
40 Rag bolontez va Zad eo
m’e-nefe ar vuez peurbaduz
kement hini a wél ar Mab
hag a gréd ennañ ;
ha me a adsavo anezañ a varo da veo
d’an deiz diweza ».
41 Ar Juzevien a hrosmole diwar e benn, ablamour m’e-noa lavaret : « me eo ar bara diskennet euz an Neñv ». Hag e lavarent :
42 « Ha n’eo ket eñ Jezuz, mab Jozef, a anavezom e dad hag e vamm ? Penaoz e hell lavared : « Euz an Neñv on diskennet » ?
43 Jezuz a respontas dezo :
— « Na hrosmolit ket kenetrezoh.
44 « Dén ne hell dond davedon
nemed ha sachet e ve
gand an Tad e-neus va haset,
ha me a zavo anezañ da veo
d’an deiz diweza.
45 « Skrivet eo er brofeted :
« Oll e vezint kelennet gand Doue ».
Kement hini e-neus selaouet an Tad
ha resevet e gelennadurez
a zeu davedon.
46 « N’eo ket e-nije nikun gwelet an Tad,
nemed an hini a zeu a Zoue ;
Hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.
47 « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh :
an hini a gred ennon
e-neus ar vuez peurbaduz.
48 « Me eo bara ar vuez ».
49 « Ho Tadou o-deus bet ar mann
da zebri er goueleh
hag ez int marvet.50 » Evel-hen eo ar bara a ziskenn euz an Neñv :
an neb a zebro anezañ
ne varvo ket.
51 « Me eo ar bara beo buezeg
diskennet euz an Neñv :
An neb a zebro euz ar bara-mañ
a vevo da viken.
Hag ar bara a roin eo
va horv roet evid buez ar béd » [23].
52 Neuze e savas tabut gand ar Juzevien etrezo hag e lavarjont :
— « Penaoz e hell hemañ rei deom e gorv da zebri ? »
53 Ha Jezuz a lavaras dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez m’hel lavar deoh :
Ma ne zebrit ket korv Mab an Dén,
ha ma ne evit ket e wad
n’ho-pezo ket ar vuez ennoh.
54 « An neb a zèbr va horv
hag a év va gwad
e-neus ar vuez peurbaduz
ha me a zavo anezañ da veo
d’an deiz diweza.
55 « Rag gwir vagadur eo va horv
ha gwir evaj eo va gwad.
56 « An neb a zèbr va horv
hag a év va gwad
a jom ennon
ha me ennañ.
57 « Hag evel m’eo beo buezeg va Zad
e-neus kaset ahanon,
ha m’am-eus buez dre va Zad,
evel-se ive, an neb a zèbr ahanon,
hennez ive e-no buez drezon.
58 « Setu aze
ar bara diskennet euz an Neñv ;
disheñvel diouz an hini a zébras ho Tadou ;
int-i a varvas,
med an hini a zebro euz ar bara-mañ
a vevo da viken ».
59 Setu aze ar gelennadurez roet gand Jezuz er zinagog e Kafarnaom.
60 Goude beza e glevet kalz euz e ziskibien a lavare :
— « Kaled eo ar gomz-ze da gleved, ha piou a hell he zelaou ? »
61 Jezuz, o houzoud ennañ e-unan edo e ziskibien o hrosmolad kenetrezo, a lavaras dezo :
— « Skoillet oh gand an dra-ze ?
62 « Ha ma welfeh Mab an Dén o pignad
d’al leh m’edo diagent ?
63 « Ar spered eo a ro buez,
ar horv ne dalv da netra.
Spered ha buez [24] eo ar homzou am-eus lavaret deoh.
64 « Bez’ ez eus a-vad, en ho-touez, ha ne gredont ket ».
Rag goud a ouie Jezuz abaoe ar penn kenta pere e oa ar re diskredig, ha piou a dlee e werza.
65 Hag e lavaras dezo c’hoaz :
— « Setu perag em-eus lavaret deoh
ne hell nikun dond davedon
nemed ha gand va Zad
e vefe bet roet dezañ dond ».
66 Diwar neuze, kalz euz e ziskibien a yeas war o hiz hag a baouezas da vond d’e heul.
67 Jezuz neuze a lavaras d’an Daouzeg :
— « Daoust ha c’hwi ive ho-peus c’hoant da vond kuit ? ».
68 Simon-Pèr a respontas dezañ :
— « Aotrou, da gavoud piou ez afem ? Ganit ema komzou ar vuez peurbaduz. 69 Evidom-ni a gréd, ha ni a oar ez out-te Sant Doue ».
70 Jezuz a respontas dezo :
— « Daoust ha n’eo ket me am-eus ho tibabet, c’hwi, ho taouzeg ? Ha koulskoude, unan ahanoh a zo eun diaoul ».
71 Komz a ree euz Judaz, mab Simon Iskariot, hennez, an hini a oa o vond d’e werza, eñ, unan euz an Daouzeg !